Lazhadeg Pengerreg d’ar 7 a viz eost 1944

Aozer : Dimitri Poupon / Mezheven 2020
D’al lun 7 a viz eost 1944, pa oa krog sezis Brest hag an arme amerikan o tostaat, e voe lazhet 44 a dud diarm e Pengerreg Gouenoù.

Ur gêr vihan sioul e oa Gouenoù, e norzh Brest, pa stagas an Amerikaned gant an arsailh Overlord war aodoù Normandi d’ar 6 a viz even 1944. Dalc’het e oa ar gomun gant soudarded ar Wehrmacht abaoe an 20 a viz even 1940 ha gouzañvet he doa c’hoazh abalamour da bombezadegoù Brest pa oa kouezhet warni 179 bombezenn d’an nebeutañ d’ar 15 a viz genver 1942.

Lod eus dismantroù Brest. Deiziad ebet. Mirdi Breizh : 981.0025.83.O ruzañ anezhi e maezioù Normandi e oa bet ar Re Unanet abaoe o dilestradeg d’ar 6 a viz even betek hanter miz gouere 1944, pa ne oa ket bet ken aezet dezhe mont war raok hag e oa bet soñjet gante. Kuit a chom sac’het evel-se e reas poellgor-ren armeoù ar Re Unanet (SHAEF) e soñj kas un taol meur evit toullañ an talbenn. D’ar 25 a viz gouere eta e voe staget gant an arsailh Cobra adalek norzh ar C’hotentin evit klask toullañ un hent betek su Normandi. Buan ez eas an Amerikaned war-raok neuze, a-drugarez d’o zrede arme renet gant ar jeneral Patton. D’an 31 a viz gouere e voe tapet kêr Avranches gant e girri-arsailh, ul lec’h meur e su ar Manche war-zu Marzioù Breizh. Pennbouezellet gant disac’hadeg an armeoù amerikan ne glaskas ket an Alamanted talañ pelloc’h en Il-ha-Gwilun ha dieubet e voe Roazhon d’ar 4 a viz eost. Urzh a voe roet neuze da Batton da lemel porzhioù-mor Sant-Malo, an Oriant, Sant-Nazer ha Brest digant an enebourien. Dizale avat e voe lakaet dieubidigezh Brest war ar renk kentañ. Deuet e oa Kêr Vrest da vezañ unan eus kreñvlec’hioù pennañ an Alamaned abaoe 1940. Deuet e oa ar porzh da vezañ un diazlec’h eus ar pouezusañ evit o listri-spluj – an U-Boot ken brudet – hag ezhomm bras o devoa ar Re Unanet dioutañ evit dilestrañ eno o rikoù brezel dre viliadoù a donennoù.

An armeoù o talañ an eil ouzh eben

Dindan tri devezh, ken prim hag un daredenn e toullas 6vet rann-arme hobregonet ar Stadoù-Unanet (The Super Sixth) hec’h ervenn davet Brest. An tizh an hini oa alc’hwez an trec’h rak ezhomm a oa lemel kêr Vrest digant an Alamaned a-raok na vije tarvet ar porzh-mor gante evel m’o doa er graet c’hoazh e Cherbourg. Urzh a oa bet roet eta gant ar jeneral Troy d’e soudarded da reiñ tizh. Hag ar c’hirri-arsailh da vont dezhi neuze, ken buan ken e voe tizhet gante 266vet rann-arme war droad an Alamaned, bet kuitaet Dinan ganti da vont da glask goudor e Brest.

Framm ur rann kirri hobregonet amerikan. Dielloù departamant Penn-ar-Bed : 208 J 106D’ar 6 a viz eost d’an noz ez erruas an Amerikaned e Plabenneg, 3 km e norzh Gouenoù. Diaes-mat e voe o jeu avat pa rankjont talañ ouzh Alamaned an 343de rann-arme war-droad er su, war ul linenn Milizag-Gouenoù-Gwipavaz, hag en norzh ouzh reoù an 266vet rann-arme war-droad, war-dro Lesneven. Urzh a oa bet roet d’ar re-se, renet gant ar jeneral Karl Spang da glask repu e Brest a oa bet lakaet da Festung a-benn neuze. Graet en doa Oberkommando ar Wehrmacht (OKW) e soñj ober eus Brest ur c’hreñvlec’h a rankje ar soudarded alaman difenn betek o zakenn wad ziwezhañ, difennet oute en em zaskoriñ e mod ebet. D’ar 7 a viz eost diouzh ar beure ez embannas poellgor-ren an Alamaned e Brest e vije ar gêr dinan Urzh ar sezis adalek 15e.

Arsailh an SAS hag an FFI

D’ar 7 a viz eost ivez e teuas an FFI da harpañ an Amerikaned, o heñchañ anezhe hag o frankaat an hent dezhe, pa n’o doa ket tapet arsailhañ Brest betek neuze. E Gouenoù e oa Philippe Predour e penn ar Rezistanted ha kaset e oa bet kelou dezhañ diwar un neizhiad Alamaned a oa souchet e beg tour an iliz da eveshaat ha da genurzhiañ tennoù o c’hanolierezh.

Nac’hañ a reas an Amerikaned kas o c’hirri-arsailh betek eno war zigarez e rankent talañ c’hoazh ouzh tagadennoù kreñv an enebourien e komun Plouvien, e norzh Gouenoù, hag e vije bet arvarus o c’has ken tost eus kanolioù an Alamaned. Ur bagad war-droad an hini an ranke mont dezhi eta. Neuze e c’houlennas Philippe Predour hag an Amerikaned sikour digant an SAS, harzlammerien ar France Libre, bet stummet gant ar Vreizhveuriz d’ar gerilha ha d’an taolioù emgann a-dost. Disac’het e oa bet ar re-se e oabl Penn-ar-Bed a vagadoù bihan eus 8 da 10 den da geñver an taol-arsailh Derry. Teurel pled ouzh pontoù Montroulez ha Plougastell ha, dreist-holl, dont da harpañ ar Rezistañs a oa o c’hefridi.

Pont Plougastell er pellder (bloavezhioù 1930). Mirdi Breizh : 982.0008.945Disac’het e oa bet ur strollad 8 SAS, ar Stick nenn 4, renet gant an is-letanant Maurice Gourkow e-tro Lesneven en noz eus ar 4 d’ar 5 a viz eost. Ar strollad SAS-se eta an hini a zeuas da harpañ an FFI e arsailh ar c’hloc’hdi. War-dro 14 eur e voe kroget ganti ha ne badas ket an traoù ouzhpenn un ugent munud bennak. Skarzhet e voe an Alamaned kuit eus an iliz ha lazhet unan dioute, met tapet e voe gante gervel o bagadoù-harpañ staliet e su ar gomun. Daou SAS a voe lazhet en arsailh ivez : ar pennserjant Lucien Rotenstein hag ar soudard Georges Roger. Neuze ec’h eas ar skipailh kemmesk SAS hag FFI gant hent Sant-Ronan, tagañ un amheul kirri alaman ha dieubiñ prizonidi norzh-afrikan (ne ouier c’hoazh na pet dioute na piv e oant just) hag a skampas kuit kerkent ha tapet krog e armoù an Alamaned gante. Hervez kont, o dije testoù zo gwelet an Norzh-Afrikaned-se o vont d’ur strollad Alamaned hag a oa o tiwall gouleier bras an DCA en ur park e Pengerreg.

Kounnar an Alamaned

Hag an Alamaned da gas an dorzh d’an « deroristed » en-dro raktal. War-dro 16e e tegouezhas e Pengerreg bagadoù-harpañ deuet eus Roc’h C’hlas e lec’h e oa staliet pezhioù kanolioù ar c’h/kriegsmarine a-enep ar c’hirri-nij. Ur redi e oa an taol-rebourserezh-se evit an Alamaned. Abaoe embannoù-urzhiañ ar jeneraled Sperrle ha Keitel, deuet da glokaat reolennoù an armeoù alaman d’an 12 a viz c’hwevrer ha d’ar 4 a viz meurzh 1944, e ranke an holl ofisourien alaman respont didruez gant an armoù da argadennoù ar bartizaned ouzh ar soudarded pe ouzh ar savadurioù alaman, goude bezañ gronnet an dachenn, o herzel kement den diarm a gavjed enni hag o plantañ an tan en tier, anez gortoz aotre ebet digant an derezioù-ren uhelañ. Kastizet-garv e vije an ofisourien n’er graje ket. Resisaat a rae embann-urzhiañ Sperrle «  ne vo kondaonet  taol-rebours ebet ha p’ac’h afe re bell ganti. »

War-dro 16e e tegouezhas ur gamion deuet eus sichenn-kanolioù Roc’h C’hlas e-tal atantoù ar re Fulub ha Simon e Pengerreg, e mervent bourk Gouenoù. Soudarded ar C’hriegsmarine (an 9vet flodad, kredapl) e oa ar re-se. Hag int ha mindrailhiñ atant ar re Simon kerkent, ha plantañ an tan er bern foenn. Skampañ kuit a reas ar familh Simon da glask goudor e atant ar re Fulub e tu all ar porzh. En em vodet e oa an div familh er gegin hag o sellout ouzh an Alamaned e oant pa lakaas Jean Fulub, oadet a 53 bloaz, en e benn mont er porzh, un torch gwenn en e dorn da glask parlantiñ gant an arsailherien…. En aner, siwazh : lazhet e voe raktal gant an Alamaned hag int ha teurel grenadennoù dre ar prenestr. Gloazet e voe Yvette Kerboul d’he gar gant ar mindrailh met tapout a reas mont er-maez dre un nor a-dreñv an ti ha skampañ kuit alese. Dizale e voe plantet an tan e atant ar re Fulub ivez. Klask a reas Marie-Louise Fulub, gwreg Jean, hag he merc’h Francine goulenn e vije distaget ha laosket al loened da vont, kuit a vezañ devet, met lazhet e voent o-div ivez. Klask a reas ar mab, Pierre Fulub, 21 bloaz, skampañ kuit a-dreuz parkoù met lazhet e voe d’e dro, ha Marie-Jeanne Kerboul, 20 vloaz, kement all ivez.

Menaj ar re Fulub goude al lazhadeg. Dielloù Dimitri Poupon

Pa voe fin gant al lazhadeg-se e voe bodet ar re a oa bev c’hoazh en ur park damdost d’an daou atant. Tagañ un atant all, hini ar re Luslac, e krogas an Alamaned d’ober neuze. Gloazet e voe Jacques Luslac (mervel a reas diwar e c’houlioù an deiz war-lerc’h, en ospital Ponchelet) ha Gouenoù Jestin, ur mevel. Lazhet e voe Jeanne Luslac war an taol, evel o merc’h Mari Segalen (41 bloaz) hag he mab René Segalen (19 vloaz).

Goude-se e voe rastellet meur a hini c’hoazh gant an Alamaned er bourk ha war hent Sant-Ronan. Ne voe miret gante nemet ar wersed da ostajidi ha kaset e voent da Bengerreg d’o fuzuilhañ-holl. Neuze e vernias an Alamaned o c’horfoù war un bern teil d’o deviñ.

War-lerch ar 7 a viz eost

Ne voe kavet ar bosaj nemet an deiz war-lerc’h gant div seurez : seur Paul (ganet Maian ar Venn) ha seur Hortense. Klañvdiourezed e oant o-div er gomun abaoe deroù er brezel. Nav den zo chomet dianav betek bremañ diwar an holl re bet lazhet d’an deiz-se. Ne voe interet korfoù an holl verzherien-se nemet d’an 11 a viz genver 1945, pemp miz war-lerc’h al lazhadeg, en ur fos-bez boutin e bered Gouenoù.

Dianav eo bepred anvioù muntrerien Pengerreg ha pa vije bet meneget un nebeut dioute e rentaoù-kont pe danevelloù zo. Alies eo bet meneget anvioù al letanant Adam Muller (eus 9vet flodad U-Boot, war a seblant), ar serjant « Kinip » hag ar soudarded Hans Wilhelm ha Georg Steingruber, anez prouenn ebet avat.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Dimitri Poupon, « Lazhadeg Pengerreg d’ar 7 a viz eost 1944 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/06/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/lazhadeg-pengerreg-d-ar-7-a-viz-eost-1944

BIBLIOGRAPHIE

 

  • Eismann Gael, Hôtel Majestic, ordre et sécurité en France occupée (1940-1945), Paris, Tallandier, 2010.
  • Bossard Albert, Gouesnou d’hier à aujourd’hui, Saint-Thonan, éd. Cloitre, 2015.
  • Yoni Emile, Mémoire de Lambézellec, n°51.
  • Browning Chritopher R., Des hommes ordinaires, le 101e bataillon de réserve de la police allemande et la Solution finale en Pologne, Paris, Tallandier, 2005.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité