Kerlann, Keravel hag Ar Falz

Orin ar c’helenn brezhoneg er skolioù publik
Aozer : Mannaig Thomas / Genver 2023

Graet o deus anaoudegezh Kerlann hag Armand Keravel er « skol kentañ derez uhel » – ar skolaj en deiz hiziv – e Brest, er bloazioù 1920, ha deuet int o-daou da vezañ mistri-skolioù publik, oberiant o-daou ivez en aozadur Ar Falz. Krouet e oa bet an aozadur-se e 1933 gant ar skolaer Yann Sohier, dezhañ da bal brudañ ha diorren ar c’helenn brezhoneg er skolioù publik.

Kartenn-bost warni ur poltred eus Yann Sohier. Mammenn : Dastumadeg Mirdi Breizh. Niverenn renabl : 2001.0001.12

Goude marv ar c’hrouer pennañ, Yann Sohier, e 1935, e talc’has Kerlann ha Keravel da ouestlañ kalz eus o amzer hag eus o nerzh e-barzh Ar Falz : rener e voe Kerlann betek 1939. E-pad ar brezel e voe Kerlann un ezel oberiant eus Strollad Broadel Breizh (SBB / PNB), ha skrivañ a reas ivez er gazetenn L’heure bretonne. Daoust da Geravel bezañ bet ezel eus Strollad Emrenerien Vreiz (SEV / PAB) ha kemeret perzh e luskad Yann Fouéré, Ar brezoneg er skol, en em denno war-dreñv eus an Emsav hag eus ar c’henlabour gant an alouberien alaman. Diwar neuze e vo lakaet Ar Falz da vorediñ penn-da-benn d’ar brezel, daoust ma weler splann, dre lenn al lizheroù etre an daou zen, e chome bev ar c’hoant da vroudañ ar skolaerien a save a-du gant kelenn ar brezhoneg.

Evit an eil koulz hag egile e voe dibenn ar bloaz 1940 ha deroù ar bloaz 1941 ur marevezh ma voent lakaet diaes gant o hierarkiezh, tra-penn d’o obererezh evit ar brezhoneg. Kaset Keravel hag e wreg e-giz-se da Landeda, hep goulenn ganto, war bep a bost, evit abegoù a genurzh, hag embannet da Gerlann e miz Meurzh 1941 e rank mont da zepartamant an Nièvre d’ober skol. N’houll ket mont di avat, hag e Kledenn-ar-C’hab eo e vo anvet a-benn ar fin adalek an distro-skol e 1941. Bloaz war-lerc’h e roio e zilez, war-greiz krouiñ skol vrezhonek Plistin.

Santout a reer emañ koun Yann Sohier war-dro, e-serr lenn meur a hini eus al lizheroù bet e-pad ar brezel etre Keravel ha Kerlann, rak forzh pegen bras an diforc’h etre o menoioù d’ar c’houlz-se o doa dalc’het an daou-se da skrivañ-diskrivañ an eil d’egile memes tra, diwar-benn ar bedagogiezh ha kelenn ar brezhoneg paneveken. Keravel eo a roio lañs en-dro d’Ar Falz goude 1945.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Mannaig Thomas, « Kerlann, Keravel hag Ar Falz », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/01/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/kerlann-keravel-hag-ar-falz

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité