Mirlec’h dour Les Gallets

Aozer : Erwan Le Gall / Du 2020

Ha ma vefe diwelus brasañ oberenn Hausmann Roazhon ? Gant 116 piler 6 metrad uhelder oc’h ober anezhañ, e tenn mirlec’h‑dour Les Gallets ouzh un iliz‑veur mein mañsonet ha n’heller ket arvestiñ gwall alies, p’en em gav dindan zouar, ha ne vez digoret d’an dud nemet ral a wech.

Implijet eo bet mirlec’h‑dour Les Gallets e penn‑kentañ ar bloavezhioù 2010, ha m’eo bet serret abaoe n’eo ket evit abegoù teknikel, met evit abegoù reolennoù ! Re vras e oa deuet da vezañ evit klotañ gant an normoù nevez lakaet da dalvezout. Mont a rae 20 000 m3 dour ennañ, evit‑se e chome an dour meur a zevezh ennañ, pezh n’eo ket aotreet ken… Ouzhpenn da‑se he deus ranket ar gêr bezañ strishoc’h gant an dispign dour, ha n’eo ket ken bras an ezhommoù eget pezh e oant ur c’hantved zo, daoust m’eo brasaet spontus ar boblañs. Sed aze unan eus an traoù c’hoarvezet ur wech pa oa aet kuit an industriezhioù (kivijerezhioù, pe c’hoazh ar vreserezh Graff, hag a lonke dour Roazhon e-leizh).

Pa veze implijet ne veze posupl mont da welet mirlec’h‑dour Les Gallets pa veze goullonderet hepken, da lâret eo pa veze graet skarzhadeg ar mirlec’h bep pemp bloaz. Ha memestra hiriv an deiz. Rak evit mirout ma c’hoarvezfe riskladurioù douar eo bet leuniet ar mirlec’h-dour, ha ne c’heller gwelet anezhañ nemet pa vez skarzhet evit al labourioù naetaat ret. Da geñver  Devezhioù ar Glad eo an digarezioù rouez-tre ma c’hell Roazhoniz dont d’ober anaoudegezh gant ar savadur ken souezhus.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Mirlec’h dour Les Gallets », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/11/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/mirlec-h-dour-les-gallets

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité