Loened graet da vat evit bevañ en dour
Lank eo o c'horf, palvezek o favioù, ha ken stank o feur ken e konter betek 80 000 blevenn dre cm² enni. An avanked n'o deus ket ouzhpenn 23 000. Ouzh kroc'hen an avanked-Spagn hag ar razhed-musk (a veze savet evit o feur) ez eus betek 14 000 blevenn dre cm² d'ar gwellañ. Kompren a reer, neuze, perak e plije ar c'hrec'hin chas-dour d'ar feurerien, ha perak e tibabe an nijerien gentañ mantilli kroc'hen dourgon evit en em wareziñ rak ar yenijenn.
Droukkejañ a reer alies an dourgon ha vizoned Amerika, a weler kalz e stêrioù ha war aodoù Breizh, e-pad an deiz zoken. Bras eo an diforc'h a vent evelato : emañ pouez ur c'hi-dour etre 6 ha 10 kg, ha war-dro 1 kg evit ur vizon.
E-pad an noz e vev an dourgon dreist-holl. E-pad an deiz e tiskuizhont en o zoull, a vez kuzhet-mat gant ar struzh, dindan skod ur wezenn vras, en un douarenn gozh, etre meur a roc'h. Gwellañ tra evito a zo mont e-barzh dindan live an dour ha kaout ur gorzenn-aveliñ. Evit kempenn ar stêrioù e rank an dud e karg diwall mat, neuze, ha chom hep oberiañ tro-dro d'an toulloù kuzh-se. Enno e vez ganet etre unan ha tri c'holen gant ar parezed ivez. Etre c'hwec'h ha triwec'h miz-pad e chomint gant o mamm.
Kazi 80 % eus ar preizhoù paket ganto a zo pesked bihan o ment, met betek an hanter eus pouezh o bezañs a c'hell bezañ tousegi, raned, laboused (douryer), bronneged bihan (muenned dour, razhed-musk yaouank). Ledet eo tiriad chase pep ki-dour war 5 da 15 km ribl.
Diaes-tre eo arvestiñ ouzh an dourgon, met strewiñ a reont prouennoù o bezañs tro-dro dezho. A-walc'h eo d'an naturourien kavout anezho evit kontroliñ ha jediñ ar pobladoù anezho : roudoù war an traezhennoù, roudennoù e geot ar ribloù ha, dreist-holl, difankadennoù. Kagal eoulek int, leun a zrein hag a skant alies, c'hwezh ur seurt butun ganto. Servij a reont d'an dourgon da ziskouez emeur en o zaread.
Eus ar menezioù d'ar mor
Hervez ar skiantourien e veze kavet dourgon e kazi an holl zourredennoù e Breizh en 19vet kantvet, hag e lodennoù bras eus an arvor. E fin ar bloavezhioù 1970 e chome div boblad stank a-walc'h hag un nebeud kraoñelloù bihan war-skign, daoust d'an terkañ garv a oa bet graet en dourredennoù ha daoust ma vezent chaseet didruez. Kregiñ a reas neuze naturourien 'zo da c'houlenn groñs e vefe gwarezet ar spesad.
Eus un tu, lodennoù uhel diazadoù kornôg Kreiz-Breizh, staliet mat e meteier naturel dibar, o doa roet bod d'ur boblad virvidik a yae d'ober an div drederenn eus dourgon Breizh. Eus an tu all e veze graet ur pol all gant arvor Su ar vro, dezhañ takadoù gleborek bras (Geunieg ar Briver en o zouez). Ur studi c'henetek bet embannet e 2018 he deus diskouezet e oa disheñvel profiloù an div boblad : an hiniennoù o tont eus an takad a ya eus ar Mor Bihan betek Liger-Atlantel a denn eus poblad arvor an Atlantel, pa oa unvan-tre hiniennoù kornôg Kreiz-Breizh rak en distro e oan abaoe pell dija. Diwar ar graoñell-se en deus graet annez ar spesad en-dro, peurgetket. Menegomp memes tra e oa bet adc'hounezet diazad ar C'houenon gant ur graoñell vihan-tout eus an Normandi, hag ez eo gouest an dourgon da fiñval war hedoù bras, ar pezh a aesa ar meskaj genetek etrezo.
Ur wech ma oa bet gwarezet ar spesad hervez lezenn e 1981 e oa bet kroget gant ul labour war hirdermen evit harzañ digresk ar pobladoù dourgon. Kaset e veze da benn gant Strollad bronnegourien Breizh dreist-holl. E-touez abegoù diskar ar spesad, n'eo ket dister ar marv war an hentoù. E-touez 200 loen marv bet adkavet, 86 % anezho a oa bet stoket gant otoioù. Evit gwir, pa vez re greñv red an dour, pe, er c'hontrol, pa vez re izel e live, e kav gwelloc'h an dourgon tremen war ar pontoù kentoc'h eget dindan. Un hanter-kant pont dourgon bennak a voe savet el lec'hioù anavezet evit bezañ ar re zañjerusañ. Re nebeut eo c'hoazh e-keñver an 18 000 km heñchoù a zo er vro, hag he rouedad stank a zoureier.
Savet ez eus bet tost da 70 takad repuiñ ma ne vo ket direnket an dourgon enno, o sinañ koñvañsionoù gant perc'henned parkeier war ribloù ar stêrioù pe lennoù 'zo. Kalz a labour kelaouiñ a zo bet kaset da benn evit an derkourien, ar strollegezhioù, an hiniennoù hag ar c'hevredadoù pesketaerien. En takadoù ma ne veze ket kavet a c'houdorioù naturel ez eus bet savet toulloù artifisiel zoken, evel da skouer war ribl ar Goued, e-kichen Sant-Brieg.
An dourgon oc'h adc'hounit ar stêrioù
Abaoe ma oa bet krouet e 1988, Strollad bronnegourien Breizh en deus savet tamm-ha-tamm ur rouedad tud a zastum roudoù bezañs an dourgon. A-drugarez dezho e ouzer penaos o deus an dourgon adc'hounezet lec'hioù a rae tiriad ar spesad gwechall. Rannet eo bet ar rannvro e karrezioù 5 km o c'hostezioù. Mont a ra tud a-youl vat ha gopridi da arglask ingal, diwar-benn an adc'hounit kement hag el lec'hioù ma n'eus ket bet kavet roud ebet eus o bezañs e-pad pevar bloaz. Er gartenn savet evit atlas pad bronneged Breizh e veze kavet, e penn-kentañ ar bloaz 2024, betek 10 990 arsell bet dastumet gant 1 125 naturour.
Ar pezh a zo sur, en deiz a hiziv en deus adkavet ar spesad e lec'hioù-kreñv pennañ. N'eus nemet en Il-ha-Gwilen ma kaver c'hoazh takadoù gwenn ledan, ha takadoù m'eo rouez an arselloù enno, ar pezh a ziskouez eo gwastet ar meteier naturel da vat. Unan eus ar politikerezhioù gwareziñ an natur en deus graet berzh-mat e Breizh eo hennezh.
Bet troet diwar ar galleg gant Lena Catalan Marcos