Emsavadeg 1675 e Naoned

Aozer : Gauthier Aubert / Genver 2017

Goulenn a rae Naonediz kerkoulz ha Roazhoniz kaout o c’hoant, kement hag ar pezh a oa bet deroet da dud Bourdel nepell a-raok, da lavaret eo krennañ da vat an tailhoù o dije da baeañ. D’an 22 ha d’an 23 a viz Ebrel, ha goude-se d’an 3 a viz Mae, e voe trubuilh e kêr, na ken bras na ken taer hag an drubuilh a oa bet e Roazhon hag e Bourdel evelkent. Choazet o doa pennoù bras Naoned chom distroñs ha distok diouzh ar re ravoltet, aberzhet ganto urzh ar roue evit gwerzh sioulder o c’hevredigezh. E-touez lez ar roue avat n’eo ket plijet seurt politikerezh. Setu dic’hrasiet gouarnour Naoned, ar markiz Molac, hag embannet gant Louvois e ranko Naonediz anduriñ soudarded en o zouez, evit pinijañ o c’hêr ha sikour ar varnerien da gastizañ ar re emsavet. Lakaet e voe pennoù bras Naoned da efediñ rak hevelep donedigezh, gant spi na vefe ket anezhi a-benn ar fin. Setu ma voe kaset un den d’ar marv, hag unan nemetken, Goulven Salaun e anv, hennezh unan eus an dudigoù ravoltet a orin eus Kastellin. Gwall bell a vezañ ur sin a unaniezh etre Naonediz ha Kerneviz, an afer-se a ziskouez kentoc’h penaos o doa asantet tud Naoned, hag ar re vunut en o zouez, kas Salaun d’ar bourrev evit pellaat ar soudarded tra-penn ma oa anezhañ un den kontet da estren e kêr, un divroad ha ne oa ket unan anezho hervez Naonediz, pa vo lavaret. Kement-se ne viras ket outo a gaout soudarded e kêr koulskoude, hag ar re-se a chomas eno e-pad un nebeud sizhunioù. Peogwir e oa en em savet kêr Naoned, ne zeuas ket Breujoù Breizh d’ober o annez enni pa rankjont kuitaat Roazhon. Manet eo Salaun, avat, an den nemetañ bet kaset d’e varv war bord al Liger d’ar c’houlz-se.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gauthier Aubert, « Emsavadeg 1675 e Naoned », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/01/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/emsavadeg-1675-e-naoned

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù