Ar Gelted hag ar yezhoù keltiek
Ar brezhoneg eo ar yezh keltiek nemeti a chom bev c’hoazh en deiz hiziv war Douar Bras Europa.
E-tal Breizh-Veur emañ tolead ar brezhoneg, er Su d’ar broioù ma vez komzet yezhoù nevez-keltiek. En Henamzer avat e oa penn-da-benn d’an arvor atlantel europat, pe dost, an hini e veze komzet yezhoù keltiek (s.o. ar gartenn amañ dindan). Sklêrijenn zo bet taolet ervat, gant labourioù kaset da benn en eil hanterenn an XXvet kantved paneveken, war holl yezhoù keltiek an Henamzer, atlantel pe get na pa vent. A-raok deroù ar Grennamzer e oa aet da get un darn vras anezho endeo.
Lakaet ez eus bet anat gant al labourioù-se ur sevenadur atlantel a vefe Breizh a-vremañ en e greiz. Diskouezet o deus ivez pegen stank e oa bet an eskemmoù, koulz war tachenn an ekonomiezh, hini ar sevenadur pe hini ar yezhoù, adalek an Henamzer betek ar Grennamzer da vihanañ, ha kement-mañ zo gwiroc’h c’hoazh evit a sell an Arvorig, Enez-Vreizh hag Iwerzhon (Cunliffe, 2012).
An orin predenek : brezhoneg ar Mervent
N’anavezomp predeneg an Henamzer nemet diwar nebeut-nebeut a dra, dreist-holl anvioù lec’hioù, tud, pobloù, skridoù ral ha berr, hag a ziskouez e oa peuzheñvel ar yezh-se ouzh keltieg an Douar Bras (Schmidt, 1980, 179).
Ar c’hemmoù etre yezhoù predenek a ranker sellet outo evel merkoù rannyezhel ur yezh a oa bet kalz brasoc’h he domani. Gwelet a reer eta emañ ar brezhoneg hag ar c’herneveureg eus an hevelep kerentiezh, tost-tre an eil ouzh egile, e-skoaz m’emañ ar c’hembraeg, hini an Norzh dreist-holl, tostoc’h ouzh henbredeneg Norzh Enez-Vreizh, sed un disterig pelloc’h eus an div yezh nevez-predenek all.
Hiziv e vez lakaet ar c’herneveureg koulz hag ar brezhoneg dindan an anv predeneg ar Mervent. An div yezh-se ez eus en o diazez ur c’heriaoueg a zo boutin etrezo, pa ne gaver ket anezhi e kembraeg (s.o. brezhoneg kozh ha kerneveureg cōth « kozh », « buhez hir », da skouer). Heñvel eo evit ar furmoù verb e boutin etre an eil yezh hag eben, met dianav e kembraeg (Fleuriot, 1980, 63). Pa vez graet anv eus kerneveureg hag eus brezhoneg e vez graet anv eus astennadurioù ur rannyezh hag a yae d’ober gant ar c’hembraeg ar pezh zo bet anvet lingua britannica penn-da-benn d’ar Grennamzer.
Ar brezhoneg / lingua Britannica en Arvorig
Meur a deori diwar-benn orin ar brezhoneg zo bet o taliñ an eil re ouzh ar re all gwezhall. Prezeg Joseph Loth (Loth, 1883 & 1907) a oa hini ur c’heltieg emporzhiet a-bezh eus Enez-Vreizh. Ar chaloni Falc’hun (Falc’hun, 1962) a wele ar brezhoneg evel kendalc’her war-eeun ar galianeg. Léon Fleuriot a oa bet unan eus luskerien meizad ar galianeg-predeneg.
War-lerc’h aloubadegoù hag argadennoù, gant Skoted diouzh tu ar C’hornôg, gant Anglezed ha Saksoned diouzh tu Reter Enez-Vreizh, ez eas kuit pobladoù tud etrezek Galia, dre hentoù-mor anavezet ganto a-gozh ha darempredet abaoe an Henamzer henañ (gwelet ar gartenn amañ dindan).
An divroadegoù dibaouez e-pad meur a gantved etrezek an Arvorig, adalek an enez, dreist-holl Domnonea (Kernev-Veur ha Devon hiziv) ha Kembre evit darn, a voe niverus a-walc’h evit d’ar predeneg kemer e greñv el lodenn gornôg eus al ledenez, seul aesoc’h a se ma oa tost-tre an eil yezh ouzh eben, hini an enez hag hini an Douar Bras. Aezet e voe d’ar predeneg, er rann-se eus ar vro, enteuziñ an dilerc’hioù a chome eus keltieg an Douar Bras.
D’ar mare-se ivez e kemer ar predeneg e greñv war Bro-Gwened, ur vro a oa bet romanekaet kalzik dija. Alese al levezon romanek kreñv e-keñver fonologiezh ha geriaoueg (Fleuriot, 1967) a zo bet war ar gwenedeg, ar rannyezh vrezhonek tostañ ouzh ar c’hembraeg, kar-tost ouzh predeneg ar Gwalarn. Stankoc’h eo an enklozadoù romanek e Bro-Gwened eget er peurrest eus Breizh-Izel (Loth, 1907 ; Fleuriot, 1958), pelloc’h.
D’ar c’houlz-se eo eta e teu an Arvorig da vezañ Letau (s.o. Llydaw, anv hor bro e kembraeg a-vremañ) ha neuze Breizh, diwar un anv-kenel a oa deuet diwarnañ ar ger *Brittia (Fleuriot, 1980, 51 notenn).
An henvrezhoneg
A-hed marevezh an henvrezhoneg, eus ar Vvet d’an XIvet kantved, e vez ken stank an eskemmoù etre an eil tu eus Mor Breizh hag egile ken e talc’h didorr ur gumuniezh yezh kenetrezo : istor Guidnerth a zo test.
N’eo ket gwall zisheñvel an henvrezhoneg diouzh an hengembraeg pe diouzh an hengerneveureg. Kentoc’h eget teir yezh distag, ar pezh a weler en teir stad yezh-se zo ur yezh, heñvel, gant un nebeudig adstummoù.
Gant se, dornskrid Leiden – hag a oa bet lakaet betek-henn da goshañ dornskrid brezhonek – n’eo ket eus Breizh-Vihan ez eo moarvat, met kentoc’h eus Kernev-Veur. Ha pelloc’h, n’eo ket e dibenn ar VIIIvet kantved e vije bet skrivet war a seblant, met kentoc’h en hanterenn gentañ an Xvet kantved.
Anavezout a reer an henvrezhoneg a-drugarez da vammennoù liesseurt.
Kentañ tra, un nebeud skridoù war vaen a lenner enno anvioù tud evel « Gallmau » pe « Prostlon ».
Un nebeud frazennoù, evel homañ, a gaver war an diell niverenn 146 eus diellevr Redon, amzeriet e 821.
"...finem habent a fine rannmelan. donroch. dofosmatuuor. cohiton fos. doimhoir ultra imhoir. per lannam. dofois. finran. dofhion. dofinran. haelmorin. cohiton. hifosan. dorudfos. cohiton. rudfos. per lannam dofinran. loudinoc. pont. imhoir. haeldetuuid. scripsit."
Latin lakaet ganeomp e lizherennoù italek. Diorroet eo bet al lizherennoù islinennet diwar an arouezennoù berraat a gaver en destenn. Loth, 1890, 117 notenn ; Fleuriot, 1964-1, 14-15.
"...e penn pellañ tachenn Melan, d’ar roc’h, da foz Matuuor, penn-da-benn d’ar foz, d’an Emoi, en tu-hont d'an Emoi, dre al lanneg, d’ar foz, harz an dachenn, d’ar fozoù, da harz tachenn Haelmorin, penn-da-benn d’ar fozig-se, d’ar foz ruz, penn-da-benn d’ar foz ruz, dre al lanneg da harz tachenn Loudinoc, pont an Emoi, Haeldetuuid en deus skrivet."
Ouzhpenn an nebeudig frazennoù-se, dre ur c’horpus puilh-mat a spisc’herioù, pe glozoù ez eus bet gallet lakaat war wel pegen pinvidik e oa geriaoueg ar yezh-se hag anavezout he yezhadur.
Ms BNF Latin 10290, a oa bet meneget gant Léon Fleuriot evel unan a-bouez bras (Fleuriot, 1964-1, 8, 31-32). Amañ un nebeud spisc’herioù pe glozoù tennet eus f° 26v°, deroù an eil trederenn, linenn 14 :
Da skouer :
- Implij ar furm verb is (a-wezhioù es), ur furm eus ar verb « bout / bezañ », lakaet e penn-kentañ al lavarenn. Un astenn a chom anezhi hiziv er furm modern zo, krennvrezhoneg so, un tammig disheñvel e orin, ha gant un implij e krennvrezhoneg a c’helle c’hoazh degas soñj eus hini is en henvrezhoneg.
- Lec’h ar gerioù er frazenn, gwall zisheñvel alies diouzh an hini a vez er yezh a-vremañ.
- Lod eus an anvioù-gwan a zouge merk al liester, evel ma vez graet c’hoazh e kembraeg a-vremañ. Chomet eo keizh, liester kaezh, e brezhoneg a-vremañ.
Adalek an XIIvet kantved ez a ar brezhoneg hag ar rannyezhoù predenek all war zisrannañ, da stummañ yezhoù. Fin an darempredoù stank etre Breizhiz a bep tu eus Mor Breizh eo a zo kaoz. Deuet ar pennoù-bras da vezañ romanegerien diwar an dimezioù, hag an emglevioù d’o heul (hervez kont e vije bet Alan Fergant, marvet e 1119, an dug diwezhañ a ouie brezhoneg). Ar re-se a ren war Vreizh diouzh ar Reter (Naoned, ha neuze Roazhon), troetoc’h-troetañ anezho war-zu an Douar Bras. E brezhoneg Bro-Gwened, kar-tostañ ouzh predeneg ar Gwalarn – ganet ar c’hembraeg diwarnañ ivez –, e teuer da zegemer perzhioù eus an teodyezhoù romanek amezek, ar pezh a zo deuet da vezañ ar gwenedeg a-vremañ.
Troet gant : Stefan Moal