Evel kalz traoù-all hag a ya d’ober ur sevenadur pobl, kaset dre gomz a rummad da rummad e-doug pell-pell amzer, ar c’hontadennoù deuet betek ennomp a vez dalc’hmat meur a stumm anezho, ha c’hoazh adstummoù diwar ar re-se a c’hell bezañ disheñvel-bras an eil diouzh egile. Disheñvel an tudennoù pe ar c’henarroud marteze, met framm an danevelliñ a chom anvapl. Setu penaos ne oa da zigentañ istor an Tri Femoc’h Bihan, en e stumm anevezet bremañ gant an holl, nemet ur stumm a-douez nouspet-all : kenkoulz-all e oa gwazi, yer pe givri amañ hag ahont e lec’h an tri femoc’h, pe ne oa ket un ti brikez an hini oa ti an trede pemoc’h, met un ti hiriset holl a nadozioù, savet gant sikour an Itron Werc’hez, ha kement zo.
Evit kavout an disaouzan e-mesk ar c’hontadennoù teskaouet a vil vern gant an dastumerien, abaoe an XIXvet kantved dreist-holl, ez eus bet ijinet gant klaskerien ur mod etrebroadel da rummata ar c’hontadennoù, anvet « rummatadur Aarne-Thompson ». Diazezet eo war naouturioù ar « patrom kontadenn » hag an « adstumm ». Ar patromoù a vez roet dezho pep a niverenn, pep a anv rumm, ha pep a zeskrivadur eus framm padel hag anvapl an danevelliñ. Sed an Tri Femoc’h Bihan zo anezho un adstumm eus ar patrom kontadenn nnn 124 : Ar bleiz hag an tri loen o chom e pep a diig. E-barzh ar c’hatalog « Delarue-Ténèze » savet diwar ar rummatadur-se evit Frañs a-bezh, e c’heller niveriñ 50 adstumm bet embannet gwezh pe wezh e Frañs, hag ouzhpenn ar re-se ez eus kalzik adstummoù bet dastumet ha chomet diembann, ha c’hoazh adstummoù ar broioù all.
An 2 340 patrom kontadennoù spisaet gant Aarne ha Thompson, a ya d’ober moarvat meur a zek-milier a adstummoù bet kontet ha dastumet dre ar bed, a vez kevrannet e seizh rummad bras : kontadennoù loened, marvailhoù burzhudus, kontadennoù a relijion, kontadennoù-danevelloù, kontadennoù ar roñfl pe an diaoul lorbet, ribardennoù ha sorbiennoù, kontadennoù-formulennoù.