Lanv du an Amoco Cadiz

Aozer : Tudi Kernalegenn / Mezheven 2020
E 1978 e rae peñse an Amoco Cadiz a-vaez da aodoù bro Leon, hag e voe kiriek eus unan eus al lanvioù du gwashañ bet biskoazh. C'hoarvezet eo pa oa reuz bras a-enep an nukleel hag ar boblañs a savas he mouezh gant al lugan « mazoutet hiziv, skinoberiek warc'hoazh ». An dilennidi breizhat a stagas gant un tamall dirak al lez-varn a-enep ar stroll Amoco. Trec'h e vint en diwezh e 1992.

Abaoe m'eo aet an Torrey Canyon d'ar strad e 1967 he deus gouzañvet Breizh ur steudad lanvioù du. An eoullestr bras Amoco Cadiz a reas peñse d'ar 16 a viz Meurzh 1978 a-vaez da Witalmeze. Ouzhpenn 220 000 tonenn fuel a voe stlabezet war aodoù Bro-Leon. Stroñset e voe tud ar vro gant ampled ar freuz, morse ne oa bet gwelet kement-all a-raok, ha stroñset ez voent ivez gant diefedusted ar gouarnamant (plan Polmar).

Emskiant ekologel

Adalek ar 17 a viz Meurzh e voe aozet ur vanifestadeg war ar prim a vodas pevar c'hant den. An hini gentañ eus un ugent bennak a voe dalc'het e-doug pemzektez. Netra nemet e Penn-ar-Bed eo ouzhpenn 50 000 den a gemeras perzh enne. Savet e voe un dek bodad enep-lanv du, alies el luskad an enepnukleel, ar slogan « Mazoutet hiziv, skinoberiek warc'hoazh » a rae berzh. D'ar c'houlz-se, gwir eo, e oa oberiant bras ar stourm enepnukleel nepell diouzh lec'h ar peñse e Ploñger. Un nebeud devezhioù goude e voe dilezet Ploñger ha dibabet Plougoñ.

Peg-sun ar c'henstrollad Amoco Cadiz Brest. Kredad : Gérard Borvon

Displeget e vez dre ar c'hemennadennoù hag ar manifestadegoù n'eo ket al lanv du un darvoud tonket da vezañ met ur gudenn bolitikel : « bannieloù-lezober », « klask ar ramzegezh » « brasaat kousto pe gousto » a vez lakaet war wel da vat. Savboent an dud dirak al lanv du a zegas un emskiant ekologel e-touez ar boblañs.

Istor hir ar varnerezh

Adalek an nevezhañv 1978, en em vodas an dilennidi e strolladoù kenurzhiañ hag evezhiañ, unan e Penn-ar-Bed, unan all e Aodoù-an-Hanternoz. A-gevret gant kevredigezhioù an endro ha tud a vicher an arvor, e tivizont dougen klemm ha digeriñ un obererezh barnerezhel e Chicago a-enep ar strollad Amoco (anvet d'ar c'houlz-se Oil of Indiana). Setu penn kentañ istor hir ar varnerezh.

E miz Even 1980 en em unanas strollegezhioù lec'hel ar vro gant sindikad kemmesk gwareziñ ha mirerezh aodoù gwalarn Breizh, en ur vodañ 92 gumun, departamantoù Penn-ar-Bed hag Aodoù-an-Hanternoz, gant skoazell koulz lavarout holl dud micherioù ar mor hag ivez an SEPNB (Kevredad evit studiañ ha gwareziñ an natur e Breizh) hag an LPO (Kevre gwareziñ al laboused). An aozadur dileuriañ-se a-berzh ar boblañs taget gant lanv du an Amoco Cadiz a gemeras neuze penn ar stourm barnerezhel evit kaout un digoll evit ar reuzidi. Alphonse Arzel, maer kreizelour Gwitalmeze, a voe anvet prezidant an aozadur ha ren a raio ar stourm e-pad ugent vloaz.

Kregiñ a reas ar prosez d'ar 4 a viz Mae 1982. Goude ur prosez hirbadus, ar barner Mac Garr a zisklêrias e oa kablus Standard Oil eus gwallzarvoud an 18 a viz Ebrel 1984. E miz Mae 1986 e krogas eil lodenn ar prosez evit an digolloù. Echuiñ a reas d'ar 24 a viz Mezheven 1990 met ne voe roet nemet 123 milion a lurioù d'ar Sindikad kemmesk, kalz, kalz nebeutoc'h eget ar pezh a oa bet goulennet gantañ. Galv a voe graet hag en diwezh e tapas 225 milion a lurioù d'ar 24 a viz Genver 1992 (roet e voe ur miliard d'ar Stad c'hall). Ma ne voe roet nemet 10% eus ar pezh a c'houlenne ar Sindikad e c'heller evelkent lavarout ez eo bet ur prosez istorel hag un trec'h evit ar Vretoned. Evit ar wech kentañ e voe kondaonet ur gompagnunezh tireoul vras da zigoll ar reuzidi.

Lanvioù du e Breizh

Devarnadurezh

Goude ul lanv du all e 1999, hini an Erika, e tivizas ar vaered ledanaat kefredioù ar Sindikad kemmesk evit kenderc'hel gant ar stourm a-enep saoutradur ar mor. Dont a reas da vezañ Vigipol e 2001, gant ar c'hefridi « kenurzhiañ hag unaniñ galloudoù pep stollelezh ezel evit ober diouzh se e pep lec'h, gant an holl gevelerien pe vefent gall pe estren, evit gwareziñ an aodoù, an arvoriz hag o interestoù. »

Efedoù lanv du an Amoco Cadiz a zo bet niverus ha padus. Estreget Vigipol, ez eus diwanet aozadurioù all evel ar CEDRE (kreizenn teuliaouiñ, enklask hag arnodiñ war saoutradur an dour dre zarvoud). Divizoù startoc'h evit ar surentez a zo kemeret : ouzhpennet ez eus bet e 1978 un tour-radar war tour-tan ar Stif en enez Eusa, ur ramoker, an Abeille Flandre a zo diazezet e Brest un toullad mizioù diwezhatoc'h prest da vezañ buan war tremen Eusa a zo lec'hiet pell a-walc'h eus an aodoù ha suraet, h.a. En diwezh, prosez an Amoco a zo bet un devarnadurezh war live ar bed a-bezh, hag e c'heller, dre-se, kas d'al lez-varn ar re gablus eus al lanvioù du.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Lanv du an Amoco Cadiz », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/06/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/lanv-du-an-amoco-cadiz

Bibliographie

  • Arzel Alphonse, Le procès de l’Amoco Cadiz, Rennes, éditions Ouest-France, 2004.
  • Beaulieu François de, Les dents du progrès, Paris, Le Sycomore, 1978.
  • Bouteloup Claire, Amoco Cadiz, mémoires vives (1978-2008), Brest, Cèdre éditeur, 2008.
  • Bulot Jean, Le drame de l’Amoco Cadiz, Spézet, éditions Jean Bulot, 1990.
  • Kernalegenn Tudi, Luttes écologistes dans le Finistère. Les chemins bretons de l’écologie (1967-1981), Fouesnant, Yoran embanner, 2006.
  • Kernalegenn Tudi, Histoire de l’écologie en Bretagne, Rennes, éditions Goater, 2014.
  • Rochard Yvon, L’affaire Amoco, Douarnenez, éditions ArMen, 2005.

 

Filmographie

  • Charles Yannick, Mémoires d’Amoco, France 3, 28’, 1994.
  • Pahun Jean-François, Le Beau Combat, Sundeck Films/France 3, 52’, 2006.
  • Vautier René, Marée noire, Colère rouge, Unité de production du cinéma breton, 54’, 1978.

 

Sites internet 

Chansons 

  • Tri Yann, Le soleil est noir, Urba, 1978.
  • Alain Barrière, Amoco, 1978.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité