Savidigezh ar gevredigezh « Produet e Breizh »

Aozer : Erwan Chartier / Du 2016
E-kreiz ar bloavezhioù 1990 an hini e oa bet krouet al luskad « Produet e Breizh », awenet gant ur serten « brogarouriezh armerzhel » diwanet e deroù an XXvet kantved ha diorreet gant ar Comité d’étude et de liaison des intérêts bretons (CELIB). Ne oa ket aet al label « Made in Breizh », bet krouet gant Danièle Floc’hlae un dek vloaz bennak a-raok, pelloc’h evit metoù un dornad emsaverien. Un trec’h eo avat al luskad « Produet e Breizh » abaoe ar bloavezhioù 1990, o vezañ ma kaver ennañ oberourien veur an armerzh e Breizh, kat da grouiñ labour er vro. Ar soñj krouiñ ul logo o testeniekat eus orin breizhek an danvez boued an hini en deus roet e lañs da « Produet e Breizh ». Kinniget e voe d’ar Scarmor, kreizenn prenañ ar stalioù Leclerc, a asantas ober un taol-arnod gantañ davet e bratikoù. Berzh a reas diouzhtu. Dilezet e voe ar ger « testeniet » avat, ha lakaet « produet » en e blas.

Taol-lañs e 1995

E 1995 e voe pedet d’ur vodadeg emsevel un tregont bennak a batroned, en o zouez Jean-Claude Simon (strollad Even), Jean-Marie Le Gall (Savéol), Jean-Yves Chalm (Le Télégramme). D’an « embregerezh kevredigezhel »-se e voe roet da bal kas war-raok diorroadur padus an tiriennoù hag al labour e Breizh. Buan e voe staget ul logo ouzh an anv « Produet e Breizh », un tourtan ha brastres kartenn Breizh anezhañ. Peget war ar madoù bet dibabet (ouzhpenn pevar mil anezhe e 2014) e voe brudet buan. E 1995 e voe frammet rannoù kentañ al luskad « Produet e Breizh » : rann madoù ar pemdez ha rann an dasparzherien a-vras. Kerkent ha krouet eta en deus tapet « Produet e Breizh » krouiñ liammoù dic’hortoz etre embregerezhioù ar boued e Breizh ha reoù an dasparzh madoù a-vras. Un darempred dibar anezhañ pa soñjer pegen start e vez ar marc’hatañ etreze peurliesañ.

Logo « Produet e Breizh ». © Kevredigezh Produet e Breizh

Armerzh ha sevenadur

Buan-a-walc’h e voe savet rannoù-all, en-dro da embregerezhioù ar servijoù ha d’ar bankoù dre ma zo e Breizh ur rouedad bankoù kengred o plediñ gant diorroadur an tiriennoù tostañ. Muioc’h c’hoazh e voe savet ur rann gouestlet d’ar sevenadur ha d’ar c’hrouiñ, he fal krouiñ liammoù etre metoù ar sevenadur hag an arzh ha reoù an armerzh. Koazhet eo hec’h obererezh avat abaoe un nebeud bloavezhioù. Evit rann ar brezhoneg, broudet en deus implij sokial ar yezh e meur a embregerezh.

Skritell-arnod. « Unan eus ar skritelloù kentañ ». © Kevredigezh Produet e Breizh

Ur rouedad tri c’hant embregerezh

Adalek ar bloavezhioù 2000 en doa kroget « Produet e Breizh » da vont en-dro e mod ur rouedad oc’h aezetaat an darempredoù, par ma kav pep hini e gont enno, etre bed ar batroned hag interestoù rannvroel(our) zo. Diwar an darempredoù-se zo savet nevez zo e Breizh ur seurt rannvroelouriezh armerzhel, kaset war-raok gant patroned vras a Vreizh a-seurt gant Patrick le Lay pe Alain Glon.

Galvet he deus ar gevredigezh « Produet e Breizh », Jakez Bernard, produour pladennoù en he fenn abaoe 2009, d’ar stourm war an dachenn bolitikel ; a-enep an ekotaks da skouer e 2013. Ur mod kehentiñ startijenn ennañ zo dezhi pa ra koulz gant ar gwenn-ha-du ha gant luganioù dibar evel «  al labour o stourm ».

Rak merk e dour-dan melen n’eo ket dister e bouez ekonomik. 300 embregerezh strevet war pemp departamant Breizh a oa anezhi e 2014. Kant mil den an hini zo gopret gante. Feur he brud a ya da 96% e Breizh a da 49% e Bro-Bariz e lec’h e vez kaset koulzadoù bruderezh arnevez awalc’h gant « Produet e Breizh ». Talvoudekaet e vez ar madoù produet e Breizh, gwiriet spis o orin gant ar merk-se a ra berzh war ar marc’had. Evit a sell ouzh statud an implijidi avat, ha pa vije lakaet war-raok a-wechoù, n’eo ket sur e vefe diwallet kement all.

« Skritellaouiñ 8m² ha 2m² e Brest ». © kevredigezh « Produet e Breizh »

Ar varregezh da genlabourat

Awenet gant spered ar CELIB - ma embann e renerien bezañ hêred dezhañ - e tegas « Produet e Breizh » war wel emskiantegezh vreizhat patroned zo er vro. Un emskiantegezh a-stroll hag ur varregezh da genlabourat na gaver ket, pe nebeut, e lec’h all e Bro-Frañs.

 

Liamm diavaez – lec’hienn ar gevredigezh : http://www.produitenbretagne.com/

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Chartier, « Savidigezh ar gevredigezh « Produet e Breizh » », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 29/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/savidigezh-ar-gevredigezh-produet-e-breizh

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù