Artizanezed e Naoned en 18vet kantved

Aozerez : Gillian Tilly / Kerzu 2024
Dianavezet a-walc'h eo c'hoazh plas ha perzh ar maouezed en artizanelezh en 18vet kantved. Micherioù liesseurt-kenañ a rae ar merc'hed evelato. Bevañs, kenwerzh, adwerzhañ : ral e oa an tachennoù ma ne veze ket kavet a labourerezed. Gouiziegezhioù liesseurt o doa, ha barrek-tre e oant evit en em azasaat pa veze kontrollet o labour gant an dud e-karg.

[Embannet eo bet ar pennad-mañ da gentañ war lec'hienn Nantes Patrimonia e 2022]

Lies doare ha lies seurt e oa labour ar merc'hed

Bleuniañ a rae ar c'henwerzh en Naoned, ha stank e teue ar marc'hadourezed eno, evit labourat e-touez an drafikerien kement hag er c'henwerzh bihan. Baraerezed, charkuterezed, gwerzherezed istr ha dalc'herezed a gaved e pep lec'h foran a oa. A-drugarez da Hengustum Breizh o doa ar maouezed dimezet ur c'houested wirel, ar pezh a aesae dezho labourat er c'henwerzh. Ar re a veze lesanvet marc'hadourezed foran a c'helle, hep aotre o gwaz, diorren o stal, merañ o dleoù hag ober o amprestoù dezho.

Oberiant-tre e oa an eil-gwerzherezed pesked ha boued-aod war ar pontoù hag an hentoù-bras. Aozañ a raent etrezo ingalañ ar plasoù-se a-benn pinvidikaat hag ober kevezerezh da gumuniezh mistri-marc'hadourien Naoned. Bec'h a save a-wechoù eus darempredoù ar c'henwerzh. E meur a reket digant ar polis e veze meneget marc'hadourezed istr a zouge klemm a-enep da gontourezed sardin, marc'hadourezed kistin, pe c'hoazh a-enep da varc'hadourezed boued-mor all.

Micherioù gwazed, hervez brud, a veze kavet maouezed oc'h ober anezho ivez. E Naoned ez ae degadoù a labourerien hag a labourerezed da Di ar Moneiz bemdez. En o zouez e veze kavet benerezed, o micher peurgempenn ar pezhioù diaoz a yae da vezañ pezhioù-moneiz. Maouezed all, c'hoazh, a rae micherioù perzhek-tre, doujet ha talvoudekaet. Intañvezed ar vistri marc'hadourien levrioù ha moullerien a gendalc'he kenwerzh o gwaz a-wechoù pa varve. Deskiñ a raent lakaat hêrezh ar familh da vleuniañ. Al labourerezed a veze kavet e micherioù a bep seurt, neuze, en artizanelezh hag er c'henwerzh, perzhek pe devezhiad, e lec'hioù-labour liesseurt. Eus al liested e teue gouiziegezhioù niverus-tre, rak evit pep hini eus ar micherioù-se e oa dav mestroniañ teknikoù, jestroù, implij benvegoù hag ostilhoù, ouzhpenn da rannañ bep a chemet ispisial.

Sevenadur an neuzioù : kemenerezed, perukennerezed ha marc'hadourezed gizioù en Naoned

En 18vet kantved e voe skignet produioù liesseurt ha lies doare gant industriezhioù nevez. Respont a raent da c'hoantoù nevez ar vevezerien. Kresk ar goulenn a gemmas an artizanelezh ha genel a reas ur sevenadur danvezel nevez, merket gant « muioc'h a draoù diouerus, heñvelaat an arouezioù hag an doareoù, [ha] diamzeriñ an traoù ». Nevez-zo o deus an istorourien anavezet perzh an artizaned evit ledañ ha skignañ sevenadur an neuzioù, evit ma vefe savet an teknik, hag a-benn ar fin, evit brudañ ar gouiziegezhioù pleustrek. Adlenn an doare ma oa bet skrivet an istor a zo ul labour kroget evit ar wazed. Met n'eo ket bet c'hoazh evit an artizanezed, ha dianavezet eo o chemet dezho. E Naoned e oa niverus al labourerezed e tachennoù al lien, ar gwiad hag an neuzioù dre vras : gwrierezed ha kemenerezed, lienerezed, marc'hadourezed gizioù, oberourezed loeroù, met ivez bonederezed, rubanerezed, plezherezed ha perukennerezed a gemere perzh en ekonomiezh ar gêr. Kavet e vezent e pep lec'h war tiriad kêr Naoned.

Merket e oa labour an artizanezed gant meur a zizingalded hag ur c'hontrol dizehan eus o oberioù. Diskouez a raent bezañ gouest d'en em azasaat. En 18vet kantved e Naoned e laboure meur a gant gwrierez ha kemenerez er gêr. Kreskiñ a reas o niver a-galz adalek eil lodenn an 18vet kantved.

Tiez ar c'hemenerezed 1745-1789. Kartenn savet e 2021 gant Gillian Tilly ha Wilfried Cariou.Bras e oa deuet an niver a zielloù produet gant korfuniadoù an Naoned diwar o fenn, rak kontrollet e vezent alies, neuze. Anavezout gwelloc'h a reomp o buhez pemdeziek a-drugarez d'ar menegoù niverusoc'h anezho en dielloù-se. Un efed eus an dielloù bet produet ha miret eo ar c'hresk-se evit ul lodenn anezhañ. Met boutin-tre e oa ar vicher a gemenerez memes tra, rak abred-tre e veze kaset ar merc'hed yaouank da zeskiñ gwriat. Ne oa ket kêr ar stummadurioù berr-se, met ganto e oant sur da c'hounez moneiz a-walc'h, ur wech kresket, evit bevañ hep sikour ar c'henvreuriezhoù relijiel. Daoust d'o stummadur bezañ berr a-wechoù, perzhek e oa alies ar merc'hed a wrie hag a zeue da vezañ kemenerezed, lienerezed pe bonederezed. Ur chemet gwir a zeue da lod anezho gant ober hag embregañ o micher. E-barzh o lec'hioù labour e veze fardet o chemet dezho. Souezhus eo pegen lies e oa o gouiziegezhioù, o barregezhioù hag o ferzhioù micherel. Pennoù atalier, micherourezed, kambrelanezed pe vestrezed : bras e oa ar chemet arbennikaet bet diorroet gant artizanezed an Naoned. E framm o labour e anavezas an holl labourerezed-se kemmoù sokial hag ekonomikel an 18vet kantved. An holl anezho a rankas ivez marc'hata o flas en o micher, pa oa gwazed ar re a rene hag a aoze anezhañ peurgetket.

Labour ar maouezed : obererezhioù ekonomikel da vezañ sterniet ha kontrollet

Gant aked ha dalc'husted e veze evezhiet obererezhioù micherel ar maouezed e tachenn an dilhad hag ar c'hinklañ. Leouriezh ar gêr a rae peurgetket. Al leouriezh, anvet korfuniadoù ivez, a oa strolladoù savet e kêr gant artizaned ha marc'hadourien en em vode evit difenn o interestoù boutin. Renet e veze ul lodenn vras eus an obererezhioù fardañ gant ar c'humuniezhioù micherel-se, lies ar stummoù hag ar reolennoù anezho. Galloud a reer digemmañ tri doare kevredigezh vicherel a artizaned : korfuniadoù gwazed, ma ne c'helle ober divizoù nemet ar wazed enno ; korfuniadoù kemmesk, ma kemer perzh paotred kement ha merc'hed e buhez ar gumuniezh ; ha korfuniadoù maouezed, ma striv ar maouezed evit kemer an holl zivizoù hag ober tout ar produiñ enno.

Pajenn tennet diouzh statudoù ha reoliadur mestrezed kemenerezed an Naoned, bet embannet e 1733 gant korfuniad mistri kemenerien an Naoned. Dielloù departamant Liger-Atlantel, C 654, Kambr kenwerzh Naoned – Arzoù ha Micherioù, « Procédures diverses poursuivies au siège de l’Amirauté […] » 1401-1787.

E 1723 e oa 32 korfuniad e Naoned, renet gant paotred nemetken an holl anezho. Ret e oa d'ar maouezed, pa vefent kemenerezed pe berukennerezed, en em azasaat ouzh ar sterniañ a veze lakaet dezho gant mistri kemenerien ha mistri perukennerien ar gêr. E meur a zoare e veze graet ar c'hontrollañ. Da gentañ e voe savet ur reolennadur evit aozañ ar gwezhiadoù labour graet gant ar merc'hed. E 1733 e voe lakaet statudoù ha reoliadurioù da gemenerezed Naoned, o fal digreskiñ hag urzhiañ o oberiadurioù. Da heul e voe aozet un urzhaz dindan batrom ar c'horfuniadoù. Da echuiñ e voe savet ur sistem evezhiañ a yeas war greñvaat betek fin ar c'hantved.

Estreget ar vistri artizaned ezel eus ar micherioù juret a glaske aozañ labour ar maouezed. Ar Stad ha Breujoù Breizh a rae ivez a-wechoù pa embannent diferadoù nevez. Ar perukennerezed, da skouer, a oa bet anavezet gant roue Frañs e 1772, met rediet e oant bet ivez da zisklêriañ o ziez d'ar vistri perukennerien. Ur bloavezh war-lerc'h, e miz Mae 1773 e oa Breujoù Breizh, ar wech-se, a aotreas perukennerezed an Naoned da gemer deskardezed, hag e memes koulz e tifennas outo oberiañ rodelloù ha torkadoù blev artifisiel. Setu ma save kement a interest hag a zisfiz evit ar maouezed en artizaned all hag en ensavadurioù ar Renad kozh. Kontrollet stank e oa o obererezhioù. Korfuniadoù ha pennadurezhioù ar Renad kozh a rae diouzh ma vefe aozet hag urzhiet perzh pep hini anezho.

Daoust d'ar c'hontrollañ, ne oa ket dioberiant an artizanezed. Desket o doa penaos diharpañ, kas hebiou pe c'hoazh en em ziflipañ diouzh o statud evit diorren meur a strategiezh. Ganto e teujont a-benn da c'hounit o bara, met ivez da grouiñ teknikoù ha doareoù fardañ a denne d'o micher dezho. Embregerezed e oant : kemer perzh e buhez ekonomikel o ziegezh a raent, o-unan hag en ur mod dizalc'h evit lod, asambles gant o gwaz evit lod all. En em renkañ a rae ar maouezed, kevrediñ hag ober war-dro o aferioù dezho. E diabarzh o lec'hioù labour ha bevañ e teuent a-benn da vont hebiou d'ar reoliadurioù a rankent doujañ outo. Gant o ampartiz evit ober hag evit en em azasaat, ar maouezed-se a yae hebiou d'ar redioù sevenadurel ha sokial a rene o labour hag o buhezioù dre vras.

 

Bet troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozerez : Gillian Tilly, « Artizanezed e Naoned en 18vet kantved », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 19/12/2024.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/artizanezed-e-naoned-en-18vet-kantved

LEVRLENNADUR

  • Tilly Gillian, Les Femmes dans le travail artisanal à Nantes au XVIIIe siècle. Identités et affirmations professionnelles, la construction des savoir-faire par les artisanes, Mémoire de master 2 d’histoire, Plouviez David et Guicheteau Samuel (dir.), Université de Nantes, 2021.
  • Godineau Dominique, Les Femmes dans la France moderne, XVIe-XVIIIe siècles, Armand Colin, Paris, 2015.
  • Hamon-Muller Thierry, Les Corporations en Bretagne au XVIIIe siècle, Thèse de doctorat en droit, Morabito Marcel (dir.), Université de Rennes I, Faculté de droit et de science politique, 1992.
  • Kaplan Laurence Steven, La Fin des corporations, Fayard, Paris, 2001.
  • Perrot Michelle, Duby Georges [dir.], Zemon Davis Natalie, Farge Arlette, Histoire des femmes en Occident, XVIe-XVIIIe siècles, t.3, Perrin, Paris, 2012.
  • Thébaud Françoise, Écrire l’histoire des femmes et du genre, ENS Éditions, Lyon, 2017.
  • Tilly Louise A., Scott Joan W., Les femmes, le travail et la famille, éditions Payot & Rivages, Paris, 2002.

 

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù