Glaou Kembre, « bara greanterezh Breizh » o kas an eil bro war-raok da heul eben
Cheñchamantoù bras a c’hoarvezas e su Bro-Gembre abalamour d’ar mengleuzierezh dres pa dape ar greanterezh e lañs e su Breizh gant krouidigezh ar friturioù a veze pasket feilh dezhe gant govelioù an Henbont ha Basse-Indre, ha gant diorroadur bras-minapl al Liger-izel, eno ur straedad-uzinioù e Sant-Nazer zoken. Gant an disac’hadeg vras-se a c’hlaou-douar deuet eus Kembre e voe broudet diorroadur greanterezh Breizh.
Broudet e voe ivez houarnouriezh Breizh, eus Basse-Indre d’an Henbont, gant an danvez-energiezh-se, marc’hadmat hag aezet he lakaat degas dre ar mor. E 1879 e voe krouet e Trinieg ul labouradeg houarnouriezh-aod evit ar wech kentañ en Europa. : ur uzin dir « dibrad » pourvezet gant danvezioù diazez deuet dre ar mor. Betek neuze e veze savet al labouradegoù houarnouriezh e lec’h ma veze tennet ar c’hailh eus ar c’hondon ha n’eo ket e lec’h ma veze tennet mad eus an dir, evel e Trinieg, da bourveziñ ar sevel-listri e Sant-Nazer hag e Naoned war-eeun.
Broudet e voe c’hoazh an enporzhiañ glaou-douar Kembre, « hini Kerdiz » brudet ken-ken, gant an ezhomm bras a c’hlaou eus an dibab a oa da vagañ an uzinioù produiñ gaz-goulou ha, war o lerc’h, ar c’hreizennoù produiñ tredan a voe krouet e pep lec’h e Breizh. Gantañ e veze maget ivez stlejerezed an hentoù-houarn en em lede dre ar Vro, koulz hag ar bagoù dre dan.
Ar c’henwerzh gant Kembre, ur vammenn a binvidigezh evit merdeadurezh Breizh
Ul lañs bras a dapas an aochañ e Breizh gant an dispac’h greantel. An eskemmoù gant Bro Gembre an hini voe e vroud pennañ avat. Aboae ar bloavezhioù 1850 e veze dilestret kargadoù bras a c’hlaou-douar eus Kembre e porzh Sant-Nazer kement ha ken stank ken e tapas, e 1873, ar plas kentañ en Europa evit fred Kerdiz, brasañ porzh-mor ar glaou-douar er bed a-bezh d’ar c’houlz-se. Neuze ez eas ar porzhioù-mor bras all eus Breizh d’e heul, Naoned da gentañ-penn, An Oriant, Brest ha Sant-Malo war e lec’h. Ha rouedad porzhioù-mor bihan Breizh, eus aodoù Mor Breizh betek Pornig da vont d’o heul war « hent ar glaou » ; hag aocherezh Breizh d’ober berzh evel-se dekvloaziadoù-pad ; hag ar vartoloded koulz hag ar baramantourien da stagañ ganti ken e teuas ar prantad-se da vezañ oadvezh-aour ar frikerien-kranked dre lien.
Postoù-min ha legumaj prim Breizh diouzh un tu, « hini Kerdiz » diouzh an tu all
Ne dalveze ar veaj nemet ha fredet mat e veze al listri diouzh an daou du. Adalek ar bloavezhioù 1820 e oa bet ad-voulc’het an hentoù-mor war-zu Breizh-Veur hag Iwerzhon gant ar Joniged a werzhe onion ruz brudet-mat Rosko. Gant lañs bras kenwerzh ar glaou-douar e voe broudet marc’had tramor al legumaj prim a veze gounezet en arvor Breizh (patatez ha kaol-fleur). Diouzh o zu e kavas mistri mengleuzioù Kembre, a rae gant postoù-min e-leizh, ar pep brasañ eus o fred e Breizh. Plantet e voe pinegi war miliadoù a zevezhioù-arat douar treut evit paskañ koad dezhe kement hag a c’houlent. Lanneier Lanvaoz a oa splannañ skeudennn eus ar plantadegoù-se. En degas a reas da soñj ar skrivagner Gareth Miles e 2008, e Trinieg : « Koadeier Breizh an hini a roe harp da garidennoù mengleuzioù Kembre ! ». Adalek ar bloavezhioù 1910 ec’h eas kailh-houarn bro Gastellin hag Angers ha pri-gwenn Kerne da reiñ fred d’ar c’henwerzh tramor ivez.
An eskemmoù etre Breizh ha Kembre, mouget gant ar warezouriezh er bloavezhioù 1930
Un taol fall e voe an emgannoù war vor da goulz ar Brezel Bed Kentañ evit an eskemmoù etre an div vro…. Ha gant enkadenn vras 1929 e chomas ar flodad listri-karg en he fezh ouzh ar c’hae. War washaat ez eas an traoù c’hoazh abalamour d’ar reolennoù gwarezour bet savet gant ar gouarnamant gall diwar atiz mistri mengleuzioù norzh Bro C’hall. Evel-se e voe serret govelioù Trinieg e 1932 tra ma koazhe da vat ar fred war vor ha ma chome diwerzh postoù-min Breizh. War ar memes tro e kavas gwell ar Vreizhveuriz enporzhiañ legumaj eus Bro Bortugal e plas reoù Breizh. A bep tu eus Mor Breizh en em gavas dilabour kantadoù a vartoloded bep m’ac’h ae ki ar c’hompagnuniezhoù merdeiñ gant ar c’hazh. Ha pa gavas ar fred war vor ul lañs nevez adalek 1935 e voe roet e lamm da brantad aour ar c’henwerzh eus an eil ribl eus Mor Breizh d’eben gant aloubadeg an Alamaned e 1940.
E koun Gwyn Griffiths, kazetenner ha skrivagner, oberour an tostaat Breizh ouzh Kembre, aet da Anaon d’an 29 a viz ebrel 2018
Bet troet diwar ar galleg gant : Jean-Do Robin