Taol-lañs e 1995
E 1995 e voe pedet d’ur vodadeg emsevel un tregont bennak a batroned, en o zouez Jean-Claude Simon (strollad Even), Jean-Marie Le Gall (Savéol), Jean-Yves Chalm (Le Télégramme). D’an « embregerezh kevredigezhel »-se e voe roet da bal kas war-raok diorroadur padus an tiriennoù hag al labour e Breizh. Buan e voe staget ul logo ouzh an anv « Produet e Breizh », un tourtan ha brastres kartenn Breizh anezhañ. Peget war ar madoù bet dibabet (ouzhpenn pevar mil anezhe e 2014) e voe brudet buan. E 1995 e voe frammet rannoù kentañ al luskad « Produet e Breizh » : rann madoù ar pemdez ha rann an dasparzherien a-vras. Kerkent ha krouet eta en deus tapet « Produet e Breizh » krouiñ liammoù dic’hortoz etre embregerezhioù ar boued e Breizh ha reoù an dasparzh madoù a-vras. Un darempred dibar anezhañ pa soñjer pegen start e vez ar marc’hatañ etreze peurliesañ.
Armerzh ha sevenadur
Buan-a-walc’h e voe savet rannoù-all, en-dro da embregerezhioù ar servijoù ha d’ar bankoù dre ma zo e Breizh ur rouedad bankoù kengred o plediñ gant diorroadur an tiriennoù tostañ. Muioc’h c’hoazh e voe savet ur rann gouestlet d’ar sevenadur ha d’ar c’hrouiñ, he fal krouiñ liammoù etre metoù ar sevenadur hag an arzh ha reoù an armerzh. Koazhet eo hec’h obererezh avat abaoe un nebeud bloavezhioù. Evit rann ar brezhoneg, broudet en deus implij sokial ar yezh e meur a embregerezh.
Ur rouedad tri c’hant embregerezh
Adalek ar bloavezhioù 2000 en doa kroget « Produet e Breizh » da vont en-dro e mod ur rouedad oc’h aezetaat an darempredoù, par ma kav pep hini e gont enno, etre bed ar batroned hag interestoù rannvroel(our) zo. Diwar an darempredoù-se zo savet nevez zo e Breizh ur seurt rannvroelouriezh armerzhel, kaset war-raok gant patroned vras a Vreizh a-seurt gant Patrick le Lay pe Alain Glon.
Galvet he deus ar gevredigezh « Produet e Breizh », Jakez Bernard, produour pladennoù en he fenn abaoe 2009, d’ar stourm war an dachenn bolitikel ; a-enep an ekotaks da skouer e 2013. Ur mod kehentiñ startijenn ennañ zo dezhi pa ra koulz gant ar gwenn-ha-du ha gant luganioù dibar evel « al labour o stourm ».
Rak merk e dour-dan melen n’eo ket dister e bouez ekonomik. 300 embregerezh strevet war pemp departamant Breizh a oa anezhi e 2014. Kant mil den an hini zo gopret gante. Feur he brud a ya da 96% e Breizh a da 49% e Bro-Bariz e lec’h e vez kaset koulzadoù bruderezh arnevez awalc’h gant « Produet e Breizh ». Talvoudekaet e vez ar madoù produet e Breizh, gwiriet spis o orin gant ar merk-se a ra berzh war ar marc’had. Evit a sell ouzh statud an implijidi avat, ha pa vije lakaet war-raok a-wechoù, n’eo ket sur e vefe diwallet kement all.
Ar varregezh da genlabourat
Awenet gant spered ar CELIB - ma embann e renerien bezañ hêred dezhañ - e tegas « Produet e Breizh » war wel emskiantegezh vreizhat patroned zo er vro. Un emskiantegezh a-stroll hag ur varregezh da genlabourat na gaver ket, pe nebeut, e lec’h all e Bro-Frañs.
Liamm diavaez – lec’hienn ar gevredigezh : http://www.produitenbretagne.com/
Troet gant Jean-Dominique Robin