Maen-bonn Breizh

Aozer : Philippe Lanoë / Kerzu 2016

Fetisaet e oa ar vevenn etre Breizh hag Anjev gant « Maen-bonn Breizh » abaoe ar Grennamzer.

Plaque de la rue de la Pierre de Bretagne

Ingrandes (< icoranda* ger galian a dalv kement ha bevenn), d’ar mare galian ha gall-ha-roman war-lerc’h, a verk ar vevenn etre an Andiz (Anjev) hag an Namnediz (bro Naoned). Seblantout a ra mirout e roll a vevenn etre an eskoptioù hag ar c’hontelezhioù e deroù ar Grennamzer.

Ar vevenn etre Breizh hag Anjev a dremen aze pa grog ar vevenn da stabilaat tro an XIvet kanved er c’horn-se. Kerkent hag ar mare-se e vez menneget ar maen en dielloù hervezh Dictionnaire historique, géographique et biographique de Maine-et-Loire savet gant Célestin Port.

Menneget eo ar maen war veur a gartenn eus an oadvezh Modern. Dielloù ar XVIIvet kantved hag an XVIIIvet kantved a zalc’h sonj eus an termenadur arouezius « Antre Frañs » (Jean Ménager) roet ingal da Ingrandes. N’eus ken anezhañ adalek 1792, d’ar mare-se ez eo gwerzhet d’ur meingleuzier e anv ar Republik nevez flamm « unvan ha disrannadus ».

 

Troet gant Philippe Lanoë

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Philippe Lanoë, « Maen-bonn Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 14/12/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/maen-bonn-breizh

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité