Jean Moulin : un den mac’homet ?

Aozer : Erwan Le Gall / Genver 2021

A‑raok m’en doa graet an dibab da vont e‑barzh An arme kuzh ha da dapout ur renk eus an uhelañ er stourm dindan guzh, Jean Moulin en doa bet tro da ziskouez e ouie chom difrom e‑tal an dañjer, betek kaout dispriz evit e vuhez, ken ma ranker sevel ur goulenn diwar e benn. Prefed departamant an Eure-et-Loir e oa pa ’n em roas d’e «stourm kentañ» e‑tal an Alamaned, d’ar 17 a viz Even 1940, pa oa an departamant etre reuz an divroadeg ha freuz an alouberien o tegouezhout. Nac’hañ a reas sinañ ur « protokol » a oa sañset testeniañ eus taolioù euzhus a vefe bet kaset da benn gant soudarded Afrikan ar 26e rujumant tennataerien ar Senegal, ha gwelloc'h e kavas troc’hañ e goug dezhañ e‑unan kentoc’h eget plegañ e‑tal ofiserien Alaman o doa kredet implij an nerzh outañ. Saveteet e voe in extremis, memestra e chom ur jestr diaes‑mat da gompren a‑berzh ar prefed.

Moarvat e ranker teurel e kont an tu ideologel en afer‑se. Un den eus an tu‑kleiz eo Jean Moulin, un denelour hag a anavez mat‑tre doare gouennelour rik ar renad nazi, ha moarvat en deus graet an taol‑se evit mont da heul e gredenn. Prefed e oa, servijour ar Stad, ha moarvat en deus kredet ne c’hellfe ket talañ ouzh gwask an Alamaned. Aon en doa teurel an dizenor war e garg, ha divrudañ ar Frañs, ha lakaet en doa en e soñj da dec’hout kuit diouzh ar mod ar spontusañ.

Daoust da‑se, ha gant an dedennus an arguzennoù‑se, n’int ket trawalc’h evit kaout un displegadenn. Sur a‑walc’h e ranker teurel kont e oa bet ganet Jean Moulin er bloaz 1899, ha ma oa bet tost‑tre da vont er Brezel Bras, n’en doa ket kemeret perzh ennañ memestra. Mobilizet e oa bet e miz Ebrel 1918, hag echuet e oa e sklasoù pa sonas an Armistis, d’an 11 a viz Du 1918. Pezh a c’heller gwelet evel ur chañs dic’hed gwelet eus tu ar XXIvet kantved a c’hell bezañ bet ur c’hloazadenn evit ar paotr yaouank hag a zo bet a‑hed e vuhez micherel e‑skoaz brezelerien gozh o doa bet tro da desteniañ eus o kalonegezh pa oant er fozioù. « Kemplezh Meurzh », evel ma rae outañ istorour Penn‑ar‑Bed Sébastien Carney, sed aze pezh a c’hellfe displegañ emzalc’h Jean Moulin devezh ar 17 a viz Even 1940 : gant aon da dremen e‑bioù d’an darvoud un eil gwech en doa kavet gwelloc’h mont a‑benn dezhañ a‑dal, kuit d’ober e zever betek re. Setu pezh zo kinniget gant Jean-Pierre Azéma, unan eus e skrivagnerien buhez gwellañ : « N’heller ket skarzhañ ar c’houlakadenn en defe soñjet […] e oa o vont da gaout emzalc’h ur stourmer da vat, pezh n’en doa ket gellet bezañ – pe gouezet bezañ – daou vloaz warn-ugent a oa ».

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Jean Moulin : un den mac’homet ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 12/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/jean-moulin-un-den-mac-homet

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité