Kantennerien ha kantennerezh : ar plezhañ e Breizh

Aozer : Roger Hérisset / Gwengolo 2020
Treuzkaset eo bet doareoù kantenniñ an Arvorigiz kentañ a rumm da rumm betek an deizioù a-vremañ. Bezañ zo dioute ur glad artizanel dibar, dishañval-mat diouzh an doareoù kantenniñ all a gaver en Europa. E-doug ar c’hantvedoù eo bet azasaet ar pezhioù kantennet ouzh ezhommoù ar gevredigezh. Dibaboù sevenadurel pe buhezegel an hini a vroud ar c’hantennerezh a-vremañ.

Arz ar plezhañ

Kantenniñ a vez graet pa vez plezhet gwialennoù hebleg an eil gant eben evit stummañ binvioù sonn-awalc’h. Un arz kozh eo hennezh, a veze pleustret en tiegezhioù da gentañ, ha gant lod deuet da vezañ artizaned goude-se dre forzh arbenikaat. Nebeut a ostilhoù zo rekis d’ar c’hantenniñ, ha p’en deus tapet an arz-mañ e blas er greanterezh ivez, ha diwar-se er marc’had bras. An holl liveoù-se a gaver e Breizh : eus an dudi er gêr betek atalieroù ispisializet o pourveziñ a bep seurt skourr eus ar greanterezh. Kantennerien Breizh zo meur a strollad teknik en o zouez, da bep hini e vod da fichañ ar frammoù ha da blezhañ, da bep hini e ostilhoù, e jestroù hag e zanvez.

Eus an henvoaz da istor ar c’hantennerezh ?

N’eus ket bet kalz a skridoù diwar ar gantennerien a-hed an 2000 bloaz tremenet, war-bouez ar menegoù a gaver gant Kaezar  (De Bello Gallico, levrenn II/33, levrenn VI/16, ha De Bello civili, levrenn I/54) diwar ampartiz ar C’halianed hag ar Bredeniz war ar c’hantenniñ. Strevet e oa bet gant ar Romaned o mod-int da gantenniñ, pester plomm d’o manioù. E Breizh avat n’en deus ket graet berzh ar mod-se d’ober. Kement all evit ar manioù savet war grommellennoù kengreiz, ur mod kantenniñ eus ar re stankañ en Europa koulskoude, pa n’o c’haver nemet war harzoù pellañ reter Breizh. Dishañval-krenn eo kantennerezh kornog pellañ Breizh. Dre vras e klot pep giz kantenniñ gant tiriadoù bet keodedoù ar C’halianed damromanekaet.

Er  Grennamzer en em vodas ar gantennerien en ur c’houch-micher. Kantennerien a veze ivez er C’hayen, skol-vicher ar gompagnoned e Naoned. E 1900 e oa ur c’hantenner a-vicher da bep 1000 den o vevañ e Bro-Frañs. Savet e veze rummadoù pezhioù termenet strizh o stumm hag a veze gwerzhet a gantadoù da bakañ madoù ha d’o c’has dre an hentoù. Meur a atalier (betek 25 anezho) a oa e Bro Naoned, e lec’h e veze gounezet ozilh a-vras. Kantennerezh ar pemdez a veze graet gante : tammoù arebeuri, kevell, malizennoù… Kevell giz-Naoned pe kevell giz-Breizh a veze graet zoken eus ur rummad kevell dishañval-mat diouzh ar reoù all.

Kavell giz-Naoned, a vez graet kavell giz-Breizh anezhañ ivez. Katalog « La Vannerie française », Origny-en-Thiérache, Aisne, 1937 (dastumadeg prevez R. Hérisset). E deroù an XXvet kantved e oa uzinioù kantennerezh norzh Bro-C’hall en em vodet en embregerezh « La Vannerie française ». Ur stal stag outi a oa en Añsiniz hag a brene pezhioù kantennerezh Breizh. War he c’hatalog e weled ur rummad kevell-kloued a veze graet « giz-Naoned » pe « giz-Breizh » dioute, ken splann e oa n’halle Naoned bezañ nemet e Breizh.

Broudet eo bet an atalieroù kantennerezh gant ar gounid-legumaj e norzh Breizh. Paneroù a vez graet manikinoù dioute a veze implijet da serriñ an trevadoù ; reoù all, brasoc’h anezhe, a vez graet maloued dioute, a veze kaset avaloù-douar tramor enne. Etre Dinan ha Dol e oa an atalieroù gouestlet d’ar paneroù-se. Brudet e oa karter Pont-Eon, e Plouenan, Bro-Leon abalamour d’e gantennerien ivez. Mannoù e-leizh a ranker kaout da serriñ an trevadoù, evel e Radenez (Il-ha-Gwilen) e lec’h e vez plezhet paneradoù a-ratozh da serriñ avaloù-chistr.

Un atalier pe meur  hini a gaved e tost pep porzh-pesketa. Paneradoù e-leizh, ha reoù solut, a oa ezhomm e Kankaven, koulz evit ar pesketaerezh bras, an dastum-kregin e bae Menez Mikael-ar-Mor hag ar sevel-istr. E Konkerne e laboure ar gantennerien koulz evit ar besketourien, ar friturioù, ar saverien-istr hag evit Yann-forzh-piv. Sko ouzh ar gar e oa o atalieroù, kement hag aezetaat ar c’hasadegoù dre an hent-houarn.

Ar c’hantenniñ e Breizh a-vremañ

Jean-Claude Hérisset, kantenner e Radenez, Il-ha-Gwilen. Ganet eo bet Jean-Claude en un tiegezh kantennerien arbennikaet war ar manioù plezhet war grommellennoù kengreiz. Da zastum avaloù chistr kentoc’h e vez implijet manioù ha paneroù kantennerien Radenez. © Roger Hérisset.

Pakadoù koad pupli pe kartoñs zo bet implijet muioc’h-mui adalek fin an eil brezel bed, ha plastik alies e lec’h an ozilh. Cheñch bro a reas ar c’hantennerezh neuze, war-zu reter-Europa hag Azia, bihanoc’h ar goproù eno. Evit kantennerien Breizh avat, da goulz an Tregontvloaziad Aour, e kavjont gwell mont war parkeier micherioù all, un tamm mat drusoc’h ar peuriñ enne.

Abaoe ar bloavezhioù 1970-1980 e krogas kantennerien zo, bet summet e Skol uhel ar gounid-ozilh hag ar c’hantennerezh (e Fayl-Billot, Haute-Marne) d’en em staliañ war ar maez. Ne oa ket ar re-se bugale kantennerien avat ha van a raent peurliesañ ouzh henvoazioù al lec’h. Broudet e oant gant ar c’hoant sevel oberennoù-arz , difenn ur sevenadur pe ur mod-bevañ doujusoc’h d’an natur. Pezhioù dibar, a vez gwerzhet da hiniennoù, a vez savet gant ar pemzek bennak a artizaned-se.

Erru eo war an oad an dud diwar ar maez a ra kantennerezh mod-kozh c’hoazh. Kevredigezhioù zo bet savet eta e kornioù-bro tomm an dud ouzh ar sevenadur eno, Bro Redon ha Bro-Leon paneveken. Brudañ an doareoù-ober ha broudañ darempredoù dudius etre ar rummadoù a reont. Stummañ o izili war doareoù diazez ha boutin, distag diouzh henvoazioù Breizh a reont ivez muioc’h-mui siwazh, kentoc’h evit derc’hel gant an treuzkas.

Bresk en em gav treuzkas ar boazioù lec’hel dibar eta. Gouel bras ar c’hantennerezh e Mayun (Chapel-ar-Geunioù, Liger-Atlantel) a ranker menegiñ memestra pa sikour hennezh brudañ ha streviñ an henvoazioù. Brudet eo ar gêrig-mañ ivez abalamour d’he c’hantennerezh-hi, e koad evor plezhet-tanav .Gouel bras ar c’hantennerezh e Mayun

Un elfenn eus ar glad sevenadurel dizanvezel

Urzh o doa bet ar gantennerien digant ar beizanted hag ar besketourien da sevel manioù a-vod-mañ hag a-vod-se diouzh ma veze ezhomm anezhe. Ur skeudenn fetis eus identelezh ar rummadoù tud-se ez eo deuet ar binvioù-se da vezañ. Ouzhpenn an doareoù ober hag an implijoù liesseurt anezhañ e ya ar c’heriaoueg spis stag outañ, d’ober eus ar c’hantennerezh un elfenn brizius eus ar glad dizanvezel e Breizh. Abalamour da gement-mañ ez eo bet enrollet ez-ofisiel kantennerezh Breizh gant ministrerezh ar Sevenadur war renabl glad sevenadurel dizanvezel Bro-Frañs.

 

 

Bet troet diwar ar galleg gant J-D Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Roger Hérisset, « Kantennerien ha kantennerezh : ar plezhañ e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/kantennerien-ha-kantennerezh-ar-plezhan-e-breizh

Levrlennadurezh :

  • Beaulieu François de, « Les vanniers de Rannée. En pays gallo, une dynastie d’artistes de l’osier », ArMen, № 122, Douarnenez, 2001.
  • Collectif, Fiches Jean-Luc, Stordeur Danielle (dir.), Tissage, Corderie, Vannerie, Centre de recherche d’archéologie du CNRS, musée d’Archéologie d’Antibes, Juan-les-Pins, 1989.
  • Comptabilité de l’atelier de vannerie de Jean et Roger Le Gall, 1932-1991, Concarneau, n. p.
  • Gordon Joleen, Acadian Root Baskets of Atlantic Canada, Halifax, Nimbus Publishing LTD, The Nova Scotia Museum, 2005.
  • Guillaume Gabriel, Chauveau Jean-Paul, Atlas linguistique et ethnographique de Bretagne romane, de l’Anjou et du Maine, Paris, CNRS, 1975-1983, vol. 3, cartes № 158, 159, 160, n. p.
  • Hérisset Roger, La Vannerie en Bretagne, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2014.
  • Hérisset Roger, « Les vanniers de Basse-Cornouaille et l’industrie de la conserve », Conserveries en Bretagne, l’or bleu du littoral, Spézet, Coop Breizh, 2007.
  • Hérisset Roger, « Les vanniers en Basse-Cornouaille : des paniers pour les pêcheurs et les conserveries », ArMen, № 143, Douarnenez, 2004.
  • Hérisset Roger, « Vanniers de Camors. Les sklisseneu de Julia Le Gallo », ArMen, № 156, Telgruc-sur-Mer, 2007.
  • Irwin John Rice, Baskets and Basket Makers in southern Appalachia, Pennsylvania, Exton, 1982.
  • Lallier Dan, « Les vanniers de Cancale, la vannerie pour la grande pêche », № 8, 1942 ; « Pierre Lelièvre, vannier à La-Chapelle-des-Marais », № 58, 1952, Chantier 1810, Paris.
  • Moutard-Uldry Renée, Saint Paul et Saint Antoine, patrons des vanniers et rotiniers, Syndicat du rotin et de la vannerie, Paris, 1964.
  • Rivallain Yann, « Les vanniers de Mayun », ArMen, № 136, 2003.
  • Stephenson Sue H., Basketry of the Appalachian Mountains, New York, Van Nostrand Reinhold Company, 1977.
  • Trépos Pierre, Enquête sur le vocabulaire breton de la ferme, Rennes, Imprimeries réunies, 1926.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité