Ganet eo bet Fañch an Uhel e 1821 e maner Keramborn e parrez Plouared, e ti peizanted pinvidik. Da genderc'hel gant e studioù eo aet da skolaj Roazhon lec'h ma kelenne e eontr, Jean-Marie Le Hüerou, istorour meur ha dastumer kanioù pobl gwech ha gwech all ivez. Marv eo eñ yaouank e 1843 hag an Uhel en deus divizet neuze adkemer ha kendelc'her e labourioù dezhañ. Ken abred ha 1845 ez eus bet roet ur ur gefridi ofisiel dezhañ : mont a raio da zastum kanioù pobl ha dornlevrioù misterioù breton. Met d'ar memes bloavezh e kinnig Kervarker eil embannadenn ar Barzaz-Breiz ha mont a ra labourioù an Uhel diwar wel. Ne vez ket roet yalc’had all ebet dezhañ. Labourat a ra neuze kamm-digamm er c'helenn, ha kregiñ a ra da skrivañ un oberenn varzhek a vern kalz dezhañ. Anavezout a ra Ernest Renan. Pennañ e vo evitañ ha dizehan e eskemmont adalek 1858 ha betek marv ar skrivagner e 1892.
Kervarker e dalc'h
Estlammet eo chomet Fañch an Uhel dirak ar Barzaz-Breiz da gentañ, met tamm-ha-tamm eo deuet da abegiñ war hentenn embann Kervarker ha dont a ra da vezañ unan eus e zislavarerien gentañ. Enebiñ a reont evit ar wech kentañ da vare embannadur Santez Tryphina hag ar Roue Arzur (1863), pa respont Kervarker dezhañ gant Le Grand Mystère de Jésus (1865).
E strollad an eneberien (René-François Le Men, Léopold Sauvé, hag all hag all) e kemer perzh an Uhel gant aked. Taeroc'h-taerañ eo o lizhiri pa vez anv eus Kervarker hag eus e zoare da embann ar misterioù hag ar barzhonegoù pobl. Tamall a ra skiantourien eus Pariz 3de embannadur ar Barzaz-Breiz, e dibenn ar bloavezh 1866. Gant an Uhel ez eus bet roet dezho lod eus o arguzennoù. « Tabut ar Barzaz-Breiz » a grog e lodenn bublik e miz Here 1867 da vare Kendalc'h keltiek Sant-Brieg, rak rakskrid adembannadur ar Catholicon gant René-François Le Men a gaver ennañ un notenn a dag Kervarker didruez. An Uhel ne rann grik. Ne fell ket dezhañ, sur a-walc'h, en em vroc'hañ da viken gant ur penn-bras kement a levezon dezhañ e Breizh. Emañ neuze an Uhel o labourat hardizh war levrenn gentañ Gwerziou Breiz-Izel, a deu maez dindan stumm levrigoù hag hini ul levr war-lerc'h (1868). Degas a ra dezhañ meuleudioù ar « skol burutellat nevez » met kazeg a ra e werzhioù da vat. Ne vo ket embannet an eil levrenn a-raok 1874.
Un hentenn « hep kinklerezh » diaes da zeskiñ
Daoust hag e teu da blediñ gant ar c'hontadennoù abalamour da se ? Adalek 1868, goude ma anavez Marc’harid Fulup ha Barba Tassel, div ganerez ha konterez a vo e-touez ar re bennañ evitañ, e c'hell an Uhel tennañ gounid eus ur rummad kefridioù nevez, o danvez ar c'hontadennoù pobl da gentañ penn. Embann a ra e zisoc'hoù er c'helaouennoù « skiantel » a deuio maez adalek 1870, en o zouez ar Revue celtique, bet krouet gant e vignon Henri Gaidoz. Politikeloc'h e teu an tabut da vezañ e Breizh, lec'h m'eo enebet ar republikaned, eus tu an Uhel, ouzh ar gatoliked a-du ar Vourboned, a zifenn Kervarker, ha dont a ra an Uhel da vezañ en distro, dreist-holl pa 'z eus bet cheñchet tu, krenn-ha-krak, gant René-François Le Men, hag eñ degouezhet eus tu oberour ar Barzaz-Breiz.
Sevel a ra Fañch an Uhel a-du gant mennozhioù ar republikaned hag a-zevri-bev e kemer perzh, asambles gant Henri Gaidoz, e Almanak Breiz Izel 1872. Gantañ e vez graet an troidigezhioù d'ar brezhoneg. Ur c'hwitadenn eo met chom a raio troet war ar c'hazetenniñ hag adalek 1875 e vo pennskridaozer ar Journal de Morlaix : n'eus doare gwelloc'h hervezañ da gomz d'ar Vretoned diwar ar maez war-eeun evit skignañ ar mennozhioù republikan, hag evit ma chomfe bev o sevenadur hag o yezh dezho ivez. Deuet eo a-raok e amzer, sur a-walc'h. N'eo ket gwelloc'h an degemer graet da eil levrenn Gwerziou Breiz-Izel eget an hini a oa bet graet d'al levrenn gentañ, en diavaez eus metoù skiantourien Bariz.
Ken abred ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1870 eo prest meur a levrenn gontadennoù dornskrivet da vezañ embannet, met ne gav an Uhel embanner ebet evito. Evit ober un taol-arnod e kinnig memes tra ul levr berr, Contes Bretons e ditl, e 1870 (Clairet, Kemperle). E 1879 e lak Veillées Bretonnes da embann, daoust ma n'eo ket direbech doare « skiantel » al levr hervezañ : en em daolenniñ a ra e-touez ar gonterien, oc'h ober gant un doare lennegel en deus tamallet da skridoù e ziagentourien.
Amzer an embannadurioù hag an enorioù
Cheñch a ra an traoù e penn-kentañ ar bloavezhioù 1880. Paul Sébillot, Breizhuhelad bet broudet da zastum gant Fañch an Uhel, a grou e Pariz an dastumad « Littératures populaires de toutes les nations » (lennegezhioù pobl an holl vroadoù). E Littérature orale de la Haute-Bretagne a vo al levr kentañ anezhañ. Kinnig a ra diouzhtu d'an Uhel skrivañ al levrioù da heul : Légendes Chrétiennes de la Basse-Bretagne (1882) a vo embannet an div levrenn anezhañ da gentañ, ha war-lerc'h, e 1887, Contes Populaires de la Basse-Bretagne e teir levrenn. Broudet ma 'z eo, e krog An Uhel da zastum en-dro, a-wechoù o kas gantañ ur c'helenner yaouank eus Lise Kemper, Anatole Le Braz e anv, a sikouro outañ da embann div levrenn ar Soniou Breiz-Izel e 1890.
Stabilaet eo buhez micherel an Uhel a-benn ar fin pa 'z eo anvet diellour an departamant e Kemper e 1881, ha war-lerc'h mirour e Mirdi Kemper. Eilprezidant ar Société archéologique du Finistère (kevredad henoniezh Penn-ar-Bed), en em akord a ra en-dro, war a seblant da nebeutañ, gant Kervarker a zo prezidant anezhañ. Eñ an hini eo a ro al Legion a Enor dezhañ d'an 30 a viz Genver 1890. Mervel a ra Fañch an Uhel e Kemper e miz C'hwevrer 1895.
Troet gant Lena Catalan