Maouezed Breizh er stourm

Aozerez : BCD / C’hwevrer 2026
A-bouez bras eo bet perzh ar maouezed e stourmoù sokial pe evit an endro e Breizh. Koulskoude e vez izelaet o engouestl ha nac’het a-wechoù zoken.

Sant-Brieg, d’an 10 a viz Meurzh 1972. Votiñ a reer a-du gant an harz-labour dibaouez e labouradeg ar Joint Français. Ouzhpenn 60% a vaouezed, micherourezed arbennik anezho, a ya d’ober nerzh labour an embregerezh-mañ eus Aodoù-an-Arvor. « Graet hon doa ar peadra evit lakaat strafuilh en hol labour, a gont Julia Le Louarn, labourerez er Joint Français d’ar mare-se. Heñvel e veze diouzh noz, diskregiñ a raemp diouzh hol labour, a skipailhoù. Goude-se e oa bet divizet an diskrog-labour, ha d'ar poent-se e oa deuet an holl er maez. » 

Ul luskad a gengred divent a ziwanas diouzh harz-labour ar Joint français hag a gonto evit istor ar vro. Dres evel e Plougoñ (Penn-ar-Bed), e Beg ar Raz. Er bloavezhioù 1980 e oa bet krouet ul luskad evit sevel a-enep staliadur ur greizenn nukleel. Un digarez e voe an enklask publik, ur bazenn ret a-raok na grogfe al labourioù, evit lakaat da glevout er mediaoù mouezhioù enebourien ar raktres. Ar re gentañ anezho o vezañ maouezed, evel Amélie Kerloc’h, maerez ar gumun d’an ampoent. Aozañ a reont oberadennoù e-pad an noz evit mirout ouzh an dud mont tre er vourc’h hag e talc’hont penn ouzh ar warded-red ! Miliadoù a vanifesterezed hag a vanifesterien o tont da skoazell anezho ; biken ne zeuio da wir ar greizenn-mañ.

A-raok an Dispac’h Gall

Abaoe pell e ouie ar maouezed an tu da vezañ klevet. A-raok an Dispac’h gall zoken, e 1767, o doa harzet ar micherourezed gant o labour evit gounez gwelloc’h goproù e mengleuzioù plom arc'hantus Poullaouen (Penn-ar-Bed). C’hwec’h sizhunvezh e padas an tabutoù ; da zibenn holl e teujont a-benn da c’hounez o fennkaoz. Hervez an istorour Vincent Daumas « kentañ harz-labour benelour an istor anavezet diouzh hor mammennoù e c’hellfe bezañ end-eeun. »

War liesaat ez aio ar stourmoù-se, diwezhatoc’h, el labouradegoù. E 1917, e meilh-boultr Pont-ar-Veuzenn (Penn-ar-Bed), e stag ar micherourezed gant an harz-labour, pa rankent gouzañv ul lusk labour tuzum ha paeet nebeutoc’h eget o c’henseurted c’hourel. An heñvel dra a c’hoarvezas da heul ar c’hentañ Brezel-bed (1914-1918), e Douarnenez, pa c’hounezas micherourezed ar friturioù kresk o gopr goude meur a sizhunvezh stourm, e 1925.

Un istor en divemor

En amc’houloù avat e chom alies perzh ar maouezed. Er Joint français, daoust d’ar maouezed bezañ ar re niverusañ el labouradeg ez eo gwazed hag a zalc’h krog ouzh ar mikro hag a vez aterset gant ar mediaoù. Ha piv a anavez, hiziv an deiz, an hir a emgann a oa bet kaset el labouradeg lienerezh Chantelle e Sant-Ervlan (Liger-Atlantel), lec’h m’o doa bac’het ar micherourezed o mestr-rener ha votet a-du gant an diskrog-labour dibaouez, e 1981 ? Heñvel ar jeu e porzh-pesketa an Oriant (Mor-Bihan) p’o deus sachet emgannoù an dokerien evezh ar c’hazetennoù. Kaset d’an divemor koulskoude galvadeg micherourezed ar porzh a c’houlenne groñs ur statud  heñvel ouzh hini o c’henseurted c’hourel.

Ar filmaozerez gall-ha-suisez Carole Roussopoulos (1945-2009) hepken he deus sachet hec’h interest warno e 1985. Evit ar wech kentañ moarvat eo bet luc’hvannet warlene en Oriant an teulfilm Labourerezed ar Mor savet ganti. Daou-ugent vloaz goude ar filmerezh e oa deuet d’ar sal-skignañ lodenn vrasañ ar pennc’hoarierezed, syndikadourezed en o zouesk. Fier-ruz ma oant bepred gant ar stourm o deus kaset war-raok.

 

 

 

 

Pignat