Lanneier ar vretoned

Aozer : François de Beaulieu / Eost 2020
Stummet eo bet lanneier Breizh gant an dud a-hed miliadoù a vloavezhioù nemet ha war an aod e vije. Disoc’h stourm an natur hag an dud zo dioute, dre forzh falc’hañ, peuriñ, disklosañ, plomañ ha marrañ anezhe.

Un hir a istor

10 000 vloaz zo ne oa ket goloet Breizh gant ar goadeg veur. A bep seurt maezioù a oa anezhi e gwirionez, stummet ul lodenn vat anezho gant ar gwalldanioù ha gant al loened debrerien-geot. Tammoù lanneier en em lede war ar rozioù ha war an douaroù-lapin. O tifraostañ koadeier e tape al labourerien-douar gentañ kaout douar mat da labourat e-pad un nebeut bloavezhioù. Laosket e veze ar c’hozh-douar goude-se d’ar chatal da beuriñ ha d’al lann d’en em ledañ warnañ.

Er Grennamzer an hini e stagas an dud gant an difraostadegoù bras a voe stummet tamm-ha-tamm gante ar pep brasañ eus maezioù Breizh a-vremañ : lanneier a veze medet a-stroll war an douaroù treutañ , parkeier, kleuzioù ha girzhier war an douaroù gwellañ tro-dro d’ar c’hêriadennoù ha d’an atantoù digenvez.

Peulvanoù e-touez al lann e Karnag. Foto gant F. de Beaulieu. Abaoe m’int bet savet moarvat en em led steudadoù peulvanoù Karnag war ur bras a dolead lanneier. Darbet eo bet dezhe mont da get avat dre forzh bezañ mac’hellet gant an douristed, ken stank ha ken lies ken e kinnige peulvanoù zo kouezhañ en o foull. Ranket zo bet klozañ anezhe ha staliañ un nebeut deñved en o skeud evit o saveteiñ.

Lanneier talvoudus

 

Daou vilion a zevezhioù-arat a veze goloet gant al lanneier pa oant en o barr, e fin an XVIIIvet kantved, ha talvoudus-tre e oant da buhez an atantoù. Ken talvoudus ken e skrive Camille Vallaux un douaroniour meur anezhañ  (1870-1945), kement-mañ e 1907 : « N’emañ ket al lanneier er-maez eus al labour-douar, evel ma vez termenet en-strizh gant tud Breizh-Izel : diazez al labour-douar an hini eo kentoc’h ». Betek ar brezel-bed diwezhañ, e gwirionez, e soñje da dud Breizh-Izel « n’eus a venaj mat nemet ha lanneier a vije warnañ ».

Tennañ splet a rae an atantoù diouzh al lanneier forzh pe amzer a vije pe dost. A drugarez dezhe, d’ar gounid ed-du ha d’ar foenneier e c’helle an atantoù mont en-dro well-wazh.  Peuriñ a c’helle ar saout, ar c’hezeg hag an deñved ober warne en hañv, koulz en arvor hag en argoad.

Diwarne e veze tennet gouzilh, troc’het gant ur falz pe gant ur varr, d’o ledañ er c’hrevier, ha d’ober teilh goude-se evit temzañ an douar-labour. E porzhioù an atantoù hag en hentoù don e veze ledet ar gouzilh-se ivez er goañv, kuit d’an dud ha d’al loened a sankañ er fank. Goude-se e veze ledet er parkoù ar meskaj-se, fank ha gouzilh mesk-ha-mesk, d’o zemzañ. Lann an hini a gaver dreistholl el… lanneier. Troc’het ha pilet e veze o strujoù nevez evit magañ ar c’hezeg. Ma oa ken brudet kezeg-labour Breizh evit o nerzh hag o startijenn, e oa un tamm mat a-drugarez d’an 60 lur a voued dispar-se a yae bemdez gant ur c’halz anezho.

Louzeier all a greske el lanneier ha tro d’o zro avat (raden, flach, balan, brug, elor hag all) ha tennet e veze splet dioute ivez (toiñ, kantenniñ, gouzilh…). A bep seurt jiboez a veze klask warne gant ar chaseourien hag ar vigrierien el lanneier, ha leun a vel-brug e veze ar ruskennoù.

Ostilhoù da bilat lann. Mirdi istor Sant-Brieg, foto gant F. de Beaulieu. Meur a ostilh da labourat lann zo e mirdi istor Sant-Brieg, a-seurt gant ar pilerezioù-lann houarnet-mañ a veze aozet boued ar c’hezeg gante en ul laouer.

A bep seurt a veze graet gant ar sklosoù

Lannoù zo a oa aezet o marrañ. Pa veze bet falzet al lann e veze kignet gorre an douar, gwiskad ha gwiskad, gant ur seurt trañch, berr e droad, ledan, kromm ha lemm e fas, a vez graet ur varr anezhañ.

Devet e veze ar skosoù evit mougadellañ meuzioù. Evel-se e veze kont gant ragoud maout Enez Eusa, ar meuz brudetañ a vez poazhet goustad er mod-se. Gant ar c’hoved e vezent implijet ivez ha talvezout a raent da sevel tier ar re baourañ zoken.

Engravadenn diwar un dresadenn gant Olivier Perrin evit e levr « Galerie des mœurs, usages et costumes des Bretons de l’Armorique » (1808) N’eus skeudenn all ebet eus ur varradeg e Breizh estroc’h evit an hini bet treset gant Olivier Perrin diwar un arvest bet gwelet gantañ e-tro Kemper. Gwelout mat a reer warni ar postoù a verke lod pep labourer hag ar rubanioù stag ouzh beg ur wern a oa da vont gant an hini kentañ disoc’h e labour gantañ.

Souezhusat tra, e laboure ar Vretoned al lanneier ha pa raent douar-fraost pe douar « brein » dioute zoken. Da goulz ar varradeg e veze diskantet an douar, da lâret eo lemel ar mouded – ar skosoù – berniañ ha deviñ anezhe da zegas potas d’an douar ha da c’hounid segal pe gwinizh-du e-pad tri pe bevar bloaz goude-se. Savet e veze ur c’hleuz berrbad kuit n’ez aje ar chatal war an dachenn-se. Kenstrivadegoù bras a oa eus ar marradegoù ha prizioù a veze evit al labourerien varrekañ. Ne veze marret un dachenn nemet bep tregont vloaz d’ar muiañ. Ha pa oa stank c’hoazh ar mod-se da labourat an douar e Breizh en XIXvet kantved, e oa aet buan da get e-doug kard kentañ an XXvet kantved.

Gouzilh a c’heller tennañ c’hoazh diouzh al lanneier, d’ober teil, en deizioù a-vremañ. Talvezout a reont da silañ ha da burat dour ha da reiñ bod da loened ne gaver ket e lec’h all, pell eus saotradur ar produennoù chimik… ha tachadoù ec’hon ha dispar d’an dud d’en em zidual e-kreiz ar maezioù.

Troc’hañ lann e Menez Are e 2014. Foto gant F. de Beaulieu A-bouez kaer eo derc’hel da droc’hañ lann evit kas ul labour-douar padus, evit stourm ouzh ar gwalldanioù hag evit kempouez ekologel al lanneier.

 

 

Bet troet diwar ar galleg gant : Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : François de Beaulieu, « Lanneier ar vretoned », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 25/08/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/lanneier-ar-vretoned

Levrlennadurezh :

  • Antoine Annie, « La fabrication de l’inculte : landes et friches en Bretagne avant la modernisation agricole du 19e siècle », Mémoires de la Société d’histoire et d’archéologie de Bretagne, 2001, 79, p. 205-228.
  • Beaulieu François (de) et Pouëdras Lucien, La mémoire des landes de Bretagne, Morlaix, Skol Vreizh, 2014, 175 p.
  • Jarnoux Philippe (dir.), La lande, un paysage au gré des hommes, Actes du colloque international de Châteaulin, Brest, CRBC / Parc naturel régional d’Armorique, 2008, 292 p.

Radio

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité