Kemeridigezh Gwened gant ar Franked e 753

Aozer : Noël-Yves Tonnerre / Du 2016
Adalek kemeridigezh Gwened e 753 e stagas ar Franked, renet gant ar Garolingianed, gant ur politikerezh aloubiñ Breizh. Un dibab strategel e voe kregiñ gant bro Wened.

Mammenn

Annales Mettenses priores (Bloazdanevelloù kentañ Metz) a veneg kemeridigezh kêr greñvaet Gwened gant Pépin, Roue ar Franked: "E-kerzh ar bloavezh-se e kasas Pépin e arme da Vreizh, e kemeras kêr greñvaet Gwened hag e sujas Breizh a-bezh da vro ar Franked." Gwall verr eo ar c’heloù, ha faos ivez evit ar pezh a denn da sujidigezh Breizh, rak Pépin n’en devoa nag ar galloud nag ar c’hoant da aloubiñ Breizh en he fezh. Gwir eo koulskoude evit ar pezh a sell eus kemeridigezh ar gêr eskopti. Dav eo lavarout eo pinvidik dave an Annales Mettenses priores. Dornskrivet e voent war-dro ar bloavezh 805 e Metz, pe en abati Chelles gant ur c’hloareg tost eus endro Karl-Veur. Betek 755 e kaver kronikoù ha bloazdanevelloù enno. Klask a raent lakaat war wel dreistelezh familh ar bPippinided hag an harp degaset dezho gant Doue.

Kartenn marzoù Breizh gant La Borderie

Kartenn marzoù Breizh gant La Borderie

An harzoù etre ar Franked hag ar Vretoned hervez Arthur de la Borderie (Histoire de Bretagne, A. de La Borderie ha Barthélémy Pocquet du Haut-Jussé, Plihon, Honnay, moull. Vatar, Roazhon, 1896-1914 (6 levr.), l. II). Al linenn poentigoù ruz a heuilh harzoù eskopti Roazhon a glote gant re dugelezh Roazhon er prantad karolingian. Tres linenn Gwened n'eo diazezet war dave asur ebet.

Degouezhioù

Abaoe dilez-beli e vreur Carloman e 747 e oa Pépin e-unan e penn ar rouantelezh frank. Reiñ a reas un tamm harp da vBoniface evit adreizh an Iliz

a-benn chom hep enebiñ ouzh an uhelidi frank. Prientiñ a reas mat tapout ar galloud ha dre-se e teuas a-benn da gaout asant ar pab Zakaria evit diskar ar Roue merovingat diwezhañ, Childeric III. E 751 e teuas da vezañ Roue sakr kentañ ar Franked hag e tivizas lakaat e veli war Galia a-bezh. Adalek ar bloavezh 743 en doa sujet Akitania, en ur lezel an dug Waïfre e-karg eus ar vro. E 752 ec’h aozas un ergerzhadenn-vrezel e bro Septimani

hag e kemeras kêrioù Nîmes ha Béziers digant ar Vuzulmaned. Ergerzhadenn 753 en Arvorig a zeree ouzh e c’hoant da aloubiñ an douaroù Galian diwezhañ na sentent ket outañ. Kenderc’hel a reas gant politikerezh ar Verovingiz gant daou atoud ouzhpenn. Da gentañ en doa ur gavaliri a roe dezhañ an tu da vezañ oberiant buan-tre, daoust d'e arme bezañ savet diwar troadeien evit an darn vrasañ. Gant Karl Martel e voe savet ar gavaliri-se, a voe efedus-bras a-enep al Lombarded e 754 hag e 756. Da eil en doa ur galloud relijiel a-drugarez d’e statud a Roue Sakr. Penaos enebiñ ouzh difennour reizh ar feiz kristen eta?

Pépin le Bref. Livadur Louis Félix Amiel gourc’hemennet gant Louis Philippe evit mirdi istorel Versailhez e 1837. Wikipédia

Abaoe galloud Warog e oa stag bro Wened ouzh Breizh. War a seblant ne oa rener rannvroel ebet. Ar pennoù nemeto a anavezomp mat eo ar vac’htierned

, ha n’o doa nemet un nebeud parrezioù dindan o beli. Daoust m’en deus ar brezhoneg gounezet tachenn er vro-se, gant perzhioù dibar moarvat, e oa a-dra-sur ur boblañs a rae gant ur yezh roman e Reter Gwened, tost da boblañsoù bro Roazhon ha bro Naoned. Ne baouezas biskoazh an darempredoù etre ar Vretoned hag ar Franked. Abati Sant-Denez he doa madoù en Anjev hag e bro Roazhon. Domani Coriacus a oa kêr Sant-Merve hiziv an deiz. Abati Prüm (en Eifel en Alamagn), tost ouzh ar bPippinided, a voe profet dezhi madoù en Anjev hag e Breizh.

Heuliadoù

A-drugarez da gemeridigezh bro Wened e c'helled krouiñ ur gontelezh frank. Ar sujidigezh politikel a enbarzhas an eskopti en Iliz frank. Moarvat e voe lakaet un eskob e plas gant Pépin. Kemeridigezh kêr Wened ne oa nemet ur bazenn gentañ. E-penn kentañ ren Karl-Veur e voe tizhet un eil pazenn gant krouidigezh Marz Breizh, ennañ kontelezhioù Roazhon, Naoned ha Gwened. Penn Marz Breizh, Roland, a voe lazhet e Roncevaux e 778. E fin ar c’hantved e 799 ec’h ergerzhas Guy, kont Naoned, e-karg eus marz Breizh, ledenez Breizh gant konted Roazhon ha Gwened (Frodald). Sujet e oa Breizh d’ar Franked, a-ziwar-c'horre da vihanañ.

 

Troet gant Kuzul ar Brezhoneg

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Noël-Yves Tonnerre, « Kemeridigezh Gwened gant ar Franked e 753 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/kemeridigezh-gwened-gant-ar-franked-e-753

LEVRLENNADUR

  • Chédeville André, Guillotel Hubert, La Bretagne des saints et des rois, Rennes, Ouest-France, 1984.
  • Brunterc’h Jean-Pierre, « Géographie historique et hagiographie : la vie de saint Mervé », dans Mélanges de l’École française de Rome, Moyen Âge, Temps modernes, t. 95, 1983, pp.7-63.
  • Planiol Marcel, Histoire des institutions de la Bretagne, tome II, Mayenne, Association pour la publication du manuscrit de M. Planiol, 1981.
  • Tonnerre Noël-Yves, Naissance de la Bretagne. Géographie historique et structures sociales de la Bretagne méridionale, Angers Presse l’Université d’Angers, 1994.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù