Lanneier Breizh etre dec’h hag arc’hoazh

Aozer : Bernard Clément / Eost 2020
Maezioù naturel eo al lanneier en deizioù a-vremañ, unan eus skeudennoù brudetañ Breizh anezhe. Disoc’h an difraostadegoù bras bet kaset abaoe an Neolitik hag er Grennamzer eo ar pep brasañ anezhe e gwirionez. Ledan e oa o zachenn c’hoazh en XIXvet kantved. Koazhet int a-galz avat e-doug an XXvet kantved. Meret ha gwarezet int bremañ e stern rouedad Natura 2000 ha dre reolennoù all bet savet a-ratozh evit o gwareziñ strizh.

Orin al lanneier

Skeudenn diavaez Breizh eo al lanneier, bet stummet a-hed ar c’hantvedoù gant rummadoù peizanted. Bod a roont d’ur glad naturel, koulz ha sevenadurel pe dizanvezel. « La lande, un paysage au gré des hommes » eo, just-awalc’h, titl ul levr (Jarnoux 2008) hag a zispleg an holl dalc’hoù-se. Daou wirvoud distag zo avat eus ar maezioù a vez graet lanneier anezhe :

Unan dioute, strizh e ster, zo un ekosistem dibar, brug ha lann e elfennoù pennañ.

Al lanneg ez-strizh : brug ruz ha lann brezhonek en o bleuñv – Foto gant Bernard Clément

Egile, ledanoc’h e ster koulz hag e dachenn, e ya estroc’h evit ar brug hag al lann d’en ober, da lâret eo an holl strujoù a vez graet lanneier dioute ivez, diouzh an implij a vez graet dioute : rozoù raden glas, balaneier, geunioù ha foenneier flach, gwaremmoù lann gallek ha bodoù spern-du. An holl strujoù-se a veze tennet splet dioute, koulz evit al labour-douar hag ar sevel chatal, e Breizh ha pelloc’h c’hoazh, anez degas temz dezhe. Evel-se avat eo bet skuishaet c’hoazh an douaroù pizh-se, dre forzh sachañ war danvez ar strouezh a gresk diwarne.  Douaroù-lann pe douaroù lapin eo ar re-se, er c’hontrefed eus an douaroù mat a vez labouret, stuiet ha temzet. Diskouez a ra an anvioù-lec’h Lann, Lanneg, Balaneg(-eier), Banaleg, Roz, Gwern… a gaver stank e Breizh, pegen ledan e oa tachenn an holl sovajennoù-se. E koun ar strouezheg bet-se eo bet savet al levr La mémoire des landes de Bretagne (Skol Vreizh 2014), skrivet gant François de Beaulieu ha skeudennaouet gant Lucien Pouëdras.

Ur foenneg flach a reer lann diouti ivez abalamour d’an implij a vez graet diouti. Foto gant Bernard Clément

Dalc’hoù geologel ha geomorfologel

N’eo ket diforzh ar c’hondon a gresk al lanneier (ster ledan) warne : maengreun (Lanneier Lanvaoz, menezioù Kintin), maen-slent kalet (menezioù Pempont , Rozoù an Don). Lann brezhonek ha brug a gaver warne ivez, met gwelloc’h e tere krag roz outañ (Frehel, Erge-ar-Mor) pe krag gwenn (ragenez Kraozon) pe kwartzit (Menez Are ha Menezioù Du).

Lann brug an hini a gaver kentoc’h war grec’hennoù roc’hellek a seurt-se, sko ouzh al leton touz a gresk war an douaroù treutañ. War ar pep brasañ eus enezennoù Breizh avat, war ar begoù-douar ha war an tornaodoù en em led lanneier brudetañ ar vro (1,3 million a weladennerien ar bloaz er C’hab Frehel !).

Kondonoù ispisial all a gresk lanneier dibar pe lec’hel-tre warne ivez : gabroioù (Lanneier La Poterie, 22), reier kalz a vagneziom enne (Ar Gerveur, Enez Groe) pe serpantin el Liger-Atlantel.

Al lanneier gwechall ha bremañ

War-bouez ar re a gresk war an tornaodoù (evel m’emañ e Beg ar C’havr, er Gerveur  pe war enez Groe), eo al lanneier disoc’h an difraostadegoù meur bet kaset adalek an Neolitik, astennet a-galz er Grenn-Amzer ha bet tizhet o emled brasañ gante e-kreiz an XIXvet kantved. Ha pa oa dioute er frankizennoù, e kreiz ar c’hoadegi, o paskañ boued d’al loened gouez geotdebrerien bras, pell ken na oa eus Mab-den, an difraostañ hag ar sevel-chatal o deus stummet ar maezioù a vez graet lanneier dioute dre vras. Daoust ma n’eus diell resis ebet war ar gont-se e vije bet war-dro daou vilion devezh-arat a lanneier e Breizh e-kreiz an XIXvet kantved. Koazhet eo al lanneier brug ha lann e Breizh abaoe pa ne chom - hervez kont -  nemet 40 000 devezh arat dioute en deizioù a-vremañ. Disrann ar gwrimennoù hag an douaroù vak da vare an Dispac’h hag e 1850 en-dro, a zo kaoz da gement-mañ, koulz ha youl Napoleon bihan da adsevel ar c’hoadegi (e lanneier Akwitania hag er Morbihan) ha, muioc’h c’hoazh, an doareoù arnevez da demzañ ha da wellaat an douaroù.

Hag arc’hoazh ? Statutoù merañ ha gwareziñ al lanneier

Hervez ar Sturskrid « Bod, loened ha louzeier », bet embannet e 1992 gant Unvaniezh Europa, eo holl lanneier brug Breizh bodoù gouez dindan gwarez ar gumuniezh, abalamour d’ar bresk m’eo deuet o stad da vezañ. Bez e c’hell an holl anezhe dont da vezañ perzh eus ar rouedad Natura 2000 eta. Statutoù gwareziñ all zo ivez evel mirvaoù naturel ar Stad pe rannvro Breizh : lanneier eus an dibab a ya d’ober ul lodenn vras eus an 8 mirva-se, diwar ar 16 a zo dioute.

Ur sell ouzh pevar seurt lanneier brug an aodoù, perzh eus ar rouedad Natura 2000. Gant aotre Bernard Clément.

Ur gwarez publik zo ivez digant Mirva an Aodoù p’en deus galloud da brenañ tachennoù lanneier war an aod.

Kevredigezhioù gwareziñ an natur zo ivez, evel Bretagne Vivante (bet SEPNB gwechall) ha Forum Centre-Bretagne Environnement, a ra war-dro merañ lanneier distatut, asambles gant ar c’homunioù ha perc’henned prevez.

Ne vern gant piv e vije eta, gwarezet-mat eo tachennoù al lanneier hag o gouennoù liesseurt hiviziken, dre raktresoù merañ savet evit ma chomfent yac’h hag evit reiñ nerzh d’o finvidigezh ekologel dibar.

Lanneg boked-lann, takadoù raden glas enni ha deñved ouzh o feuriñ, e-mesk meurvein Karnag (56). Foto gant Bernard Clément

 

 

Troet diwar ar galleg gant : Jean-Do Robin

Levrlennadurezh

  • Beaulieu François (de) et Pouëdras Lucien, La mémoire des landes de Bretagne, Morlaix, Skol Vreizh, 2014, 175 p.
  • Jarnoux Philippe (dir.), La lande, un paysage au gré des hommes, Brest, CRBC / Parc naturel régional d’Armorique, Le Faou ; Centre de Recherche Bretonne et Celtique. UBO. Brest, 2008, 292 p.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité