Skol Blistin. Ar skol vrezhonek kentañ ?

Aozer : Mannaig Thomas / Genver 2023
Adalek ar goañv e 1942 betek miz Mezheven 1944 e voe graet e Plistin (22) un taol-arnod skoliata ne oa ket bet anezhañ biskoazh : krouiñ ur skol vrezhonek prevez. Gant Kerlann – Jean Delalande – hag a oa ezel eus Ar Falz, e voe kaset ar raktres-se da benn. Forzh pegen berrbad hec’h istor, e voe ar skol-se evelkent unan eus mein-harz kentañ ar c’helenn (e) brezhoneg hag a oa da vezañ diorroet pelloc’h penn-da-benn d’an XXvet kantved.

War e lizher, warnañ deiz an 29 a viz Here 1942, e skriv Armand Keravel (1910-1999), skolaer hag ezel eus Ar Falz, pegen laouen eo bet o klevet embann e vefe digoret hepdale ur skol vrezhonek e Plistin :

Gourc’hemennou eta eo e kasan dit, pa glaskez sevel hon hunvre deomp holl : eur skol vrezonek – ha breizat penn da benn. 

Kerlann (Jean Delalande, 1910-1969) mignon dezhañ hag ezel eus Ar Falz eveltañ, en em gav e karg eus un taol-arnod n’eus ket bet c’hoazh anezhañ biskoazh : kas da benn ur gelennadurezh kentañ derez e brezhoneg penn-da-benn. Endra ma oa bet un tammig intrudu bennak amañ hag ahont evit kelenn brezhoneg, pe er-maez eus ar skolioù pe e-barzh framm an diferad Carcopino embannet e miz Kerzu 1941, ez eo ar garg sammet gant Kerlann unan divent, rak kement tra zo da vezañ savet ent-nevez-flamm war dachenn ar bedagogiezh. Evel ma skriv Keravel :

Gant eul labour a-bouez braz – ouspenn gant eul labour RAMZEL, gouzout a ran – eo e krogez eno. Eun dra kalonek ive. Ha d’it-te e vo an enor da zigeri ar c’henta skol vrezonek.

E fin ar bloavezh 1942 e tigor Skol Blistin, ha dalc’her a raio an taol-arnod betek miz Mezheven 1944. Kenarroud ar mare n’eo ket un dister dra avat : e-skeud m’o deus graet kalzik a dud eus an Emsav breizhek o soñj da genlabourat gant an alouberien, e weler meur a raktres o tiorren e-kerzh ar bloavezh 1941. Da skouer ez eo savet Framm Keltiek Breizh, kinniget un doare-skrivañ nevez evit ar brezhoneg, skignet abadennoù brezhonek er radio, ha kaset en-dro ur propaganda evel ne oa bet biskoazh gant SEV / PNB, aet Raymond Delaporte en e benn abaoe miz Kerzu 1940. Skol Blistin, kreñv an arouez anezhi, bihan na pa ve, a zo da vezañ kontet e-touez ar mennozhioù hag an oberoù liesseurt-se.

Kerlann ha Keravel, izili eus Ar Falz o-daou abaoe 1933, zo pell zo dija o kas gouzout penaos kelenn ar brezhoneg. Anv a vez, meur a wech war o lizheroù, eus doareoù kelenn an « école émancipée », lakaet da dalvezout da skouer gant ar pedagogour suis Adolphe Ferrière peotramant gant Célestin hag Élise Freinet. Evit Skol Blistin, eta, emeur en soñj da implijout taolioù hiniennel skañv gant kadorioù pleg-dibleg, aes da zilec’hiañ diouzh an obererezh, e-barzh ar c’hlas koulz hag en diavaez. War e lizheroù e ro Keravel da Gerlann alioù diwar-benn ar c’helenn : ober gant an hentenn « hollek » (sed « globale ») evit an deskiñ lenn ; reiñ d’ar skolidi skridoù da sevel hag a ro tro dezho da skrivañ en o frankiz ; lakaat anezho da labourat, a bep eil, a-stroll hag a-hiniennoù ; chom hep reiñ labour dre skrid d’ar re yaouankañ ; kavout ur c’hlasad en ur skol all da skrivañ-diskrivañ gantañ ; krouiñ ur gazetenn hag ur c’hooperativ er skol ; reiñ pouez d’al labourioù-dorn graet er-maez : liorzhañ pe sevel lapined, da skouer. Hervez Kerlann emañ ivez an taol-arnod-se da heul ar patrom deskiñ yezhoù-bro er skol, bet gwelet da skouer gant Raymond Delaporte da geñver beajoù en Iwerzhon hag e Kembre e fin an hañv 1938.

Da-c’houde ar birvilh bet savet diwar digoradur ar skol vrezhonek-se e teuio ur meni disouezhadenn prestik a-walc’h avat. Tra-penn d’an niver a skolidi da zigentañ : tri hepken a zo meneget war ul lizher sinet gant Kerlann d’an 8 a viz Kerzu 1942. Erruiñ a ra an urzh kentañ da serriñ ar skol e miz Ebrel 1943, defot bezañ graet un disklêriadur ofisiel. Ha setu kemmet e raktres gant Kerlann war-lerc’h ar serradur-se : bremañ n’eo ket mui ober skol e brezhoneg kement-se, met kelenn brezhoneg da vat, da skolidi na gomzont ket anezhañ. Ar peb muiañ eus ar re-se a zeue eus familhoù emsaverien eus ar mennetañ, gallegerien ar braz anezho avat. Pouezus-bras e oa ar brezhoneg evel arouez e-barzh un hevelep emouestl politikel, ken ez eo deuet da vezañ ur yezh da zeskiñ gant tud en oad, met ivez gant o bugale. En desped d’ar c’hreskig war an niver a skolidi en e glasad e tiskouez Kerlann, en ul lizher, kaout keuz goude ur cheñch-tu a seurt-se:

Eus ar skol vrezonek penn-da-benn n’am eus ket gellet sevel, am eus graet ur skol deskiñ brezhoneg. N’hellan ket lavarout n’ezan ket war raok. Abaoe digoridigezh ar skol e tesk ar c’hallegerion. Siouazh, ar paour kaezh brezhonegerien a chom da adchaokat ar frazennoù brezhonek plantet er re all a-hed an deiz. […] Un doare all a vije da ober : ober kentelioù zo e galleg hepken. Ar soñj-mañ avat ne blij ket nemeur din. Istor, douaroniezh, skiant natur h. a. […]a garfen vijent e brezoneg. Pe blas reiñ d’ar yezh c’hallek avat rak ret e vo koulskoude d’ar vugale anaout yezhadur, skrivadurezh ar galleg.

Goude ar brezel ez eo kondaonet Kerlann d’an divri broadel abalamour d’ar pezh en deus graet e-doug ar brezel. Mont a ra da vro Pariz da chom, ha kuitaat Ar Falz. Forzh pegen berrbad taol-arnod Plistin, emañ koulskoude da vezañ lakaet war roll an taolioù-arnod evit kelenn ar brezhoneg ha/pe e brezhoneg hag a vo graet, e meur a stumm, penn-da-benn d’an XXvet kantved.

Ur pennad troet e brezhoneg gant Stefan Moal.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Mannaig Thomas, « Skol Blistin. Ar skol vrezhonek kentañ ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 5/01/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/skol-blistin-ar-skol-vrezhonek-kentan

LEVRLENNADUR

Broudic Fañch, La pratique du breton de l’ancien régime à nos jours, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 1995.

Escudé Pierre, « Histoire de l’éducation : imposition du français et résistance des langues régionales », dans Histoire sociale des langues de France, sous la direction de Georg Kremnitz, Rennes, PUR, 2013, p. 339-352.

Lespoux Yann, « Enseignement des langues “régionales” et en langues “régionales” », dans Histoire sociale des langues de France, sous la direction de Georg Kremnitz, Rennes, PUR, 2013, p. 375-383.

Lieutard Hervé et Verny Marie-Jeanne, L’École française et les langues régionales : XIXe-XXe siècles, Montpellier, Presses universitaires de la Méditerranée, 2007.

Moaien zo da lenn lizhiri Armand Keravel war lec'hienn ar CRBC : https://bibnumcrbc.huma-num.fr/

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité