Kentelioù brezhoneg e skol Landeda (1942-1943)

Aozer : Mannaig Thomas / Genver 2023

Gant diferad Carcopino, embannet d’ar 24 a viz Kerzu 1941, e voe aotreet «kas da benn en tiez-skol, er-maez eus an eurioù skol, kentelioù diret war ar yezh rannyezhel [sic, e galleg] na c’hello ket o fadelezh mont en tu-hont d’un eurvezh hanter bep sizhun ». Ober a ra Armand Keravel e vad eus an diferad-se evit kas kentelioù brezhoneg en e glas CM e skol bublik Landeda. Rentañ a ra kont ar skolaer eus e daol-arnod war un danevell evit rektor akademiezh Roazhon sinet d’an 10 a viz Here 1943. Lenn a c’heller enni meur a brederiadenn gantañ, war tachenn ar c’helenn koulz ha war hini ar sokioyezhoniezh, hag a lak aesoc’h deomp kompren pegen pouezus eo bet e daol-arnod, nevez-flamm anezhañ d’ar c’houlz-se.

Poltrediñ a ra Keravel ar skolidi o deus choazet kemer perzh en e gentelioù brezhoneg (24 diwar 32 en e glasad) : pell eus ar bourk emaint o chom peurvuiañ, tik int gant sevel skridoù diwar-benn temoù liammet ouzh ar mor, ha dreist-holl ez eus brezhonegerien anezho holl gwitibunan. Ouzhpenn ar pled a daolont war danvez ar c’hentelioù, ober gant ar brezhoneg er c’hlas a sikour da zisteraat ar pellder sokial etre ar skolidi hag o skolaer. Diwar un hevelep implij eus ar yezh a gomzont bemdez e teuont ivez da sellet outi en ur mod all, disheñvel diouzh ar brizh-skeudennoù boas anezhi ha ne zougont ket da vroudañ an nen da dreuzkas ar yezh-se pelloc’h :

«Gwelet yezh an-unan skrivet ouzh an daolenn zu ha moullet war levrioù, skrivañ er yezh-se an-unan war ur c’haier ispisial, kement-mañ a skarzh kuit ar seurt mezh gant o yezh hag a verzer kel lies gwech e-mesk ar vrezhonegerien yaouank. Ha justamant ez eo an tech keuzius-se a ranker stourm outañ, al lentegezh, an diouer a emfiziañs a vez gant ar vugale diwar ar maez…»

Pal an danevell a oa diskouez e oa posubl kelenn brezhoneg, met diouzh tu Keravel e-unan ez a pelloc’h c’hoazh an traoù : peursur eo bremañ eus an interest a vefe da ladanaat kelenn ar brezhoneg en holl skolioù :

« Sur-tre on deuet da vezañ e tenn splet ar c’helenn dre vras, hini ar galleg peurgetket, eus studi ar brezhoneg. Gant hemañ e vez lakaet ar c’hlasad tostoc’h ouzh ar vuhez, e teu al labour da vezañ fetisoc’h d’ar skolidi, n’eo ket ken mekanikel dezho. […] A-benn un nebeud bloazioù e c’hellor meizañ pegen bras ar mad a vo graet gant ar skolioù publik eus degas ar brezhoneg e-barzh ar c’helenn enno. […] Kelenn ar brezhoneg d’an holl a yelo an disorc’hoù anezhañ en tu-hont da esperañsoù brasañ an dud tommañ o c’halonoù outañ ! »

Bet eo taol-arnod Landeda, evit Keravel, ur gammed a-bouez war hent e emouestl evit ar brezhoneg : soñjal a c’heller ez eus bet roet dezhañ eno ur pal da dizhout e-pad an dekvloaziadoù war-lerc’h.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Mannaig Thomas, « Kentelioù brezhoneg e skol Landeda (1942-1943) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/01/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/kenteliou-brezhoneg-e-skol-landeda-1942-1943

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité