Galvadeg an 300 000 soudard : Penn kentañ ar brezel diabarzh

Aozer : Anne Rolland-Boulestrau / Du 2016
E miz C’hwevrer 1793 ec’h embann ar Vodadenn vroadel un dekred evit gervel 300 000 soudard a-benn mont da vrezeliñ war talbennoù ar reter hag ar biz. Degas a ra an diviz-se da soñj e milisoù ar Renad kozh ha gwelet fall eo gant meur a zepartamant gall. Er c’hornôg eo an taerañ ar stourm : kregiñ a ra neuze ar brezel diabarzh ha padout a raio tri bloaz.

En desped da ali republikaned ’zo evel Robespierre e tisklêr Bro-C’hall ar brezel d’an Impalaeriezh e miz Ebrel 1792. Diazezet eo ar brezel war engouestl ar bobl. Daoust da drec’h Valmy e miz Gwengolo 1792, emañ e soñj ar Vodadenn vroadel nevez-dilennet da ginnig ur sistem tuta ledanoc’h, dre ma c’hell ar soudarded a youl vat a zo en arme dija kuitaat anezhi adalek Kerzu 1792, padal e kendalc’h trouzioù a vrezel da zont eus an estrenvro.

Lezenn miz C’hwevrer 1793

Lezennoù nevez zo votet gant ar Goñvañsion evit rakwelout kudenn an tuta ha derc’hel d’an niver ret a soudardel er vro : setu galvadeg an 300 000 den. An holl zepartamantoù a rank kemer perzh e striv ar c’halvadeg, hervez an niver a annezidi ha hini an dud a youl vat a oa bet dastumet ar wech kentañ.

Klask a zo war baotred etre 18 ha 40 vloaz, dizimez pe intañv, hep bugale, dibabet hervez an niver a soudarded da gaout. Echu gant ar youl vat, ar sevel soudarded zo heñvel ouzh ar milis kozh diazezet gant Louvois da vare Loeiz XVI ha torret gant kaieroù klemm 1788-1789. Broioù ar c’hornôg, ar c’hreiz hag en ul lodenn eus ar mervent bet a viskoazh oa kentoc’h a-enep, gwarezet ma oant gant melestradurezh ar roue.

Dizingal eo galvadeg ar soudarded hervez an departamantoù : hini Liger-Izelañ (Liger-Atlantel) a rank kas 7 327 den, hini Maine-et-Loire 3 060, an Deux-Sèvres 5 920, daoust ma’z eus kalz nebeutoc’h a dud eno. Kemennet eo e vo tennet d’ar sort e penn-distrigoù Anjev d’an 20 ha d’ar 24 a viz C’hwevrer 1793. E penn kentañ miz Meurzh e krog ar reuz a-enep da c’halvadeg an 300 000 den en Anjev, er Mauges evit bezañ resisoc’h (Bro Cholet).

Kartenn ar c’halvadeg soudarded a youl vat e Frañs 1791-1792

Deroù an enebiezh

D’ar Sul 3 a viz Meurzh 1793 e oa leun an tavarnioù e Cholet, ha komz a rae an dud diwar-benn an tennañ d’ar sort a oa da vezañ. Tamm-ha-tamm « ar baotred yaouank », evel ma lavar an testoù a oa aze, a sav birvilh enno hag a lavar « ne dennint ket ». Klask a ra ar warded vroadel mirout an urzh vat. Goulenn a ra melestradurezh an distrig sikour digant Angers. War washaat ez a ar reuz e fin an devezh ha gloazet d’ar marv eo Poché, komandant ar warded. Hep kemer e kont an darvoudoù e tiviz an distrigoù all mirout an tennañ d’ar sort an devezhioù war-lerc’h. Distrig Saint-Florent-le-Vieil, da skouer, a c’halv ar wazed yaouank d’an 12 a viz Meurzh 1793. Ar wech-mañ e tarzh an traoù diouzhtu etre ar warded, pennoù bras an distrig hag an dud diwar ar maez deuet eus ar c’humunioù tro-war-dro. Ar paperoù a vez devet hag ur youc’h emgav savet: « Nann d’an tennañ ha bevet hor beleien vat ! ». Ledanoc’h eget galvadeg ar soudarded eo an afer.

Kartenn departamantoù ar c’hornôg, 1791, dielloù kozh Skol-veur gatolik ar c’hornôg

D’ar memes mare ez eus emsavadegoù all en departamantoù e-kichen. Aloubet eo Machikoul d’an 11 a viz Meurzh ha Savenneg d’an 12. E Roazhon eo displijet bras ar vevelien, tapet ivez gant galvadeg ar soudarded. E Pondi eo taget ar warded vroadel gant tud o tont eus parrezioù diwar-dro. 25 emsaviad zo lazhet. Reuz a sav ivez er Sarthe hag er Mayenne, ha klevout a reer komz dija eus pennoù chouanted, Jean Chouan hag e vreudeur da skouer, a stag d’en em gannañ.

Abegoù an emsavadeg

Kavout a reer abeg el lezenn, er stumm m’eo kinniget. An holl baotred n’int ket rediet da dennañ d’ar sort : evit gwareziñ ar velestradurezh ne denno ket d’ar sort an dilennidi hag ar gargidi. Ar re binvidikañ a c’hell bezañ erlec’hiet. Dizingalded, droug en dud, enebiezh a-gozh ouzh ar milisoù er c’hornadoù-se, ar Republik n’he deus ket kemeret a-walc’h e kont an nerzh stourm. Hag en tu-hont da se e washa an traoù gant kudenn lezenn diazez ar gloer (beleien touer a asant hag a le ha beleien didou toullbac’het en Angers).

Adalek an 13 a viz Meurzh 1793 e c’houlenn tud yaouank ur gêriadenn vihan eus distrig Saint-Florent, Le Pin-en-Mauge, ali Jacques Cathelineau, gweturer, un den anavezet er c’hornad ha n’en doa ket da dennañ d’ar sort (dimezet ha tad 6 bugel). Kompren a ra hemañ eo ret kevreañ ar buanañ ma c’heller kumunioù all ar rannvro, an holl a-enep al lezenn, ha kemer a ra penn ur bagad a vrasa dre ma’z a war-raok er Mauges. Dalc’het eo kêrioù ar c’hornad an eil war-lerc’h eben : Jallais, Chemillé, Cholet. En em aozañ a ra ar c’humunioù en-dro da « gabitened parrez » ha da bennoù lec’hel dibabet evit o barregezh da gas ar soudarded d’an emgann hag evit o nerzh-kalon evel Stofflet, Lescure, d’Elbée, Charette...

Ar republikaned, dibaseet, a zilez an dachenn d’an emsaverien, o krediñ eo liammet ar reveulzi d’an tennañ d’ar sort. E gwirionez eo faos penn-da-benn o dielfennadur. Kalz a-raok an tennañ d’ar sort e oa en em frammet poblañs ar c’hornôg abalamour da gudennoù ekonomikel (gwerzh ar madoù broadel ha tud diwar ar maez n’o deus tamm krog ebet warno), d’an enebiezhioù politikel (kemm ar bevennoù melestradurel hag ar bevennoù-parrez) ha da nec’hamant an dud gant lezenn diazez ar gloer. E 1791 dija e oa bet prosesionoù-noz war ar maez er Vande, en Anjev, e Breizh, e Mayenne (trowardroioù Pontmain da skouer), a ziskoueze e oa stag an dud ouzh ar gloer hengounel. Disfiz a oa ivez war an dilennadegoù-kêr. Tremen a ra fall an traoù ha ne bad ket pell peurliesañ ar veleien touer er parrezioù diwar ar maez. Miliadoù a beizanted en em vod e Gwened e miz Genver 1791 evit difenn o eskob a oa a-enep lezenn diazez ar gloer ha dindan gwask ar warded vroadel. En eskopti-se e nac’h ur bern « beleien didou » dilezel o farrezioù d’ar re « intru ». Kement-se a washa ar feulster ha galvadeg an 300 000 soudard a sach ar vroad a-bezh war-zu ar brezel diabarzh.

 

Troet gant Kuzul ar brezhoneg

Levrlennadur

  • Dupuy Roger, Les Chouans, collection « La vie quotidienne », Paris, Pluriel, Hachette, 1997. Gérard Alain, Pourquoi la Vendée ?, Paris, Colin, 1990.
  • Martin Jean-Clément, La guerre de Vendée en 30 questions, La Crèche, Geste éditions, 1996.
  • Rolland-Boulestreau Anne, Cathelineau généralissime de l’armée vendéenne (1759-1793) en 30 questions, Geste éditions, 2001.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù