D’an 12 a viz genver 1941 ez urzhias Hitler ma vije kaset ar vag hobregonet Tirpitz en ur fjord e Noriya. Ken kreñv e oa ar vatimant-se ken ne oa bag ebet all evit mont a-benn dezhi. Boueta Breizh-Veur an hini a lakae honnezh en arvar ha dañjer vras a oa ivez ec’h afe da gaout flodad alaman Brest evit mont betek porzh Sant-Nazer da vezañ adkempennet eno. Ken gwazh ken e oa savet mall bras e Churchill tapout he sparlañ mod pe vod. Goulenn a reas neuze ma vije studiet ar mod da zistrujañ ar poull-sec’h Joubert. Karget e voe Lord Mountbatten, Kenurzhier meur an taolioù argad etre an armeoù saoz, hag etre ar re-se hag armeoù ar Re-Unanet, d’ober war-dro an taol-se, a voe graet « Chariot » dioutañ adal neuze.
D’ar 25 a viz c’hwevrer 1942 ez urzhias pennoù-bras an arme saoz enrollañ gwazed evit kas an taol-se da vad. Goût mat a ouie ar Saozon e oa staliet 6 000 soudard alaman e Sant-Nazer, gante pezhioù kanolioù o tifenn genou al Liger. Titouroù e-leizh diwar porzh Sant-Nazer a oa bet rastellet gante avat, gant sikour ar rezistanted a oa war al lec’h : peadra da vagañ ijin frouezhus arbennigourien saoz an tarvañ.
Ar vag Campbeltown, kleze hud ar morlu breizhveuriat
Divizet e voe implijout al lestr-distrujer kozh US Buchanan da zifoñsañ dor ar poull-sec’h Joubert evit ma c’hellje komañdoioù dilestrañ ennañ. E korf dek devezh e voe treuzfurmet al lestr kozh e Devonport betek lakaat tres ul lestr-tarzher alaman warnañ. Neuze e voe karget gant danvez-tarzh sof-kont evit ma vije distrujet dor ar poull-sec’h gant ur vombezenn war zilerc’h. Dibaouez e pleustras ar c’homañdoioù e porzhioù-mor Caerdydd ha Southampton adal neuze evit dont da vezañ gouest, pa vije deuet ar c’houlz, da staliañ danvez-tarzh ar buanañ ma c’hallent e lec’hioù sañsuplañ ar poull-sec’h Joubert ha porzh Sant-Nazer.
Taolioù mistri war-vor hag er brezel war un dro
D’ar 26 a viz meurzh 1942 e kuitaas porzh Falmouth ur flodad daou lestr-distrujer ha seitek bag-tizh, asambles gant ar vatimant hobregonet Campbeltown, 345 martolod ha 264 komañdo warne. Toullañ o hent etre al listri-spluj alaman U-boot ha batimañtoù ar c’h/Kriegsmarine a ranke bigi ar Royal Navy ober. E daouarn ampart ar sonterien e voe fiziet tonkad ar flodad adal neuze, e-kreiz an noz hag e mesk ar minoù-tarzh bet hadet gant an enebour diouzh un tu, ha reuzeulioù ha peñseoù kozh genou al Liger diouzh an tu all.
Hag ar flodad da doullañ e hent etrezek porzh ar Roc’hell neuze, kement ha touellañ an enebour, kent distreiñ a-daol trumm war-zu Sant-Nazer dre un hent-mor dic’hortoz na veze ket graet gantañ ken. Boemet-lip e voe an Alamaned pa ne oant ket bet evit ijinañ e c’hellje batimantoù saoz dont eus ar c’hreisteiz, en desped da gement boazamant a oa. En tu all d’an taol-kaer kaset gant ar c’homañdoioù, e voe c’hoariet un dro verdeiñ eus ar c’haerañ gant ar Royal Navy eta o tapout kas d’o fal e-giz-se ar vatimant Campbeltown hag al listri-tizh a oa ouzh hec’h ambroug.
Da 1h27 diouzh ar beure e voe degaset banniel ar c’h/Kriegsmarine d’an traoñ ha kaset banniel gwenn ha ruz Kroaz Sant-Jord da veg gwern uhelañ ar C’hampbeltown. Sabatuet e voe an Alamaned… kent reiñ tan dezhi kement ha ken gwazh ken e voe sklêrijennet genou al Liger gant an tangwall a dapas krog el listri-tizh. Ar C’hampbeltown avat a zalc’has da reiñ tizh en tu all da 20 skoulm betek dont da skeiñ a-benn da dor ar poull-sec’h Joubert. Da 1h34 e krogas emgann Sant-Nazer. Tapout a reas ar c’homañdoioù distrujañ elfennoù pouezusañ ar porzh-mor. Evit an distro avat ne oa ket bet prientet ken brav all : ne dapas nemet pemp lestr-tizh, 222 a vartoloded hag a gomandoioù warne, kuitaat porzh Sant-Nazer. Ar re ne oant ket bet evit lestrañ e koulz, enket gant ar mor, a zalc’has da dalañ ouzh tan an enebour oc’h ober eus kêr gozh Sant-Nazer o lec’h kreñv diwezhañ. Anavezet e voe o nerzh-kalon gant an Alamanted zoken a lidas salud an armoù evit enoriñ an argadourien bet lazhet en emgann-se.
Da 11h30 diouzh ar beure, dres pa oa ar gomision enklask alaman war ar vatimant, e krenas kêr Sant-Nazer gant ur pezh tarzhadenn. Tarzhet e oa al lestr-distrujer, o lazhañ ouzhpenn kant soudard, ur c’halz a ofisourien en o zouez. Ken kreñv en em daolas an dour er poull ken e voe bountet ar C’hampbeltown betek an hanter anezhañ. Divent e oa an distrujoù. Splann e oa e oa fin gant bod nemetañ an Tirpitz e Breizh. Ha pa ‘z embannas propaganda gouarnamant Vichy ha hini an nazied e oa bet an argadenn Chariot ur c’hwitadenn, ez anzavas an arme alaman ar c’hontrefed en he danevell guzh. Neuze e lemas Hitler bagadoù soudarded diwar talbenn Rusia d’o c’has da greñvaat an difennoù alaman war talbenn ar c’hornog.
Bet troet diwar ar galleg gant : Jean-Do Robin