Jean Ollivro
Jean Ollivro zo doktor war an douaroniezh, kelenner e Skol-veur Roazhon 2 hag e Skol-uhel ar studioù politikel e Roazhon. Arbennigour eo war terkerezh an tiriadoù ha diorroadur ar rannvroioù. Kaset eo bet ar pep brasañ eus e labour klaskerezh diwar an dezougen e Breizh. Skrivet en deus un dek bennak a levrioù hag embannet meur a bennad diwar ar c’hrefen-se. Prezidant ar gevredigezh Breizh-Diawel eo-eñ ivez.