Lazhadegoù Machikoul

Aozer : Anne Rolland-Boulestrau / Du 2016

E Machikoul, e su departamant Liger-Izelañ (Liger-Atlantel) e sav ivez kudennoù gant an tennañ d’ar sort. Hervez ar vrud, e penn kentañ miz Meurzh 1793, ez eus bet fardet kantadoù a c’hrizilhonoù en Naoned gant ar batrioted a-benn kas dre heg ar baotred yaouank d’an harzoù. D’an 11 a viz Meurzh 1793 en em gav miliadoù a dud eus ar c’humunioù tro-dro e Machikoul. Ar republikaned e karg a glask marc'hata  evit sioulaat ar pezh a gav dezho bezañ un emsavadeg peizanted nemetken. Met ken fuloret eo an dud ken e toullbac’hont degadoù a batrioted er c’hastell. Etre an 20 a viz Meurzh ha penn kentañ miz Ebrel 1793 ez eus bet lazhet moarvat etre 100 ha 180 prizoniad, daoust ma’z eo diaes reiñ ur niver resis rak ne oa marilh ebet d’ar c’houlz-se. Boullemer, beleg touer manet bev, a uhela an niver o komz eus etre 500 hag 800 den boureviet, mac’hagnet, ha muntret en un doare kriz gant an emsavidi. Adkemeret e vez ar sifroù-se gant Michelet ha gant Jaurès da c’houde. Hervezo e vefe bet gourc’hemennet al lazhadeg gant Charette. Ma vezer sur e oa war al lec’h adalek ar 14 a viz Meurzh, e tifennas d’e dud (war-dro 80 den) kemer perzh el lazhadeg, dindan boan a varv.

Taolenn gant Flameng, Lazhadegoù Machecoul, 1884, Mirdi Arz hag Istor Cholet.

Ne ziskouez ket taolenn Flameng ar memes istor tamm ebet. E fin an XIXvet kantved, e-pad lid kantved bloavezh an Dispac’h gall, eo bet livet an daolenn divent-se, 5 metrad war 6,5 metrad, a adkemer danevell republikan an darvoud. Spazhadur ar beleg, fuzuilhadeg maouezed ha brogarourien yaouank, debron gouzout kleñvedek « Amazonezed » Charette, diseblanted ar bagad en drektalenn, an holl glichedoù zo aze evit flemmskeudenniñ ar Vandeiz. O rakwelout lid an enepdispac’h, a ziskouezo ar Vandeiz evel merzherien ha reuzidi an Dispac’h, e kinnig Flameng anezho evel bourevien gwadsec’hedig ha warlec’hiet.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Anne Rolland-Boulestrau, « Lazhadegoù Machikoul », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 14/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/lazhadegou-machikoul

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù