Tour-tan Kereon

Aozer : Jean-Christophe Fichou / Gwengolo 2020

O paouez kregiñ gant chanter ar Gazeg e oad d’ar 17 a viz even 1907 pa roas Komision an tourioù-tan hec’h aotre da sevel un dourell vetoñs war garreg Maen-Teñsell e Mervent Enez Eusa. Darvoudoù diavaez a zegasas cheñchamantoù bras d’ar raktres-se avat pa ginnigas an Itron Jules le Baudry reiñ he lod da souten al labourioù, kement a 580 000 a lurioù aour ‘pez soñj !... gant ma vije graet Kereon eus an tour-tan-se, kement hag enoriñ unan eus he hendadoù. Ne reas ket ar gomision he beg m’en argas ouzh ar yalc’had dic’hortoz-se hag aotreet e voe ganti kas an dispignoù da 750 000 lur en holl. Hag ar chanter da vont war-raok neuze. Ne oa ket kistion a dourell ken avat gant an arc’hant bras-se : un tour, ya, hag unan mein benerezh e fust, ledan awalc’h da lojañ tud ennañ, savet war ar sichenn vetoñs a oa diouti c’hoazh. Gant ar bras ma oa ar savadur ha gant an ezhomm a oa kaout goudor d’an dud ha d’an dafar, e voe astennet ar gwarezoù en tu all d’ar reolennoù boas, en tu all zoken d’ar re bet lakaet e pleustr a-viskoazh er bed a-bezh evit un tour-tan en donvor. A-benn ar fin e savas an dispignoù da 975 000 lur, peadra d’ober eus Kereon kerañ tour-tan ar c’houlz-se, hag an hini kreñvañ ivez ha pa ne seblant ket bezañ p’e weler eus a-bell a rez an dour.

Enaouet e voe e c’houleier d’ar 25 a viz here 1916. Ur gwir monumant zo e gwirionez eus an tour-tan-se, an hini diwezhañ bet savet e Bro-Frañs, ur bamm e pep keñver, hini an teknik pe hini an disavouriezh. Biskoazh ne oa bet par d’an diabarzh anezhañ ha biken n’eus bet abaoe, lorc’hus ken e oa : lambrusk derv Hungaria, plañcheris derv marellet gant koad ebenn hag akajou, marelligoù war mogerioù e viñs, gweleoù kloz kizellet… Emgefrekaet e voe d’an 29 a viz genver 2004 ha lakaet war renk ar monumantoù istorel d’ar 14 a viz meurzh 2016.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Christophe Fichou, « Tour-tan Kereon », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/tour-tan-kereon

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité