Farz war moudennoù Enez Eusa

Aozer : Patrick Hervé / Genver 2021

Dibarañ meuz zo e Breizh, koulz an danvez anezhañ hag ar mod d’e aozañ, eo ar farz a vez poazhet er moudennoù war Enez Eusa.

Gant moudennoù geot touz, bet palaet war an aod ha laosket da sechañ dindan an avel e veze graet tan war an enezenn gwechall pa ne c’hell gwezenn ebet talañ ouzh barradoù rust an avel vor eno.

En oaled e veze poazhet ar farz, en ur pod-houarn plat lakaet war ur gwelead moudennoù ha goloet gant regez glaou pe keuneud.

Abalamour d’an endro rust-se ne c’helled ket gounid edeier war an enezenn kennebeut all. Avaloù-douar avat zo bet gounezet el liorzhoù bihan kloz adalek an XIXvet kantved. Rañvet e vezent d’o meskañ gant bleud heiz bet degaset eus an douar bras. Stummet e veze an toaz e stumm ur c’houign goude-se d’e boazhañ er moudennoù.

En deizioù a-vremañ e talc’h tud an enezenn da droc’hañ moudennoù evit aozañ ar farz heverk-se na gaver nemet en Eusa. Klask a vez warnañ e ostalerioù an enezenn gant an douristed troet gant traoù dibar ar vro. E kreiz-Breizh ivez e veze poazhet ar farz e mod ar « forn en oaled » en ur gaoter bet lakaet war un trebez a-us d’an tan, ha goloet gant un nebeud etivi.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patrick Hervé, « Farz war moudennoù Enez Eusa », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/farz-war-moudennou-enez-eusa