Luziet e seblant bezañ ar mareoù divroañ eus ar Vretoned, dre ma oant stag ouzh darvoudoù liesdoare ha liesstumm, ha gwriziennet don en istor ar Vretoned. Anv Breizh oa bet roet da ledenez an Arvorig abalamour d’an divroidi deuet eus Breizh-veur en tu all d’ar mor, e dibenn an Henamzer ha penn-kentañ ar Grennamzer, daoust ma ne anavezer ket mat a-walc’h astenn an divroañ-se, pa vank dielloù deomp.
Er bed a-bezh
Adalek ar XVIvet kantved evo gwelet ar Vretoned o tivroañ da heul troioù politikerezh trevadenniñ ar Frañsizien. Dre m’eo Breizh ur vro e-tal ar meurvor e weler diorren ar porzhioù-mor a-feur ma kresk niver an douaroù trevadennet. Ha gant ma vezont o c’hounit o boued war bankoù pesketa hanternoz ar Meurvor Atlantel eo bet niverus ar Vretoned oc’h en em staliañ en trevadennoù amerikan, er C’hebek dreist-holl, war an tamm douar-se bet anavezet gant Jakez Karter er bloavezhioù 1530. Eno eo e kaver o diskennidi hiriv an deiz c’hoazh, e Sant-Pêr ha Mikelon dreist-holl
Niverus eo bet ar Vretoned bet o c’hounid o brud en astenn ar soudarded en trevadennoù ar Frañs, Rene Madeg en Indez da skouer, Charner en Indez-Sina pe c’hoazh Bouët-Willaumez en Afrika ar C’hornôg. E-kichen politikerezh trevadennel ar Frañs e kaver en XIXvet kantved un dornadig strolladoù Bretoned o klask sevel trevadennoù, taolioù-esa chomet berr. Ur raktres all a chomas sac’het ivez, daoust ma oa skoazellet gant ar barzh Charlez a Vro-C’hall, an hini bet savet e 1865, a-gevret gant Kembreiz war-zu Patagonia. Kantadoù a Vretoned a zo bet o tivroañ da Vro-Arc’hantina memestra, e korn-broioù disheñvel eus lec’h ma oa staliet ar Gembreiz e dibenn an XIXvet kantved. Ha raktres Porzh-Breton e Papoua e chomas bout abalamour d’ar wallskouer arc’hantel mantrus.
Divroañ diabarzh
Estreget un nebeud tud o flanedenn dic’hortoz, n’eus ket bet a zivroañ a-vras eus Bretoned o vont war gevandirioù all, estreget war-zu kêr New York e penn-kentañ an XXvet kantved. Padal e kaver an divroañ a-vras war-zu rannvroioù zo eus Bro-C’hall, dreist-holl etre 1850 ha 1950. Bras a-walc’h eo kresk ar boblañs e Breizh d’ar mare-se, war ar maez evit an darn vras anezhi. Dre ma n’eo ket diorroet a-walc’h an industriezh eno, kalz a dud o deus ranket divroañ.
Kentañ rannvro ma kaver Bretoned divroet eo hini Pariz. Ar maouezed a gave labour da vatez peurliesañ. Evel-se eo deuet tudenn «Becassine» da vezañ stereotip ar «Vretonez vat». Met lod all a zo aet da valeantez. Ar wazed o deus kavet labour el labouradegoù tro-dro da Bariz, evel-se e teu Sant Denez da vout unan eus ar brasañ kerioù Breizhek. Bretoned ar vannlev e-leizh a ya d’ober nerzh vras ar strollad komunour gall etre an daou vrezel, hag unan eus o renerien, Marcel Cachin, a oa paotr Bro-Ouelo. Hag un niver bras eus ar Vretoned divroet a zo aet davet ar brigadennoù etrevroadel, hag er Rezistañs goude-se. Betek nevez ‘zo o deus klasket komunourien koulz ha katoliked reiñ ur framm d’an divroañ just a-walc’h. Gant an abad Kadig e voe savet ur barrez vreizhek e dibenn an XIXvet kantved. Hag ar Mision Breizhek, bet savet gant an tad Elie Gauthier e 1947, ha buhezekaet gant an tad ar C’hemener, a zo bet estreget ul lec’h sevenadurel, rak perzh en deus bet e degemer an dud e-doug an Eil Brezel Bed. E diabarzh ar SKG (PCF) ivez ez eus bet savet strolladoù evel hini ar Vretoned dishualet er bloavezhioù 1930
Stank a-walc’h eo bet ivez an divroañ war-zu an Havr Nevez, lec’h ma oa staliet unan eus ar c’henvreuriezhoù koshañ (50 000 diwar ar 180 000 annezad an Havr Nevez a zo a orin a Vreizh), ha war-zu ar Perigór, lec’h m’eo bet broudet ar Vretoned gant Ofis Landerne d’en em staliañ war zouaroù dilezet. Kavout a reer ivez Bretoned e porzhioù-mor brasañ ar mor Kreizdouarel, Marsilha ha Toulon; Graet e veze «Kermoco» diouto etre an daou vrezel, diwar «ker» ha «moco», hennezh al lesanv a veze roet da annezidi Su Bro-C’hall.
Estreget marteze rouedadoù Bretoned Pariz, ha daoust d’un divroañ ledan a-walc’h, (tost ur milion bennak a annezidi e Enez-Frañs a zo a-orin a Vreizh), n’eus ket bet a ziaspora gant ar Vretoned divroet en XIXvet hag en XXvet kantved, evel m’o deus bet graet an Iwerzhoniz en Amerika da skouer. Strivoù bras a c’heller merzhout abaoe un ugent vloaz bennak koulskoude, ha frammet eo bremañ rouedadoù ar Vretoned divroet.
Bet troet diwar ar galleg gant : Sten Charbonneau