Man-taouarc’h La Pylaie

Aozer : Bernard Clément - José Durfort / C’hwevrer 2021

N’o deus ket man-taouarc’h La Pylaie pennadoù brinsad stank e stumm stered ; tres man neudennek o deus kentoc’h, d’ar liesañ liv kistin-ruz dezhe betek àr an du. Stank a-walc’h e vez an del ovalek doc’h an dreujenn bennañ, a ya diàrni lies-mat  un nebeut brinsennoù berr, unan-hag-unan pe strollet div-ha-div, del bihanoc’h doc’hte. Evel ma vez kont get kement seurt man-taouarc’h a zo, n’o deus ket a organoù evit stagañ doc’h an douar, hag o del a zo anezhe rouedadoù reoliek a zaou seurt kelligoù : kelligoù bev strizh ha liammet an eil get eben, hag etreze kelligoù goulle hag a zalc’h dour enne. E-dan ar werenn-greskiñ e weler n’eo ket kalz ledanoc’h ar c’helligoù goulle evit ar re vev. Padal, ar man-taouarc’h arall o deus kelligoù goulle ledanoc’h.

En natur e vez kavet ar man-taouarc’h-mañ er lanneier mouest hag en taouarc’hegi, lec’h ma vez berrañ ar plant arall, hag er lodennoù izelañ, e izelennoù ma vez ur gwiskad tanav a zour d’ar gouiañv, hag er lec’hioù ma ne vez ket kevezerezh get spesadoù plant arall abalamour d’an nebeud a vagadurezh a gaver enne.

E Europa, tra souezhus, ne vez kavet ar man-taouarc’h-mañ nemet e daou gornad bihan kreñv enne levezon ar meurvor àr an hin : an Asturi ha dreist-holl ar Galis e bro-Spagn, ha Breizh-Izel er Frañs. N’eus ket bet gwelet a ouennadur sekset gete er lec’hioù-se. Un digresk zo bet stadet e poblañsoù ar spesad-se e Breizh en dekvlezioù diwezhañ. Ur spesad gwarezet eo hiziv-an-deiz er Frañs, hag ur spesad a-dalvoudegezh àr live Europa ; mirout ar re-se zo bet lakaet da bal get Unvaniezh Europa, dre ar rouedad lec’hiennoù Natura 2000 e-mesk traoù arall.

 José Durfort

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Bernard Clément - José Durfort, « Man-taouarc’h La Pylaie », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 9/02/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/man-taouarc-h-la-pylaie

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité