Kevredigezhioù a-bep seurt, gante a-bep seurt mod da dalvoudekaat an etnolouzaouriezh

Aozer : Maëlle Mériaux / C’hwevrer 2019

Pep kevredigezh engouestlet e reskerezh danvez an etnolouzaouriezh zo dezhi ur mod dibar da embann ha da dalvoudekaat ar pezh zo bet serret ganti. Ha pa venne d’ar c’hevredigezhioù o devoa roet lañs da Flora armorica kas ur raktres boutin war-raok, e oa dishañval o interestoù e gwirionez : Jardins du Monde a fell dezhi sevel liorzhoù louzeier-remediñ er broioù war-ziorren ; Skol louarnig a gav gwell aozañ baleadennoù evit anavezout plant ar maezioù ha sevel stalieroù diwar implij al louzeier, danvez-boued pe remedoù anezhe ; Herborescence zo tuet d’an arz ha d’ar preder war darempredoù an dud gant ar plant. Evit Eñvorennoù Kreiz-Breizh, talvoudekaat glad Kreiz-Breizh dre vras eo he fal.

Kevredigezhioù all a gemer harp war dastum teskoù an etnolouzaouriezh : ar gevredigezh La Liètt, e Bro c’hallo, paneveken, a gas abadennoù radio diwar an danvez-mañ.

Internet a vez tennet gounid dioutañ ivez, e meur a vod. Gant Flora armorica zo bet dibabet tammoù eus sonenrolladennoù teska danvez etnolouzaouriezh da vont d’ober un diaz-roadoù, ennañ anvioù lec’hel al louzeier, stag ouzh an implijoù a vez dioute. Dastum avat a gav gwelloc’h embann sonenrolladennoù klok enlinenn kement ha kadarnaat an hengoun dre gomz.

Kenglok eo e gwirionez kement mod d’ober gant egile pa vroudont-holl hon freder war ar pezh a vezomp o klask ober o tastum hag o treuzkas eñvor ar bobl diwar h ec’h implijoù eus ar plant.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Maëlle Mériaux, « Kevredigezhioù a-bep seurt, gante a-bep seurt mod da dalvoudekaat an etnolouzaouriezh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/02/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/kevredigezhiou-a-bep-seurt-gante-a-bep-seurt-mod-da-dalvoudekaat-an-etnolouzaouriezh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité