Émile Souvestre (1806-1854). Breizh diskuliet d'ar Frañs

Aozer : Fañch Postic / Meurzh 2023
Ne oa ket Émile Souvestre un dastumer anezhañ. Met bras eo bet e levezon evit ma teufe tud lennek an 19vet kantved da gompren e oa pinvidik-bras an hengoun pobl dre gomz a veze kavet e Breizh. Kontomp enta buhez ur folklorour a-bouez, en deus laosket deomp ur romant faltazi ivez, an hini kentañ bet skrivet e Frañs, sur a-walc'h.

E Montroulez eo bet ganet Émile Souvestre e 1806. Ijinour an Hentoù ha Pontoù eo e dad. Paket ur yalc'had gantañ ez a da skolaj real Pondi (1818) a-raok mont da skol-veur Roazhon da studiañ ar gwir (1824) ha mont da Bariz da chom (1826). Dedennet eo er memes koulz gant ar varzhoniezh. Skrivañ a ra er gelaouenn Lycée armoricain gant an embanner Mellinet e Naoned a c'hopra anezhañ da vezañ komis en ul stal-levrioù e 1828. Alvokad e Montroulez (1832), e teu war-lerc'h da vezañ kazetenner e Brest a-raok kelenn e Mulhouse e 1836. Reiñ a ra neuze e zilez evit mont da Bariz. Eno e klask bezañ anavezet e bed al lennegezh ha goude bezañ skrivet un nebeud barzhonegoù ez a war-zu ar c'hoariva ken abred ha 1829.

Skrivañ a ra Souvestre er c'helaouennoù Magasin pittoresque ha Revue de Bretagne a deu maez o niverenn gentañ e 1833. Pennadoù niverus a skriv a-neuze diwar-benn Breizh, hag un diskuliadenn eo evit kalz a dud lenn e bennad diwar-benn ar barzhoniezhoù pobl a Vreizh-Izel e niverenn ar 1 a viz Kerzu 1834 ar Revue des Deux Mondes. « Entanet on bet gantañ [...]. Pebezh teñzor espar ha dianav-krenn », a skriv Montalembert da Lamennais d'ar 6 a viz Genver 1835. Testeniekaat a ra Souvestre e kaver kanioù a zanevell fedoù istorel e Breizh : ar gwerzioù. Abaoe meur a wech dek vloaz e veze klasket war o lerc'h e Frañs, en aner. Ret e oa neuze ober gant troidigezhioù barzhazoù estren. Padal ne ro Souvestre nemet troidigezhioù gall un nebeud kanoù, hini « Pennhêrez Keroulaz », en o zouez, bet amprestet digant Aymar de Blois, kredapl.

Mein drouizel eus Karnag. Tresadenn war vein gant Adolphe Rouarge a zo ul lodenn eus an heuliad"La Bretagne pittoresque" gant Émile Souvestre. Mirdi Breizh : 2018.0000.2713.

Danvez e bennadoù a vez adkemeret gantañ evit skrivañ Les Derniers Bretons, un oberenn div levrenn enni bet embannet e 1836. D'ar bloavezh-se e kinnig ivez Le Finistère en 1836, adembannadur Voyage dans le Finistère Jacques Cambry gant displegadennoù ha notennoù. Met chom a ra Le Foyer breton, embannet e 1844, e oberenn vrudetañ. Fell a ra da Souvestre kinnig enni ul levr gouestlet d'ar c'hontadennoù ha d'ar mojennoù a vefe par d'ar Barzaz-Breiz gant La Villemarqué evit ar c'han. Pennañ eo perzh Souvestre ur wech c'hoazh : kentañ oberenn gouestlet d'an danevellañ e komzoù plaen e Breizh, Le Foyer breton a vo ur skouer e-pad ouzhpenn ugent vloaz, ha trugarez dezhi e vo galvet tud evel Paul Sébillot pe Adolphe Orain da zastum. Embann a ra Souvestre pegen feal e vez d'ar vammenn he deus roet e skridoù dezhañ – betek lavar eo ret « bizskrivañ un danevell dastroc'het lec'h ma vefe ken talvoudus ar jestroù hag an tonioù eget al lavar » – ha padal en deus amprestet hag azasaet, pa n'eo ket empennet, al lodenn vrasañ eus istorioù ar « Mil nozvezh hag unan a Vreizh ». Met sed aze doareoù boutin-kenañ en embann d'ar mare-hont, a zo re Luzel ivez betek 1869 pa embann e gontadennoù kentañ. Leurenniñ a fell da Souvestre ober. Gwriziennañ a ra pep danevell e-barzh ur vro - un eskopti a Vreizh-Izel - a zo deroet d'un dudenn bennak. Poltrediñ a ra gant se un toullad tud kaer ha kurius. Boaz e oa neuze d'ar c'hazetennoù embann romantoù, reuzeudik a-walc'h o istor alies, a c'hoarveze en ur vuhez pemdeziek taolennet pizh a-wechoù. Ret eo menegiñ ivez eo skeudennaouet kaer Le Foyer breton, kement ha Le Finistère en 1836 pe La Bretagne pittoresque (1841). Lod eus an arzourien a labour e memes koulz evit ar c'helaouennoù Magasin pittoresque pe La Mosaïque de l’Ouest (1844-1847) a zo Souvestre ar pennskridaozer anezhi hag e vignon Prosper Saint-Germain ar rener arzel anezhi. E mod-se e vez stummet ar skeudenn roet eus Breizh, evel-just.

Les Merveilles de la nuit de Noël, engravadur (1844) profet da zaou vil rakprener kentañ "Le Foyer breton" gant Émile Souvestre. Mirdi Breizh: 973.0040.1.Un toullad mat a levrioù hag a bennadoù (romantoù, pezhioù-c'hoari, barzhonegoù, burutelladennoù...) en deus embannet Émile Souvestre, ha gant se en deus tapet ur vrud wirion e Frañs hag e broioù all pa 'z eo bet troet e embannadurioù d'ar saozneg ha d'an alamaneg. E levrioù diwar-benn Breizh a vez lennet c'hoazh, e levrioù all ne vezont ket kalz ken, nemet Le monde tel qu’il sera (1846), ur romant faltazi iskis, a zo bet an hini kentañ e Frañs, sur a-walc'h, pe Un philosophe sous les toits (1850). Memes ma ne oa ket Souvestre un dastumer anezhañ eo bet pennañ e levezon evit ledañ danvez Breizh, evit ma teufe tud lennek, re Bariz dreist-holl, da gompren e oa pinvidik-bras an hengoun pobl dre gomz e Breizh. « Al levr-mañ, a skriv Anatole Le Braz, evit digeriñ Soniou Breiz Izel Fañch an Uhel (1890), diwar-benn Les Derniers Bretons, a gemmas istor hor gizioù, hon hengounioù, hor c'hanioù. Trugarez dezhañ e voe diskuliet Breizh d'ar Frañs, ha desachet an evezh war ar broviñs gall an divoutinañ. Skrivañ a reas, dreist pep tra, chabistroù a vo gwir da viken, moarvat, diwar-benn hol lennegezh dre gomz hag hor c'hevrinoù ».

Menegomp en doa Souvestre kredennoù republikan ha sokial - eus tu Saint-Simon e oa e penn-kentañ ar bloavezhioù 1830. Marv eo e Montmorency e 1854.

Troet gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Fañch Postic, « Émile Souvestre (1806-1854). Breizh diskuliet d'ar Frañs », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/03/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/emile-souvestre-1806-1854-breizh-diskuliet-d-ar-frans

BIBLIOGRAPHIE: 

 

  • Plötner Le Lay Bärbel et Blanchard Nelly, (dir.), Émile Souvestre (1806-1854) : écrivain breton porté par l’utopie sociale, Brest-Lyon, Centre de rechercher bretonne et celtique / Littératures, idéologies, représentations aux XVIIIe siècles et XIXe siècles, 2007.
  • Plötner Le Lay Bärbel, Émile Souvestre (1806-1854). Écrivain breton et saint-simonien, Morlaix, Skol-Vreizh, 2006.
  • Plötner Le Lay Bärbel, Redécouvrir Émile Souvestre. Années de jeunesse 1806-1837, Morlaix, Skol Vreizh, 2013.
  • Steel David, Émile Souvestre. Un Breton des lettres 1806-1854, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2013.