Istor an tourioù-tan e Breizh

Aozer : Jean-Christophe Fichou / Gwengolo 2020
Unan eus skeudennoù Breizh eo an tourioù-tan pa n’haller ket ijinañ aodoù ar vro kuit eus ar savadurioù-se a dalv o anvioù koulz ha pedadennoù da lestrañ war-zu an donvor : Kereon, ar Gazeg pe Ar-Maen, an hini brudetañ anezhe. Kalz pelloc’h evit arvor Breizh en em astenn istor an tourioù-tan avat.

Servij an tourioù-tan

Betek miz gwengolo 1791 e veze meret an ugent bennak a c’houleier bet staliet a-hed aodoù ar rouantelezh gant ensavadurioù a bep seurt, koulz prevez ha publik anezhe. Ken gwazh e oa stad ar gouleier-se avat ma tivizas ar pennoù-bras, d’ar 15 a viz gwengolo 1792, krouiñ ur velestradurezh a-ratozh evit klask lakaat an traoù en o reizh. Dindan veli ar Stad en em gavas gouleier an aod eta ha n’eo ket etre daouarn dileuridi marc’hadourien ar broviñs pe ar gomun ken, evel ma oa betek neuze. En ur mod zo eus an tourioù-tan, e Breizh evel war aodoù all ar rouantelezh, un arouez eus galloud brasoc’h-brasañ ar Stad bet ganet gant an Dispac’h e 1789. Rak ur reolenn-stur dibleg an hini a voe diazezet lezenn 1792 warni : reolenn nevez unander ar merañ hag an divizout, harp ouzh un termenadur strizh eus kargoù ar Stad evit a selle ouzh an heñchañ ar vor.

Tour-tan al Lege e Sant-Brieg. Kartenn bost. Le Carton Voyageur : AA00022902

Tamm-ha-tamm e kollas ar morlu a oa e-karg eus an dra betek neuze, e veli warnañ, ha d’ar 7 a viz meurzh 1806 e tivizas Napoleon kas e vererezh da vat da velestradurezh ar Pontoù hag an Hentoù. Ar « Poñzechaose » eta en em gavas e-karg ar sevel hag ar c’hempenn kement bonn-henchañ a oa adal neuze. Evit afer-se ne voe ket staget gant chanter bras ar savadurioù publik ac’hann da fin brezelioù Napoleon, diwar divizoù komision an tourioù-tan bet krouet e 1811 ha bet lakaet en he fenn, e miz mae 1819, Augustin Fresnel, ijinour ar Pontoù anezhañ. Asambles gant ar c’habiten de Rossel e stagas hennezh gant ur raktres sklêrijennañ aodoù Bro-Frañs hag a voe dispaket gantañ e miz mae 1825.

Diazezet e oa ar raktres bras-se war tri seurt gouleier : merkoù douarañ, merkoù hedañ (tourioù-tan eus an eil tour-tan douarañ d’egile) ha leternioù ar porzhioù. Harp ouzh an ardivinkoù bet ijinet gant Augustin Fresnel evit kreñvaat nerzh al lampoù hag ar gwerinier a oa da vezañ staliet en tourioù-tan, e termenas ar gomision diazezoù pennañ gwikefre diazez sklêrijennañ an aodoù a voe degemeret da vat d’an 9 a viz gwengolo 1825. 51 tour-tan a oa ezhomm kaout, 28 anezhe er renk kentañ, 5 en eil, ha 18 en trede, gwerinier brudet Fesnel oute. 35 letern-porzh a oa da vezañ staliet ivez evit klokaat ar wikefre-se. Evit tizhout ar pal bet lakaet d’ar raktres e voe ret sevel un daou-ugent tour bennak, bet raktreset al lod brasañ anezhe dindan renerezh Leonce Reynaud, ijinour ar Pontoù hag an Hentoù, a zeuas da vezañ rener Servij an Tourioù-tan e-pad eizh vloaz ha tregont.

Raktresoù bras

D’an 20 a viz gouere 1823 e voe staliet evit ar wech kentañ, war tour Kordouan, e genoù ar Gironde, ur ferenn greskiñ bet ijinet ha fardet gant Fresnel. Kaout trawalc’h a savadurioù evit dont a benn gant ar raktres, aze e voe an dalc’h adal neuze. Kement ha krennañ war an dispignoù e voe klasket ober gant savadurioù a oa dioute c’hoazh da gentañ, evel tour de l’Aiguillon e Sant-Nazer pe tour-tan kozh ar Stiv war Enez Eusa, pe c’hoazh tour bras iliz Plougerne. E 1827, e Beg ar C’havr e voe savet ar c’hentañ tour a-ratozh evit ma vije ur ferenn-greskiñ outañ. Stagañ a raed neuze gant ur pezh programm hag a roas gouloù da veur a dour-tan, evel hini Barfleur e 1835, an hini uhelañ er bed. En donvor e voe savet tourioù war gerreg Klezeioù Landreger, sko ouzh Enez Vriad, hag e La Hague.

Gant Bro-Frañs e oa efedusañ servij an tourioù-tan hag ar balizennoù e 1860. Adtapet mat e oa bet he dale ganti en ur ober 40 vloaz, p’en em gave pell a-dreñv Breizh-veur hag an Izelvroioù kentoc’h. Ferennoù-kreskiñ mod Fresnel a veze fardet e uzinioù Pariz ne oa ket kreñvoc’h evite, hag anavezet e oa an teknik-se evel an hini gwellañ hag azasañ e kement bro porzhioù-mor enni. Evit afer-se e talc’he Servij an tourioù-tan da sevel muioc’h-mui a dourioù, e Breizh dreistholl.

Dre ma kaved ne oa ket bonnet mat-awalc’h biojoù zo e voe savet tourioù all na oant ket bet raktreset e 1825, tour-tan an Triagozh ha hini ar C’hreac’h war Enez Eusa paneveken. Bep m’ac’h ae an teknikoù war-raok e stage ar Servij gant sevel tourioù tan e lec’hioù digenvesoc’h-digenvesañ : Ar-Maen, ar Gazeg, Kereon… Kerreg gwall vrudet anezhe ma skedas hiviziken gouleier e penn uhelañ an tourioù meurdezus bet pintet warne. Sko ouzh ar chanterioù ramzel-se e voe kaset raktresoù all hag a veze graet « a eil renk » dioute, ha pa ne oant ket ken dister-se koulskoude, 300 tourell bonnañ diouzh an deiz o vont d’o ober, an div drederenn dioute e Breizh.

Ar gwikefreoù bet ijinet, staliet ha kempennet gant ar servij-se evit aezetaat ar verdeadurezh n’int ket ken pouezus-se ken, abaoe ma raer gant teknikoù all, ar GPS da skouer, harp ouzh al loarelloù. Ur perzh bras o deus c’hoazh evit afer-se ha talvoudus e chom kefridioù Servij an Tourioù-tan hag ar Balizennoù : kempenn hag astenn rouedad ar bonnañ war an aodoù, ha teurel evezh dibaouez ouzh mont-en-dro reizhadoù modern skoazell ar merdeiñ. N’eo ket gwall aezet avat kas an emgefrekat war un dro gant merererzh ar savadurioù-se, deuet da vezañ pezhioù meur eus ar glad… p’emañ darn dioute en donvor ha ken rust o biojoù ken ne c’hell ket kalz a dud tostaat oute.

 

 

Bet troet diwar ar galleg gant Jean-Do Robin

Levrlennadurezh

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité