Berzh o deus graet ar videoioù savet e brezhoneg hag istitlet e galleg gant Gwenole Olier. E Plouider e ra hemañ koulz gant loa doull hir ar vreserien ha gant e gamera. Bep a venveg eta d’e zaou blijadur brasañ : ar bier hag ar brezhoneg, an eil o vrudañ egile evit brasañ gounid e vreserezh Distribilh., stag anv pep seurt bier d’ur c’hrennlavar brezhonek.
Ar mod-se d’ober n’en deus ket e bar e-touez breserien Breizh ha pa gaver un nebeud anvioù brezhonek – An Alarc’h, da skouer - e-mesk breserezhioù Breizh. Ne chom ket ar vreserien-se koulskoude hep klask tennañ gounid eus skeudenn « Made in Breizh » o marc’hadourezh. Goulenn a ra ar goñsumerien kaout bier eus ar vro ha talvoudus eo skeudenn Breizh en estrenvro ivez. E gourmarc’hadoù Bro-Frañs a-bezh e vez gwerzhet gant La Brasserie de Bretagne ar bier Britt, brudet dre galkulo e dikedenn. Ha goût a oar breserezh Lancelot stagañ ouzh e evajoù anvioù tudennoù mojennoù pe istor Breizh, ar Vorganez pe Anna Vreizh paneveken. Ur choaz hag a sach segal, ha n’eo ket heizh an taol-mañ, e arc’h o embregerzh. Arc’hant bras awalc’h da bostañ lod e skipailhoù mell-droad, er VOC e Gwened pe er gelaouenn Bretons. Evel-se e kasont an dorzh d’ar gêr, emezo : « Kenskoaz omp gant Breizh rak diwar Vreizh an hini e vevomp ».