Diskouez a ra an diell gentañ emdroadur ar poblañs etre 1851 (« ar c’hentañ niveridigezh da vat » hervez J. Dupâquier) ha 1999 (an niveridigezh hollek ziwezhañ bet kaset er Stad c’hall). En eil diell e weler an emdroadur a oa bet etre 1999 ha 2013, dre ur vetodologiezh nevez hag a ro tu da gaout sifroù pep komun a vloaz da vloaz.
Pa stroller an div gartenn-mañ e komprener spis emdroadur ar poblañ hag an diorren eus an eil lec’h d’egile abaoe deroù an dispac’h greantel betek an deizioù a-vremañ. Displegañ anezhe en ur mod simplaet a c’heller ober oc’h enebiñ tiriadoù zo an eil ouzh egile.
Breizhiz diwar ar maez ha Breizhiz ar c’hêrioù
Splann e weler an takadoù ruz ha ruvelen oc’h en em ledañ eus an eil kartenn d’eben, o tiskouez penaos eo bet sunet ar poblañs da vont d’ober meurgêrioù. Roazhon paneveken a oa 39 505 a annezidi anezhi e 1851, aet da 205 865 e 1999 ! Ma talc’her e kont, ouzhpenn-se, eus kresk ar c’homunioù tro-war-dro ec’h a tiriad-kêr Roazhon da ouzhpenn 700 000 a dud hiviziken. 140 komun ac’h a d’he ober, 40% eus o annezidi oberiant o labourat e kalon meurgêr Roazhon pe e polioù stag outi (teknopol Cesson-Sévigné).
114 komun 897 713 a annezidi dezhe ac’h a d’ober tiriad-kêr an Naoned, an 8vet anezhañ e-touez brasañ tiriadoù-kêr Bro-Frañs. Muioc’h dasparzhet eo ar c’hreizennoù-desachañ e Penn-ar-Bed. Tiriad-kêr Brest n’eus nemet 51 gomun, 303 484 a annezidi dezhe, o vont d’e ober. Peurliesañ avat, bep ma kresk kêrioù Breizh e tispak loarelloù digenvez en-dro dezhe ha pelloc’h-pellañ dioute abalamour d’ar chresk a vez lakaet neuze war priz an douar da sevel tier. Merzet mat e vez, war ar gartenn nevesañ, ar pouez a vez roet d’an hentoù bras gant an dud, pa sellont kentoc’h ouzh ar feur etre an hed hag an amzer evit na reont ouzh an hed e-unan (hent bras Roazhon-Sant-Malo). Kresk zo war boblañs an tiriadoù zo hanter-hent etre div gêr vras (Kastellin etre Brest ha Kemper) abalamour ma vez an eil pried hag egile o labourat eus e du en eil kêr pe eben, spletusoc’h dezhe rannañ amzer ha koust o beajoù pemdeziek ha marc’hadmatoc’h priz an douar war un dro.
Diouzh an tu all eo digresket a-galz annezidi an tiriadoù war ar maez, ar re anezhe a vev diwar al labour-douar dreist-holl, betek d’o niver bezañ rannet dre zek a-wechoù. An ardivinkaat el labour-douar ha diorroadur ar servijoù dre vras an hini zo pennkaoz d’an emdroadur dibleg-se.
Ar c’hemm etre an Argoad hag an Arvor
Ur c’hemm bras zo ivez etre an Arvor hag an Argoad. E-korf ur c’hantved hanter eo kresket a-galz poblañs an Arvor, dreistholl e su ar Vro. War an aod pe tost dioutañ emañ ar pep brasañ eus kêrioù bras hag eus kêrioù krenn Breizh, koulz abalamour d’ar meurgêriekaat ha d’ar fred bras zo bet war an aod d’ar c’houlz-se. Kresket e oa ar pesketaerezh greantel en eil hanterenn eus an XIXvet kantved da heul savidigezh ar friturioù e Naoned. En Arvor ivez, muioc’h evit e kreiz ar vro, eo bet broudet an ekonomiezh gant deroù an douristelezh ha gant diorroadur ar porzhioù-mor (an DCN e Brest hag en Oriant, ar morlu, ar sevel-listri e Sant-Nazer…). A-hed an aodoù an hini eo bet savet an hentoù pennañ o tegas d’an Arvor ar pep brasañ eus ar monedone war an douar. Evit an Argoad avat, chomet eo pell eus an hentoù bras na n’eo ket kresket da vat ar c’hêrioù ennañ. Chomet eo diabarzh ar vro gouestlet d’al labour-douar ha gouzañvet he deus e boblañs an divroañ diwar ar maez da heul an ardivinkaat pa n’eus bet diorret koulz lâret tachenn ekonomik all ebet ennañ.
Ar c’hemmoù etre ar reter hag ar c’hornog hag etre su ha norzh ar Vro
Aezet eo gwelout eo bet diorreet reter ar Vro muioc’h evit n’eo bet ar c’hornog pa soñjer e oa muioc’h a dud e Brest evit e Roazhon er bloavezh 1800…450 000 a annezidi nebeutoc’h evit e Breizh-Uhela oa e Breizh-Izel E 1850. Kresket eo ar c’hemm-se da 1, 4 milion a dud abaoe.
Diskouez mat a ra ar gartenn nevez ne ra an digempouez-se nemet kreskiñ, o tegas war-wel un dachenn dric’hornek etre reter an Oriant, su Sant-Malo ha gevred al liger-Atlantel, kreñv-tre kresk he foblañs. Ha pa sach Breizh muioc’h-mui a dud (600 000 a dud ouzhpenn etre 1999 ha 2013, da lâret eo war-dro 400 000 a annezidi ouzhpenn ar bloaz), ez eo dizingal-tre dasparzh ar c’hresk-se war ar Vro en he fezh. Abaoe deroù an hent-houarn eo bet laosket Breizh-Izel a-gostez ha gwashaet eo bet, bep m’eo bet kavet gwell gant ar Vretoned mont gant hentoù an douar (hentoù-houarn hag hentoù karr) kentoc’h evit derc’hel da dennañ o mad eus ar mor. Gwashaet eo bet an digempouez-se nevez zo c’hoazh pa zo krouet kreizennoù-ren hag aveadurioù a renk uhel e reter ar Vro (skolioù-meur, burevioù kuzulioù rannvro hag all…).
Diorreet eo bet su ar Vro, kêrioù brasoc’h eno, muioc’h evit n’eo bet an norzh, p’en deus tennet e vad eus ar fred war an donvor (an Oriant ha Sant-Nazer paneveken). O mad o deus tennet ivez aodoù su ar vro diouzh an amzer dousoc’h (war-dro 1,5° derez ouzhpenn ar bloaz, well-wazh) ha diouzh an emzalc’hioù heolgerc’h a gaver e pep lec’h e Bro-Frañs.
Tiriadoù kreiz ha pennoù-pellañ
Diskouez a ra ar gartenn ar perzh bras zo ivez gant an aveadurioù meur ha gant ar c’hêrioù aezet mont betek enno. Genou al Liger eo an dachenn bet kresket ar muiañ he foblañs, pell en tu all da efed bras an hentoù a gas betek eno. Tennet en deus an tiriad-se e vad eus aveadurioù meur evel pont Sant-Nazer hag eus takad greantel ar porzh-mor bet diorreet eno adalek ar bloavezhioù 1970 (porzh-mor Sant-Nazer, termenva metanlistri Montoir-de-Bretagne, termenva eoulistri Donges hag all…). Diouzh un tu all n’eus ket bet sachet kement a aveadurioù gant an tiriadoù o c’hozh hentoù. Evel-se emañ kont gant kêrioù Redon ha Karaez, war harzoù an departamantoù, pe ar rannvroioù zoken, ha pa ne oa ket dister o foblañs kentkoulskoude. Degas splann war wel a ra ar gartenn gentañ pegen noazus eo bevennoù an departamantoù ouzh diorroadur ar boblañs dre vras. Diskouez a ra ur wech c’hoazh pegen pouezus eo bet ar mod m’eo bet didroc’het tiriadoù ar strollegezhioù lec’hel ha lec’hiet an aveadurioù goude-se, evit brasañ mad pennkêrioù an departamantoù, o leuskel a-gostez maezioù hag a c’houzañv rak an diouer a hentoù ha rak o harlu war harzoù an departamantoù.
Douaroù plaen ha menezioù
An torosennadur, a-benn ar fin, a ranker derc’hel e kont ivez. Aezetoc’h e vez, evejust staliañ aveadurioù arnevez (takadoù greanterezh pe kenwerzh) war dachennoù plaenoc’h. Ha pa ne oant ket ken poblet-se da zigentañ e oa azas trowardroioù kêr Wened, da skouer, hag aodoù su ar Vro, dre vras, da seurt savadurioù. Er c’hontrefed e weler mat war ar gartenn penaos eo bet ar menezioù ur skoilh ouzh an aveiñ (Menez Are, Menezioù du, Méné zoken). Gwashaat a ra kement-mañ dilez an Arvor e norzh ar Vro (digresk ar boblañs en aberioù enket betek re, e Penn-ar-Bed). Ken gwir all e c’hell bezañ a gomun da gomun : evel-se emañ kont evit komunioù ar Fouilhez ha Tregarvan war uhelennoù Kastellin pe er Menez Are, digresket o foblañs muioc’h evit e forzh peseurt lec’h all en departamant.
Kement all a weler c’hoazh e Paimpont, komun uhelañ Il-ha-Gwilun. Bez e c’hell terkerezh an tiriad, pa vez afer gwareziñ maezioù gouez (norzh ar C’hab, koadegi ar Stad, micherioù ispisial d’ar geunioù e Dol pe er Brier) bezañ ur skoilh ouzh kresk ar boblañs ivez.
A-benn ar fin e c’heller sevel ar patrom simpl-awalc’h-mañ e stumm un daolenn :
Kresk ar boblañs | Digresk ar boblañs |
---|---|
Kêrioù | Maezioù |
Arvor | Argoad |
Reter | Kornog |
Su | Norzh |
Kroashent | Harzoù |
plaenennoù | Menezioù pe torosennoù |
Emañ an holl berzhioù mat gant gevred ar Vro, gant tiriad-kêr Naoned ha Sant-Nazer dreist-holl, bet ar brasañ kresk eno (un tiriad kêriekaet-mat, troet war an aod, su ha reter ar vro, plaen, hag all…). Er c’hontrefed emañ an digresk brasañ e kreiz-gwalarn ar Vro (war ar maez, pell eus an hentoù bras hag all…). Talvezout a ra ar patrom d’ar c’hêrioù eta, kerkoulz all, pa dap lañs Sant-Malo bezañ trec’h war hini Montroulez ha hini Gwened war hini Kemper, hag all…Kement ha ken splann ken e c’hellfed soñjal zo eus ur seurt tonkadur demografik diwanet diwar emdroadur hon c’hevredigezhioù dre vras.
Tiriadoù dibar
An obererezhioù avat, bet kaset amañ hag ahont, a ziskouez n’eus ket eus ur seurt tonkadur. Kêrioù damhañval ha tost an eil ouzh eben evel Lannuon ha Pempoull, da skouer, n’eo ket gant ar memes kammedoù int aet war-raok. Daougementet eo bet poblañs lannuon etre 1960 ha 1970 a-drugarez da staliadur ar CNET paneveken (ar pellgomzerezh da gentañ, an elektonegezh goude-se). Er memes mod, kêr birvidik ha greantel Gwitreg (enni ar brasañ tregantad a dud dilabour e Bro Frañs, ken ne oa « dazont ebet dezhi » hervez an DATAR er bloavezhioù 1960) n’eo ket koazhet he foblañs evel hini Felger, ha pa oa lañs warni gant honnezh d’ar c’houlz-se. Merzet e vez ivez ez eo arru diaes-tre bremañ d’ar c’homunioù a oa en em ouestlet divergont d’an douristelezh d’ar c’houlz ma oa en he far, derc’hel gant o foblañs-pad ha pa vez desachet touristed gante un daou pe dri miz ar bloaz (skampadeg vras diwar inizi Breizh rak priz an douar paneveken, komunioù an Arvor tost diannezet ha morgousket e-pad eizh miz eus ar bloaz). Er c’hontrefed ec’h adsav komunioù bihan bet tennet o mad gante eus startijenn ur patron bennak (la Gacilly gant Yves Rocher da skouer) pe bet divizet gante mont gant hentoù treuz (Tremargad). Reolennoù zo eta evit a sell eus ar poblañ ; tonkadur avat, n’eus ket. Trawalc’h e vez, a-wechoù, gant ur choaz pe gant un den evit ma c’hellfe un tiriad sachañ e rod er-maez eus ar skosell.