Adalek an hañvezh 1940 e voe savet rouedadoù rezistanted diframm awalc’h e Sant-Nazer. Ne badent ket pell avat dindan heskinerezh an Alamaned. Diaes eo goût c’hoazh e gwirionez pet den ha piv resis a oa engouestlet er rezistañs eno, ken treut eo an dielloù, war-bouez ar re bet embannet gant ar Vreizhveuriz.
Hollbouezus e voe avat resisted an titouroù niverus bet dastumet gant rouedadoù ar rezistañs e Sant-Nazer, kerkent ha deizioù kentañ an ac’hubiñ. Tudennoù e darempred gant servijoù ar Rouantelezh-Unanet dreist-holl zo bet degaset war-wel gant meur a istorour saoz hag amerikan.
N’eus nemet un den avat hag a voe enoret gant ar Vreizhveuriz evit bezañ bet perzh eus aozadur an taol war al lec’h : an arzour hag etnologour René-Yves Creston, eus Sant-Nazer, ezel eus ar Seiz Breur. E 1946 e voe roet dezhañ ar Certificate of Service, sinet gant dorn ar field marshal B.L. Montgomery. Tutaet en doa Creston ur strollad Nazeriz, André Batillat, Tisavour ar Seiz Breur en o zouez, dre e liammoù gant rouedad Mirdi Mab-den e Pariz. Tudennoù all a anavezer, evel Henri Mouren, ijinour ar verdearurezh, stag ouzh ar rouedad Alliance, pe Hugues Mainguy, ur polisour eus Sant-Nazer hag a gasas plañioù diazlec’h listri-spluj Sant-Nazer d’ar pastol skosat Donald Caskie, staliet e Marsilha, a laboure evit an MI6.