Torrey Canyon

Aozer : Tudi Kernalegenn / Mezheven 2020

D'an 18 a viz Meurzh 1967 e reas peñse, a-vaez da Gernev-veur an Torrey Canyon, un eoullestr ennañ 121 000 donenn a eoul maen. Mont a reas da skeiñ war bennoù-karreg Seven Stones, brasañ lanv du an istor. Al lennadoù tireoul a dizhas aodoù hanternoz Breizh adalek an 10 a viz Ebrel hag e voe mastaret an traezhennoù, ha gwastet an natur a-hed an aodoù.

Kroget e voe an naetaat adalek an 11 a viz Ebrel hag an dud a youl vat, niverus, o deus dizoloet pegen dister e oa ar binviji stourm – palioù ha sailhoù – evit dont a-benn eus ar pezh a oa c'hoarvezet. Skoazellet int bet gant soudarded ar 117vet rejimant troadegiezh Lanneier Oue. Ar c'hevredigezhioù, dreist-holl an SEPNB hag an LPO, a gemeras buan an intrudu da saveteiñ al laboused mastaret gant ar mazout. Met n'eus ket bet tud o sevel o mouezh. Skodeget oa an holl.

Koulskoude, al lanv du-mañ a lakaas un toullad mat a dud da vezañ emskiant eus an ekologiezh, digoret m'eo bet o daoulagad gant skeudennoù leun a vazout ha laboused gludet. En em rentañ a reont kont ez eo ivez ar saoutradur afer an dud ha ket hepken hini al laboused, al loened hag ar plant. Albert Lucas, prezidant ha diazezer an SEPNB a roas da c'houzout neuze : «  en eil lodenn-mañ eus an XXvet kantved, eo deuet obererezh mab-den da vezañ ken stank ha ken liesseurt evit abegoù ekonomikel ha armeel ma n'hello mui ar mor degemer pep tra hep na gemmfe. Prestik e vo torret ar c'hempouez ma ne gemerer ket disentezioù evit saveteiñ an endro er bed a-bezh ».

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Torrey Canyon », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/06/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/torrey-canyon