Harp rezistanted Breizh d’an taol-argad

Aozer : Hubert Chémereau / Ebrel 2019
Dic’hortoz ha dilo e rank un taol-argad bezañ evit tizhout e bal. Hollbouezus eo eta, kent skeiñ, titoura ha dielfennañ an titouroù bet dastumet war al lec’h.

Adalek an hañvezh 1940 e voe savet rouedadoù rezistanted diframm awalc’h e Sant-Nazer. Ne badent ket pell avat dindan heskinerezh an Alamaned. Diaes eo goût c’hoazh e gwirionez pet den ha piv resis a oa engouestlet er rezistañs eno, ken treut eo an dielloù, war-bouez ar re bet embannet gant ar Vreizhveuriz.

Hollbouezus e voe avat resisted an titouroù niverus bet dastumet gant rouedadoù ar rezistañs e Sant-Nazer, kerkent ha deizioù kentañ an ac’hubiñ. Tudennoù e darempred gant servijoù ar Rouantelezh-Unanet dreist-holl zo bet degaset war-wel gant meur a istorour saoz hag amerikan.

N’eus nemet un den avat hag a voe enoret gant ar Vreizhveuriz evit bezañ bet perzh eus aozadur an taol war al lec’h : an arzour hag etnologour René-Yves Creston, eus Sant-Nazer, ezel eus ar Seiz Breur. E 1946 e voe roet dezhañ ar Certificate of Service, sinet gant dorn ar field marshal B.L. Montgomery. Tutaet en doa Creston ur strollad Nazeriz, André Batillat, Tisavour ar Seiz Breur en o zouez, dre e liammoù gant rouedad Mirdi Mab-den e Pariz. Tudennoù all a anavezer, evel Henri Mouren, ijinour ar verdearurezh, stag ouzh ar rouedad Alliance, pe Hugues Mainguy, ur polisour eus Sant-Nazer hag a gasas plañioù diazlec’h listri-spluj Sant-Nazer d’ar pastol skosat Donald Caskie, staliet e Marsilha, a laboure evit an MI6.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Harp rezistanted Breizh d’an taol-argad », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/04/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/harp-rezistanted-breizh-d-an-taol-argad

Blumeson, Martin, Le Réseau du Musée de l’Homme, Paris, Le Seuil, 1979

Monnier, Jean-Jacques, Résistance et conscience bretonne, 1940-1945, Fouesnant, Yoran Embanner, 2007

Chémereau, Hubert, « Hugues Mainguy, le Nazairien qui livra les plans de la base de sous-marins aux Britanniques », Place Publique, n° 46, Juillet-Août 2014, p 127 - p 130.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù