Eus talbenn ar Reter da Bengerreg ?

Aozer : Dimitri Poupon / Gwengolo 2020

D’ur c’houlz ispisial e c’hoarvezas lazhadeg Pengerreg, koulz evit a sell ouzh dibun ar brezel eveljust hag evit an urzhioù bet roet d’ar soudarded alaman a oa tro-dro da Vrest d’ar mare-se. Reiñ a ra seurt urzhioù da soñjal e oa bet lakaet e pleustr eno doareoù gwaskañ ar poblañsoù war dalbenn ar Reter. Un tamm luzietoc’h eo an traoù e gwirionez.

Abaoe 1940 an hini e rae an Alamaned gant doareoù eus ar re galetañ evit ren ha gwaskañ poblañs Bro Frañs. Lezennoù an arme an hini a dalveze war an dachenn aloubet en he fezh. Ha diouzh an testennoù-se e ranke kement emzalc’h a-enep soudarded ar Wehrmacht kas an torfedour d’ar marv. Er memes mod, adalek 1940 ivez, e voe aozet gant lezennourien ar Militärbefehlshaber in Frankreich ur politikerezh kas ostajidi da gampoù-bac’h seul wech ma vije taget soudarded alaman gant ar rezistanted. Gwashoc’h c’hoazh e tisklêrias al lezennourien-se e miz gwengolo 1940 e « ranke ar boblañs goût e vefe graet ganti evel pa vije ken kablus en he fezh hag an hinienn en he zouez a savje a-enep un alaman ».

Ne voe ket kalz a lazhadegoù e Bro-Frañs betek ar 6 a viz even 1944. Gant an dilestradeg veur avat e cheñchas an traoù adal m’en em gavas an Alamaned war o api, o klask talañ ouzh ar Re Unanet tra ma skoe ar Rezistanted ouzh o zu-dreñv… evel m’er grae c’hoazh ar bartizaned war dalbenn ar Reter. Evit afer Pengerreg avat, diaes eo krediñ e vije bet degaset e Breizh doare al lazhadegoù a veze war dalbenn ar Reter rak martoloded an hini a oa e kaoz amañ, da lâret eo soudarded na oant bet biskoazh oc’h en em gannañ a-enep ar Soviediz

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Dimitri Poupon, « Eus talbenn ar Reter da Bengerreg ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/eus-talbenn-ar-reter-da-bengerreg

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité