Feur-emglev Kastell-Briant

Aozer : Laurence Moal / Mezheven 2025

E miz Genver 1487, dug Orleañs a guitaas Bleaz dre guzh evit mont d'an Naoned. Eno e adlavaras e save a-enep da Charlez VIII ha da c'houarnamant Anne de Beaujeu. Dunois en em gavas gantañ nebeut goude. Anne de Beaujeu, rejantez Bro-C'hall, a zivizas e oa ret mont betek Breizh war-lerc'h ar briñsed emsavet. Met fallgontant e oa lod eus noblañsoù Breizh e vefe roet repu d'ar briñsed c'hall e lez an dug. E miz Meurzh 1487 en em vodas un tri-ugent Aotrou breizhat bennak e kastell Kastell-Briant. E penn an emvod edo Yann IV Rieux, aotrou Ankiniz, Frañseza Dinan, baronez Kastell-Briant, hag he mab Frañsez Laval, a oa mab-kaer da Yann IV Rieux (pried e verc'h Frañseza Rieux e oa). Kuzuliata a rejont diwar-benn an doareoù da gas kuit ar briñsed c'hall diouzh lez an dug. Ar roue a gasas kannaded dezho evit kinnig sikour an arme c'hall. Setu diazezoù feur-emglev Kastell-Briant. Asantiñ a reas ar gavailherien e teufe lu ar roue da Vreizh da vrezeliñ, met o toujañ da veur a dermen. Bagadoù ar roue ne oant ket da gaout muioc'h eget 400 bagad a c'hwec'h soudard armet gant goafioù ha 4 000 soudard war-droad (war-dro 6 400 soudard etre tout, neuze).

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Laurence Moal, « Feur-emglev Kastell-Briant », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/06/2025.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/feur-emglev-kastell-briant

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù