Gillian Tilly
Diplomet eo Gillian Tilly gant tri Master (Istor, Dielloù ha skeudennoù hag Istor foran). Labourat a ra en un ajañs raktresoù touristel ha sevenadurel. A-ziaraok eo bet karget a raktresoù e ti « Perles d’Histoire » ha kazetennerez evit France Culture. Evit he Master war an Istor modern he doa gouestlet Gillian Tilly he c'hounskrid d'ar maouezed el labour artizanel e Naoned en 18vet kantved. Hec'h enklaskoù he doa graet e kevrenn an Istor e Skol-Veur an Naoned, dindan renerezh David Plouviez ha Samuel Guicheteau. Embannet e oa bet he fennad war al lec'hienn Nantes Patrimonia e 2022.