Ur vammenn a-bouez : Histoire des Francs gant Grégoire de Tours
Un uheliad galian-ha-roman a orin eus bro Arvern e oa Grégoire de Tours. Eskob Tours e voe etre 573 ha 593 pe 594. Feal ouzh galloud Klovis, e stagas da skrivañ istor pobl ar Franked. Daoust ma kaver ur bern burzhudoù e-barzh danevelladur ren Klovis, eo dedennus bras e skrid a-zivout eil hanterenn ar VIvet kantved, p'en deus anavezet mat prantad an darvoudoù-se.
Dre ma oa-eñ arc’heskob proviñs-iliz Tours, a genstrolle kornôg Bro-C’hall a-bezh, e voe test eus enbroerezh ar Vrezhoned.
Brezelioù kriz evit kemer ar galloud
War-dro 550 e oa Kanao, ur penn breizhat, mestr war al lodenn vrasañ eus bro Wened. Dre skridoù Grégoire de Tours e ouier e lazhas tri eus e vreudeur hag ec’h espernas ur pevare anvet Mac’hliaw, dalc'het ma oa gant Felix, eskob Naoned. Touiñ a reas Mac’hliaw fealded da Ganao. Buan a-walc’h e tec’has kuit da Zomnonea (norzh Breizh), avat, el lec’h ma voe kuzhet en ur volz-kañv gant Konomor, mestr ar vro, evit tec'hout dirak soudarded Kanao. Kendrec’het ma oa gant marv e vreur, e kemeras Kanao e vadoù hag ez eas diwar e spered. Beleget e voe Mac'hliaw e Gwened ha buan a-walc'h e voe anvet da eskob.
Elfennoù a-bouez a gaver en danevell zigredus-se. Da gentañ ez eus mistri kreñv e penn rannvroioù Breizh hag o deus kemeret plas mistri lec’hel dre emgannoù taer, hep mar. Da eil eo chomet galian-ha-roman kêr Wened, evel reter bro Wened, ha n’emañ ket dindan beli Kanao. Ouzhpenn-se e oa ken mat an darempredoù etre ar Vretoned hag ar C’halianed-Romaned ken ec'h emellas un eskob eus aferioù ur mestr brezhon. Ne oa netra ouzh mirout ur Brezhon da vezañ eskobet. D’ar c’houlz-se e oa plaen an darempredoù etre ar Vrezhoned hag ar Franked, dreist-holl da vare Childebert, mab Klovis, a felle dezhañ en em glevout mat gant enbroidi o tont eus Enez Vreizh, kristenien anezho ivez. Childebert a oa mab galloudusañ Klovis, hep mar. Skoulmet en doa un emglev gant Chramm, mab e vreur Clotaire, mestr Arvern, a savas a-enep e dad.
Aferioù ar Franked o lakaat reuz e Breizh
E 558 e varvas Childebert, hep mab pennhêr ebet. Echu e oa gant ar marevezh a beoc'h. Clotaire, breur Childebert ha mab yaouankañ Klovis, a gemeras ar galloud hag a zivizas kastizañ e vab rebell. Tec’hout a reas Chramm da vro Wened da glask sikour Kanao. Tremen a reas fall an traoù, avat. Diwar goulenn Chramm e tivizas Kanao chom hep tagañ diouzh an noz (ar pezh a ouie ar Vretoned ober mat-tre koulskoude). Spontus e voe an argadenn deiz evit Kanao. Rediet e voe da blegañ da gClotaire. Klask a reas Chramm tec’hout kuit dre vor, en aner, hag e voe toullbac'het. Mervel a reas taget. Spontus eo an danevell-mañ, met lakaat a ra mat war-wel pouez ar reizhwiriegezh er galloud frank.
Heuliadoù bras a voe gant an istor-mañ. War verr dermen e kollas Kanao ar galloud hag e vrud. Mac'hliaw a zilezas e eskopti hag a ziskaras e vreur. Eskumunuget e voe gant an eskibien dostañ, met dont a reas a-benn da virout e renk en ur skoulmañ un emglev gant Budig, kont Kerne. E c'hoant uhelaat a oa re vras e gwirionez. Goude bezañ gounezet Kerne ur wech marvet Budig, e voe lazhet un toullad bloavezhioù diwezhatoc'h gant mab Budig, distro eus an harlu. Adalek 570 e kemeras Warog penn bro Wened en e blas.
Emled Breizh dindan beli Warog
Ur brezel hir a grogas etre ar Vretoned hag ar Franked. Argadennoù taer a voe graet gant Warog a-enep armeoù ar roueed frank Chilperic ha Gontran. Moarvat e oa feulster ar Vretoned ur respont da youl ren ar Franked hag ivez peogwir e oa distroet da Arvorig un toullad Brezhoned bet trec’het war Enez Vreizh. Ouzhpenn-se e oa sklaer-tre c’hoantoù Warog. Nebeut a-raok 578 ec’h aloubas ar Vretoned kêr Wened hag en em en em staljont e reter Gwened. Evit enebiñ outo e strollas Chilperic un arme enni Franked ha Galianed-Romaned e 578. A-drugarez d’un argad-noz ampart e trailhas Warog ul lodenn eus an arme frank (ar soudarded sakson). Diwezhatoc’h koulskoude, ec’h adkrogas da varc’hata gant ar Franked hag ec’h asantas dilezel kêr Wened. A-boan ma oa aet kuit arme ar Franked ma tistroas Warog war e giz. Kas a reas an eskob Eunius da varc’hata gant Chilperic. Ken fuloret e voe Roue ar Franked, ken e harluas Eunius. E 579 e kasas Chilperic un arme da Vreizh, an dug Beppolène en he fenn. Ur c’hwitadenn e voe ha riñset e voe trowardroioù Roazhon gant Warog. Ergerzhadennoù-brezel all a voe graet adarre a-enep ar Vretoned e 585 hag e 590, en aner. Dedennus eo ergerzhadenn 590, avat, dre ma teuas a-benn an dug frank Ebrachaire da dizhout kêr Wened, el lec’h ma voe degemeret gant an eskob Regalis a glemmas a-enep “yev bounner ar Vretoned”. Diskouez a ra kement-mañ e oa staliet mat ar Vretoned e kêr Wened, abaoe 578 moarvat.
Troet gant Kuzul ar Brezhoneg