Betek an XVIIIvet kantved : an istor naturel o voulc’hañ hent al louzaouriezh
Eus an XIXvet betek deroù an XXvet kantved : sell ar folkloristed ouzh bed al louzeier
Ar bloavezhioù 1960 : al louzeier dre sil sokiologiezh ar maezioù
Bep ma veze diorreet an etnologiezh en tiriennoù a oa dindan beli ar Stad c’hall, goude an eil brezel bed dreist-holl, e tiskouezas un tamm mat a glaskerien bezañ troet d’an implijoù a veze graet eus al louzeier gant ar bobl da bareañ kleñvedoù. En em dreiñ a reas reoù all d’an atizanelezh, o plediñ gant teknikoù ar c’horf hag ar jestroù. E Breizh avat n’ec’h eas ket an etnologourien gwall bell war an hent-se. Sokiologourien ar maezioù an hini eo, kentoc’h, a stagas gant an etnolouzaouriezh, evit a sell ouzh ar plant a veze gounezet dre al labour-douar hag ouzh ar ouiziegezh hag an ampartiz stag oute. Prantad ar cheñchamantoù bras el labour-douar e oa neuze ha troet e voe kalzik a glaskerien gant skeudenn « ar peizant » gwechall, evel Edgar Morin e 1967 diwar gomun Plozevet pe Pêr-Jakez Helias en e levr hollvrudet « Marc’h al loc’h »..
Ar bloavezhioù 1970 : an azginivelezh en tu all d’ar sonerezh ha d’ar c’han hengounel
Brudet eo ar bloavezhioù 1970 da vezañ bet prantad meur an dastum sonerezh ha kanaouennoù e maezioù Breizh. Bet zo dastumerien o plediñ gant teskoù all er bloavezhioù-se ivez. Aezetaet e oa bet o labour dre ma teue ar binvioù sonenrollañ da vezañ marc’hadmatoc’h-marc’hadmatañ ha dre ma c’helled leuskel ar vilin da valañ didrouz e-keit ma talc’hed gant ar gaoz. Evit al louzeier, dastumet zo bet remedoù dreist-holl, pe testennioù diwar ar boued pe al labour-douar gwechall. Diskouez a ra an dafar-se pegen ledan ha liesseurt eo bet implij ar plant e Breizh, ha pegen stank eo bet darempredoù an dud gante, koulz gant louzeier ar maezioù ha gant ar re a veze gounezet.
Ar bloavezhioù 2000 : deuet an etnolouzaouriezh da vezañ diouzh ar c’hiz
Er bloavezhioù 2000 an hini e krogas tud a youl-vat, tud a-vicher ha klaskourien da zastum danvez an etnolouzaouriezh da vat e Breizh. Dek vloaz war-lerc’h ez embanner bremañ al levrioù kentañ war an danvez bet serret neuze. Skrivet en deus Daniel Giraudon diwar an troioù-lavar a denn ouzh al louzeier ; oc’h embann e zastumad enklaskoù emañ ar rouedad Flora armorica ; hag o plediñ gant mezegiezh ar bobl emañ Christophe Auray. Tiriadoù bras zo bet studiet e-giz-se : Kerne-Uhel, Bro Redon, Bro Roazhon. Kaset zo bet enklaskoù gant mirvaoù rannvro an natur hag ekomirdier zo, ha savet zo bet rouedadoù teska ha kevredigezhioù arbennikaet war an danvez-mañ.
Un dafar bras (Levrioù kozh, dielloù paper, son pe skeudenrolladennoù) zo bremañ diwar ar ouiziegezh o tennañ d’an etnolouzaouriezh e Breizh. Talvezout a rafe ar boan bezañ anavezet muioc’h evit n’end eo. Testenioù diwar an implijoù-bet eus ar plant ac’h a d’ober an dafar-se a c’hallfe degas keleier prizius evit o implijoù da zont.