Le conte du Papegau : avanturioù yaouankiz ar roue Arzhur

Aozer : Patricia Victorin / Mae 2023

E dibenn ar Grennamzer (er 14vet pe er 15vet kantved) eo ket kompozet an danevell digunvez-mañ, Le Conte du Papegau (kontadenn ar Papegau). N'eo ket bet miret ar romant bihan, skrivet e komzoù plaen, nemet en un dornlevr. E Le Conte du Papegau e vez leurennet ar roue Arzhur, asambles gant ur peroked, da vare e yaouankiz. Yaouank eo met kozh eo e istor, bet skrivet tri c'hantved a-raok e meur a zanevell gant Chrétien de Troyes. Int-i o-daou a vev neuze en-dro an avanturioù a oa c'hoarvezet d'ar varc'heien Yvain, Lañselod, Érec ha Perseval gwechall. Emañ an danevell etre eñvorennoù ur bugaleaj laouen hag adlavar dizehan ur peroked, ha skrivet eo en toulloù bet laosket gant Chrétien de Troyes pa gont avanturioù ar roue Arzhur a zo deuet da vezañ, da vare an danevell, le Chevalier au Papegau (marc'heg e beroked). Peñse a ra e vag goude meur a avantur, pa oa prest da zistreiñ d'e lez. Skoet eo Arzhur, a vez graet marc'heg e beroked anezhañ bremañ, war un enezenn. Eno e anavez ur c'horr a oa bet e lez Arzhur gwechall. O vezañ neuze e-maez an amzer e vez degaset d'e vare dezhañ, hini Chrétien de Troyes hag hini Arzhur, a zo digemm. Digoret e oa bet an danevell e kastell Kameled, ul lec'h faltazi. Klozet eo e Windsor, annez ar rouaned e Breizh-Veur abaoe Edouarzh III. Degas a ra ar faltazi d'ar bed gwirion en-dro : Arzhur, a oa nevez-marc'heget pa 'z eo aet kuit, a zo deuet da vezañ ar roue kozh en-dro dre vurzhud. Adkavout a ra e identelezh a roue Arzhur gant ar c'horr gwenn e vlev. Ne raio ket ken gant e lesanv a varc'heg e beroked.. A-benn ar fin ez a en-dro ar romant en un amzer etre krommelloù, betek ma teufe Arzhur da vezañ diabafet, ha da vezañ Arzhur en-dro.

An danevell digunvez-mañ a zo pinvidikoc'h eget pezh a soñjer da gentañ-penn. Ober a ra van da vezañ o tont eus orin romantoù Chrétien de Troyes ha diduañ a ra al lennerien a zo gouest da anavezout an tresoù bet amprestet digant Chrétien de Troyes. Daoust hag e ranker lenn ar romant evel diduamant ul lenner kozh em-leurennet er papegau (tad-kozh ar peroked) a ya gant Arzhur ? Pe e vefe ul levr evit ar vugale ? Forzh penaos, betek al lenner a-vremañ en do plijadur, sur, gant ar romant digunvez ha fentus-mañ.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patricia Victorin, « Le conte du Papegau : avanturioù yaouankiz ar roue Arzhur », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 9/05/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/le-conte-du-papegau-avanturiou-yaouankiz-ar-roue-arzhur

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù