Jiboesaat an dourgon

Aozer : François de Beaulieu / C’hwevrer 2025

E fin an 19vet kantved e voe degaset ha dibabet ur grifon a orin eus Bro-Saoz, an Otterhound, gant chaseourien war varc'h ar C'hornôg. E anv, a dalvez « ki evit chaseal an dourgon », a ziskouez mat e oa e vicher jiboesaat ar chas-dour, ur blijadur a oa diouzh ar c'hiz tramor, neuze. Er skrid embannet gant ar c'hont Georges de Tinguy de Nesmy e vez danevellet ar chase-se pa oa en e vog. Re vihan e oa niver ar jiboesaourien, avat, evit ma kendalc'hfe. Met kustum e oa tud eus ar bobl da chaseal an dourgon ivez, ha kenderc'hel a rejont d'hen ober pelloc'h eget kreiz an 20vet kantved.

Chaseourien dourgon e Porzh Koton (Ar Gerveur). Chaseal an dourgon, pe c'hoazh al laboused-mor, a oa un dudi evit an douristed er Gerveur e penn-kentañ an 20vet kantved, evel ma weler ouzh ar gartenn-bost-mañ. Mammenn : Dastumadoù ekomirdi La Bintinais.

Pal kentañ ar chaseourien a oa gwerzhañ ar c'hrec'hin, rak priz ur c'hroc'hen a oa ken uhel ha gopr ur micherour douar e-pad ur miz, hervez a veze lavaret. Pechañ a oa an doare boas, ha gwelet e vez c'hoazh, e lec'hioù 'zo, mein enno un ask evit lakaat ar pech, a veze staget ouzh ar ribl gant ur chadenn. Lod eus ar chaseourien o doa chas arbennik a ziskoache an dourgon hag a rede war o lerc'h. Tennañ a rae ar chaseourien warno gant ur fuzuilh, neuze, beuziñ a raent anezho gant ur forc'h, pe pakañ a raent anezho gant rouedoù. Kaset e veze ar c'hrec'hin da feurerien ar gêr dostañ, pe gwerzhet e vezent e Gwengamp e foar vrudet ar gouezaj. Chaseourien 'zo a fougase o doa paket meur a gant anezho. Unan eus ar re vrudetañ, Marcel Quéméneur (1906-1998) eus Bulad-Pestivien, a voe an hini diwezhañ ivez. Magañ a rae ur bagadig chas, ennañ etre c'hwec'h hag eizh ki, ha chom a reas a-sav gant e vicher e 1962.

 

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : François de Beaulieu, « Jiboesaat an dourgon », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/02/2025.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/jiboesaat-an-dourgon

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù