John Nixon, abostol glaou-douar Kembre e Breizh

Aozer : Hubert Chémereau / Gwengolo 2020

Hañval ouzh tudennoù Jules Vernes e oa John Nixon. Un ijinour yaouank tanav e fri e oa pa zeuas da vezañ enporzhier kentañ glaou-douar Kembre e Breizh. E 1860, da goulz digoradur ofisiel e vengleuz e Mountain Ash e tegasas da soñj « e oa krog pep tra e Naoned evitañ ».

Ganet e oa bet Nixon e 1815 e kontelezh Durham e norzh Bro-Saoz. E 1829, pa oa-eñ war e bevarzek vloaz e stagas gant studioù seizh vloaz da zont da vezañ  ijinour ar mengleuzioù. E 1860 e verzas Nixon perzhioù dibar glaou Kembre evit an ardivinkoù dre dan, da goulz ur gefridi-studial. E 1841, goude bezañ bet o priziañ talvoudegezh mengleuz glaou-douar Langin e Nort-sur-Erdre e verzas pegen bras e c’hellje bezañ dazont greantel Naoned ha pehini e vije perzh glaou Kembre en diorroadur-se.

E 1842 e fredas Nixon ul lestr dre lien war e gont-eñ e porzh Kerdiz gant 100 tonenn « steam coal », glaou-douar Kembre hollvrudet an ardivinkoù dre dan. Ankeniet e oa un tamm anezhañ o sellout ouzh e vagad degouezhet e Naoned e lec’h e oa da vezañ amprouet e uzinioù purañ sukr. Bec’h a reas avat ha sinet e voe kentañ urzh-prenañ glaou Kembre war douar bras Europa. Raktal e tapas an ijinour saoz kendrec’hiñ kompagnuniezhioù bagoù dre dan dilezel « hini Newcastle » ha prenañ « Welsh Coal » en e blas. Goude bezañ e amprouet e Indret e reas ar morlu gall marc’had bras gant Nixon. Abalamour d’e berzhioù dibar e teuas buan glaou Kembre da vezañ an hini n’halle ket ar c’hompagnuniezhioù merdeiñ dioueriñ anezhañ. Tregont vloaz war-lerc’h e droioù kaer kentañ e Breizh ez implije Nixon 6 000 a vicherourien ha produiñ a rae ur million a donennoù glaou-douar ar bloaz.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « John Nixon, abostol glaou-douar Kembre e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/09/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/john-nixon-abostol-glaou-douar-kembre-e-breizh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité