En em ober dioutañ, setu emzalc’h ar Vretoned e-keñver an ensavadur a oa eus ar servij-soudard a-raok ar brezel. Ne oa ket bet mouezhioù o sevel enep lezenn ar c’hoñje tri bloaz e 1913. Nec’het e oa an dud diwar ar maez kentoc’h betegoût e teufe en-dro ar re yaouank cheñchet goude bezañ anavezet aezamant ar vuhez e kêr, betek lakaat en arvar ar mod da vevañ hag al labour-douar kalet en tiegezhioù, ha betek kuitaat ar re-se da vat zoken.
Gwall deñval an oabl
An eost an hini eo prederi bennañ ar c’halz bras eus ar Vretoned e miz Gouere 1914, rak ar glav a zeu d’ober e reuz ennañ a-wezhioù. Dedennet eo lennerien ar c’hazetennoù gant prosez an afer Caillaux muioc’h eget gant ur gwalldaol er Balkanoù, disteroc’h reuziad war a seblant eget ar bec’h a oa savet etre ar Frañs hag an Alamagn a-zivout ar Marok e 1911.
Pellaet ivez an trouz brezel diouzh ar speredoù gant beaj Rusia Poincaré ha Viviani, Prezidant ar Republik ha Prezidant ar C’huzul.
Deuet an nec’hamant war wel war ar c’hazetennoù d’ar 26 a viz Gouere avat, goude ar respont nac’h graet gant Serbia ouzh an ultimatum kaset dezhi gant Aostria-Hungaria. Setu titl an Ouest-Eclair d’an deiz-se : « Brezel war-nes strakal penn da benn Europa » (da welet war Gallica). Embann a ra emañ Viviani o tistreiñ timat da Bariz.
Lazhet o flammenn d’ar beoc’helourien
E metoù ar sindikalourien hag ar sokialourien, an trouz brezel o tostaat buan a lak an dud da vanifestiñ niverus evit ar peoc’h, e Pariz d’ar 27 a viz Gouere, e Brest, an Oriant, Sant-Nazer ha Naoned etre ar 27 hag an 31 a viz Gouere. Drouklazh Jaurès gant ur broadelour gall d’an 31 ne sav ket trubuilh diwarnañ, met ur wagennad a garantez-vro ken kreñv all hag ar wagenn evit ar peoc’h e-touez ar vicherourien. Ar pezh a lavare Gustave Hervé e berr gomzoù : « drouklazhet Jaurès ganto, ne vo ket drouklazhet Frañs ganeomp ».
Nag e Breizh nag e lec’h all ne vo harzet gant ar gouarnamant an dud bet renablet o anvioù e-barzh ar C’harned B tra-penn e oant e-tailh da gas en-dro un emsav evit ar peoc’h, alese da ziaesaat ar mobilizañ evit mont d’ar brezel. Aner eo peogwir ez eo graet an Unvaniezh Sakr, er c’hontrol zoken, n’eo ket dav c’hwezhañ war an tan pa ne grog ket e-unan.
An Iliz en Unvaniezh Sakr
Heñvel an traoù evit an Iliz katolik e Frañs : kosteziñ a ra gant gouarnamant ar Republik, ha mont e-barzh an Unvaniezh Sakr, en desped d’ar politikerezh enep-kloer a oa en e uhelañ e 1905 gant lezenn an Disparti etre an Ilizoù hag ar Stad. Pa oa bet lakaet homañ da dalvezout, ha graet iñvantorioù eus madoù an Iliz, e oa savet bec’h e Bro-C’hall ha muioc’h c’hoazh e Breizh ma oa bet dibosubl renabliñ ar madoù-se, ken kreñv ma oa bet an enebiezh a-berzh ar veleien hag ar barrezianiz.
Tra ma vez harpet ar Stad gant an Iliz dirak an enebourien alaman, e c’houlenn evelkent ouzh ar Republik cheñch politikerezh hag anzaviñ e oa bet direizh en he c’heñver.
Ar feiz vrogar zo splann hag anat pa weler beleien o vont d’an talbenn, peogwir ez eo ret dezho ober o c’hoñje abaoe ar bloaz 1889 ( « ar veleien, ur sac’h war o c’hein »). Da skouer, en eskopti Gwened, ez eo 625 beleg a voe mobilizet. Kaset e veze ar re yaouankañ d’an emgann, tra ma veze lakaet ar re goshañ e-barzh ar servijoù yec’hed.
Ouzhpenn-se, dre berzh ul lezenn embannet e 1913, e c’heller kaout aluzonerien en armeoù, hag adalek miz Du 1914 e kemer ar Stad e karg an dic’haou paeet d’an aluzonerien a zo kontant da vont war an talbenn. E Breizh koulz hag e Bro-C’hall eta, dirak pirilh ar brezel, ez eo tostaet an Iliz hag ar Stad an eil d’eben, betek gwelet an eil oc’h ober war-dro abostolerezh katolik eben e-touez an armeoù zoken.
Ar vro vihan hag ar vro vras a-gevred
Ha pouez an Emsav broadelour breizhat neuze ’ta, o nac’hañ kemer perzh er brezel evit ur vro ha ne oa ket e hini ? Ur c’hentañ Strollad Broadel Breizh a oa bet savet e 1911, nebeut-nebeut a izili ennañ avat, deuet eus ar vegenn sevenadurel, ha pell a vezañ gouest da levezoniñ menoioù an dud. Identelezh ar Vretoned a chome stag c’hoazh en o askre ouzh pep a vro, broioù Breizh eta, a lodenne homañ etre meur a rannbarzh dezho pep a identelezh ivez, evel Bro-Gwened, Bro-Leon peotramant ar Vro-Vigoudenn. Kant bro kant giz, hag harzoù ouzhpenn-se etre Breizh-Uhel ha Breizh-Izel, peogwir e veze komzet gallaoueg diouzh un tu ha brezhoneg diouzh an tu all.
Unanet fas d’an Alamaned barbar
A-benn ar fin, koulz gant ar sindikadoù, ar strolladoù sokialour hag an Iliz aet a-du gant an Unvaniezh Sakr, koulz gant gwander ar vroadelouriezh, kement tra a lakae Breizh heñvel ouzh ar rannvroioù all e Frañs pa strakas ar brezel. Eno ivez e voe savet an Unvaniezh Sakr ouzh tagadenn an impalaeriezh alaman.
N’eus ket bet muioc’h a soudarded disuj e Breizh eget e lec’h all, mont a rae kuit ar baotred d’an talbenn gant ar soñj e oa o dlead an hini e oant oc’h ober. Sanket e oa bet ar garantez-vro don en o fennoù gant ar Republik hag hec’h ensavadurioù. Er servij-soudard hag er skolioù publik e veze fougeet gant ar garantez-vro evit Frañs, sklêrijenn ar sevenadur, a ranked diwall ha difenn. An Iliz ivez a yae da heul al luskad brogarour, evel ma weler gant pedennoù ar soudarded d’ar Werc’hez hag a echue gant « Vive la France ».
592 000 den eo a zo bet galvet en holl a-ziabarzh ar broviñs kozh, 50 000 anezho war vor. Mojenn ar soudarded fleuriet o fuzuilhoù o vont d’ar brezel n’eo ket gwir, nag e Breizh nag e lec’h all. O flanedenn e oa, nerzh-kalon a oa da gaout, setu ar santimantoù a rene kentoc’h e-touez ar siviled koulz hag ar soudarded pa yae kuit ar re-se d’ar brezel, hag an holl da glask krediñ ne badfe ket pell hemañ.