Mannaig Thomas
Mannaig Thomas zo mestrez-prezegennerez e Skol-Veur Breizh-Izel hag ezel eus Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK / CRBC). Arbennik eo war al lennegezh vrezhonek ha war sokiologiezh al lennegezh, ha meur a oberenn he deus skrivet, en o zouez ‘’Pierre-Jakez Hélias et Le Cheval d'orgueil. Le regard d'un enfant, l'œil d'un peintre’’ (Brest, Emgleo Breiz, 2010). E 2021 ez eo bet kenrenet ganti ha gant Jean-Pierre Dupouy, Ecrire le pays natal. La littérature du proche en France (Pariz, Honoré Champion, 2021, dastumadenn « Romantisme et modernités »). Bet eo Mannaig Thomas ivez ken-pennskridaozerez ar gelaouenn La Bretagne linguistique, eus 2015 da 2022.