Istor ar c’hoariva e brezhoneg

Aozer : François Labbé / Du 2018
E Breizh koulz hag e lec’h all e c’heller anzav eo gwriziennet a‑gozh ar c’hoariva, pe e vefe gant e wrizioù relijiel pe disakr, e Breizh-Izel pe e Breizh-Uhel, pe zoken er c’hêrioù ma veze kaozeet Galleg gant an darn vrasañ. Eus ur c’hoariva resis e vo graet kaoz aze, an hini bet skrivet e Brezhoneg.

Orin ar c’hoariva e brezhoneg

Abred-tre ez eus bet eus ur c’hoariva pobl savet gant ar vrezhonegerien en o yezh. Pa oa o studiañ an Hen-Vrezhoneg (VIvet-XIvet kantved) eo e oa bet kendrec’het Leon Fleuriot e oa eus «un doare c’hoariva henvroad, lec’h ma veze lakaet war-wel al luadenned hag ar farouelled ». Met n’eo ket a-unvan an istorourien war orin ar c’hoariva e Brezhoneg. Evit Teodor Kervarker, e oa un arz bet diorroet adalek an Hen-amzer. Evit Anatol ar Bras, er c’hontrol, e oa un arz deuet nevesoc’h zo da Vreizh, er Grennamzer, erru gant ar Galleg er vro. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1960 e klask Lucien Blocklander sevel ur respont etre daou, hag e vefe deuet awen ar c’hoariva pobl diwar ar Galleg, ha kresket gant elfennoù sevenadurel Breizh. Abaoe 2015 e tiskler Ifig ar Berr n’eo deuet da vout poblek ar c’hoariva brezhonek goude an Dispac’h gall nemetken, pa ne c’heller ket kaout un anaoudegezh resis dioutañ a-raok ar mare-se.

Er-maez e veze c’hoariet pezhioù peurliesañ, ha reiñ a rae lusk da vuhez an dud e kêr. Kontañ a ra Fañch an Uhel penaos, e-doug ar beilhadegoù, e veze frank an dud da c’hoari pe dibunañ arvestoù diwar ar pezhioù-c’hoari. Ha ma oa tres ar relijion war ar c’hoariva peurliesañ, meur a arvest profan a veze mesket ennañ koulskoude, ha lod anezho gwirvoudel a-walc’h, evel an hini o tiskouez ar Werc’hez o wilioudiñ ! Degas a ra ar marc’heg de Fréminville ma veze, e penn-kentañ an XIXvet kantved, «taolennoù c’hoariva kaset da benn gant peizanted Breizh-izel [...] e-kreiz ur park pe ul lanneg. Ha resisadurioù ouzhpenn digant ar saoz Asolphus Trollope : « War ur foñs moger wenn kinklet gant bokedoù lore ha bleunioù gouez, ha daou pe dri engravadur e liv, bet kaset diouzh an tiez tro-dro ha dibabet gant abeg pe get, skeudennoù Bonapart hag ar Werc’hez ».

Pell amzer eo bet lavaret ne veze nemet un toullad kanaouennoù pe barzhonegoù diwar an hengoun dre gomz az ae d’ober ar vuhez lennegel e Brezhoneg. N’eo ket gwir tamm ebet, hag aze emañ ar c’hoariva evit diskouez ar wirionez, pa’ z eus bet miret war-dro 250 dornskrid e Brezhoneg, skrivet pe moullet etre ar bloaz 1350 ha brezel 1870. Erru eo an diskar memestra e dibenn an XIXvet kantved, pa ne veze anavezet ar c’hoariva nemet e bro-Dreger hag e bro-Wened hepken.

Abadenn vrudet Plouyann, bet kaset d'ar 14 a viz Eost 1898, a ziskouez ur c’hemm koulskoude, hag un azginivelezh, pe d’an nebeutañ un nevezadur a-drugarez da skrivagnerien varrek a zo bet embannet o oberennoù, evel Job ar Bayon pe Tangi Malmanche, a-raok ma vefe eus mouezhioù brudet all : Jakez Riou, Roparz Hemon, Jarl Priel, Per-Jakez Helias... Evezh a ranker teurel memestra : rak daou-duek eo red an darvoudoù : tra ma komzer nebeutoc’h Brezhoneg war ar maezioù, e teu war-c’horre en-dro ur c’hoariva pobl, met war-zu tuioù kontrol a-wechoù ! Job ar Bayon, da skouer, a gav dezhañ emañ war roudoù an hengoun a-gozh pa glask kas da vev en-dro ar c’hoariva relijiel; Diouzh e du e klask Roparz Hemon digeriñ bed ar c’hoariva war-zu ar vodernelezh er bloavezhioù 1920-1940.

C’hoariva arnevez en brezhoneg

Setu an hent a glask kemer Yaouankiz Labourerien-douar Katolik (YLK) a glask kas skignañ mouezh ar vodernelezh adalek ar bloavezhioù 1930, gant ar c’hoariva a roio ar gaoz d’ar beizanted yaouank. Er bloavezhioù 1960 e voe savet ur gevredigezh stag diouzh Kevredad Katolik ar C’hoariva Amatour (KKCA), a zeuas da vezañ goude-se Arzh ar C’hoariva ha Sevenadur (ACS) e Roazhon hag er Mor-bihan) a ginnigas stummadurioù d’an holl re a felle dezho ober anaoudegezh gant ar c’hoariva a-youl vat a galite. Dres d’ar mare-se e oa krog Roje Laouenan gant e Strollad Beilhadegoù Treger. Plas a veze roet aze d’ar c’hoariva, a-drugarez da dud evel Fañch Danno da skouer, ha berzh bras o doa graet, e-giz ma vefent arouez un azginivelezh sevenadurel da zont er bloavezhioù 1970. Hag ar mediaoù modern da gemer o lod el lañs n evez-se, gant Per Jakez Helias ha Per Trepos o reiñ ton d’ar c’hoariva dre o fezhioù berr poblek en abadennoù e Brezhoneg. E 1963 en deus graet berzh pezh-c’hoari Tangi Malmanche Gurvan bet leurennet gant Jean Moign. Kendalc’het en deus gant oberennoù Jakez Riou a-raok en em ouestlañ d’ur c’hoariva evit ar skolidi, ha deuet eo a-benn da dizhout un niver bras anezho etre 1970 ha 1980, gant pezhioù-c’hoari klaseloc’h ar wech-mañ, met ivez gant krouidigezhioù ha pezhioù azasaet diwar ar c’hoariva brezhonek. E Pariz zoken en deus klasket sevel ur C’hoariva an arzoù Keltiek. Hag e 1983 eo ganet Gouel ar C’hoariva a-youl vat e Lizio, deuet da vout Gouel Josilin hiriv an deiz.

Bev-mat eo eta ar c’hoariva brezhonek. N’eus ket pell c’hoazh, d’an 3 a viz Here 2016 eo bet c’hoariet Kou, stumm galleg pezh-c’hoari farsus Tangi Malmanche, leurennet gant Nell Reymond, war leurenn ar c’hoariva brudet La Huchette.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : François Labbé, « Istor ar c’hoariva e brezhoneg », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/11/2018.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/istor-ar-c-hoariva-e-brezhoneg

Bloklander Lucien, « Arlequin dans le théâtre breton », Annales de Bretagne et des pays de l’Ouest, tome 68, n° 4, 1961, p. 529-599.

Gourlay Patrick, Le renouveau du théâtre populaire breton, Spézet, Coop Breizh, 2016.

Le Berre Yves, « Le théâtre en breton aux XVIe, XVIIe et XVIIIe siècles », Littératures classiques, 2015/2, n° 87, p. 271-283.

Le Menn Gwennole, Histoire du théâtre populaire breton, XVe-XIXe siècles, Skol et Dastum, 1983.

Piriou Jean-Pierre, « Une expérience de théâtre en langue bretonne dans le Trégor de 1959 à 1965 », Annales de Bretagne et des pays de l’Ouest, tome 92, n° 3, 1985, p. 289-308.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité

Dielloù e liamm war Bretania.bzh