E deroù miz Eost 1914, Emille Masson, kelenner e Pondi, skrivagner, prederour ha lenneg engouestlet abaoe afer Dreyfus, a zo sorbet gant prientiñ niverenn 20 BRUG, e gelaouenn dyvyezhek ha dispac’hel az a da gaout kouerien Breizh.
Arsavet eo embann ar gelaouenn BRUG gant ar brezel hag e genlabourerien a zo dalc’het pell gantañ.
Treuslatet net gant al lazhadegoù pemdeziek, ne c’houzañv ket Emile Masson abostolerezh brogarour an Unvaniezh sakr, ar c’homzoù diehan leun a gasoni ouzh an enebour. Enebet ouzh ar brezel hag ar feulster, ne c’houzañv ket ar mennoz d’ober gant ur fuzuilh. Disluet eo evit abegoù yerc’hed hag e lak neuze e holl nerzh da stourm a-enep ar brezel.
Ar beoc’helourien a ya d’ober un dornad tud. Perc’hed ar «feazegezh » a zo lakaet war o chouk ha tud laosk ha treitourien d’ar vro e vez graet anezho, evezhiet, keisiaet int ha kondaonet a-wechou.
Daoust d’ar c’hontrollerezh hag e-unan-penn e Pondi, Emile Masson a zeu a-benn da eskemm lizhiri gant Romain Rolland hag an neubeut tud enebet ouzh ar brezel.
Gant Elsie Masson, e wreg, e kemer perzh en holl kelaouennigoù peoc’helour a dala ouzh ar moustrerezh.
E miz Genver 1916, e « C’halv d’ar Peoc’h », skignet dre guzh a echu gant ar gerioù « Ra vo milliget ar brezel ! ».
E-pad ar brezel, e skridoù a zifenn mennozioù an arbenniñ a goustiañs hag ar peoc’haat ouzh broioù Europa-all. « Diaesoc’h eo da ziorren un den eget lazhañ dek » a haer Emile Masson, feal d’e stourm evit an deskadurezh pobl. En e oberenn Utopie des Iles bienheureuses dans le Pacifique e tiskriv ur gevredigezh divrezel a-drugarez da zeskadurezh ar vugale d’an anfeulster.